Mont d’an endalc’had

Keriadoù

Eus Wikipedia
Keriadoù
neighborhood
Anv ofisielKeryado Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadMor-Bihan Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°45′43″N 3°23′20″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmaer Keriadoù Kemmañ
Deiziad divodañ1 Gen 1947 Kemmañ
Map

Keriadoù zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan, bet krouet e 1901 diwar ul lodenn eus kumun Plañvour ha bet staget ouzh kumun An Oriant e 1947.

  • Mervel a reas 162 waz eus ar gumun a varvas evit Bro-C'hall, eleze 3,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; 30 a servije er morlu, 95 en droadegiezh ha 37 er ganolierezh[2].
  • Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916.
  • Jean Le Maux, maer ar gumun, a voe dilezet a-berzh-gwir d'ar 27 a viz Kerzu 1940 gant Renad Vichy[3].
  • Mervel a reas triwec'h milour bet ganet er gumun er brezel[4]; tri anezhe a gemeras perzh er Rezistañs, unan a voe fuzuilhet e dibenn miz Gouhere 1944 gant an Alamaned e Kerfani e Molan[5],[6], an daou all a voe kaset d'ar c'hampoù-bac'h e Mauthausen[7] hag e Ravensbrück[8] lec'h ma varvjont e 1945. 45 gwaz eus ar gumun a varvas dre m'o doa kemeret perzh er brezel, tri anezhe er c'hampoù-bac'h lec'h ma oant bet kaset evit abegoù politikel, 16 eus ar morlu ha 26 eus an tirlu[2].
  • Bombezet e voe Keriadoù gant Aerluioù ar Rouantelezh-Unanet ha SUA.
  • D'ar 7 a viz Eost 1944 e teuas un nebeud tankoù SUAat betek kroaz-hent ar Perroquet Vert, en antre ar gumun, a-raok kilañ betek Pont-Skorf[9].
  • Chom a reas Keriadoù e Sankenn an Oriant e dalc'h an Alamaned betek an 10 a viz Mae 1945.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv.
  • Iliz katolik Santez Tereza, 1931.

Emdroadur ar boblañs 1901-1946

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

[10].

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Even 1901 Even 1910 Pierre Le Breton
Even 1910 Kerzu 1916 Jean Stéphant/Stéphan
Kerzu 1916 Even 1923 Jean-Marie Toulliou
Even 1923 Genver 1927 Pierre Philippe
Meurzh 1927 Mae 1935 Jean Hémon Radikal
Mae 1935 Kerzu 1940 Jean Le Maux SFIO
Kerzu 1940 Meurzh 1941 Jean Bréchard bet anvet gant Renad Vichy
Ebrel 1941 Mae 1942 Léon Jacques bet anvet gant Renad Vichy
Mae 1942 Mae 1945 François Even bet anvet gant Renad Vichy
Mae 1945 Ebrel 1946 Jean Le Maux SFIO
Ebrel 1946 Mae 1946 Louis Lancelot
Mae 1946 Gwenholon 1947 Jean Penquer
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • D'ar 16 a viz Gwenholon 1908 e voe krouet un implij paotr-al-lizhiri-resevour[11].

Tud bet ganet er gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
  2. 2,0 ha2,1 (fr)Monumant ar re varv, e bered ar gumun
  3. (fr)Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
  4. (fr)Mémoire des Hommes
  5. (fr)"Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
  6. (fr)Mémoire des Hommes
  7. (fr)Mémoire des Hommes
  8. (fr)Mémoire des Hommes
  9. (fr)Jean Le Berd, Lorient sous l'occupation, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1986, p. 109
  10. (fr)Cassini-EHESS
  11. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 154
  12. (fr)Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"