Kensonenn stambouc'hus
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn stambouc'hus (saoz.: emphatic consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un enebiezh fonemek a gaver er yezhoù semitek etre ur rummad kensonennoù dre serriñ distaget e meur a doare disheñvel a yezh da yezh hag ar c'hensonennoù dre serriñ plaen.
Hervez ar yezh semitek resis e c'hell bezañ distaget ar c'hensonennoù mouezhiet ha/pe divouezh er rummad stambouc'hus-se evel dre drekstaonekadur, dre hugedekadur pe dre c'hourlañchennekadur (da skouer en arabeg) pe c'hoazh dre strakal (kensonennoù divouezh nemetken, da skouer en amhareg) pe dre entarzhañ.
Peurliesañ e vez romanekaet ar sonennoù stambouc'hus dre skrivañ ur pik dindan ul lizherenn, d.s. "ṣ".
En arabeg unvan a-vremañ e vez enebet kensonennoù kurunennek plaen ouzh kensonennoù kurunennek all produet gant un doare distagañ a eil renk ma vez izelaet kein pe gwrizienn an teod, bet deskrivet evel drekstaonekadur, hugedekadur pe gourlañchennekaet:
- Plaen: ﺱ (/s/: "sīn") kv. Stambouc'hus: ﺹ (/sˁ/: "ṣād" )
- Plaen: ﺩ (/d/: "dāl") kv. Stambouc'hus: ﺽ (/dˁ/: "ḍād")
- Plaen: ﺕ (/t/: "tāʼ") kv. Stambouc'hus: ﻁ (/tˁ/: "ṭāʼ")
- Plaen: ﺫ (/ð/: "ḏāl") kv. Stambouc'hus: ﻅ (/ðˁ/ pe /zˁ/: "ẓāʼ")
Hervez an enklaskoù bet kaset da-benn war an dachenn-mañ e oa pemp kensonenn stambouc'hus a-orin e kentsemiteg:
- ur gensonenn dent dre serriñ divouezh treuzskrivet "ṭ" ([t’]). Gwelit ivez: tet(h)
- ur gensonenn etredent dre daravat divouezh treuzskrivet "ṱ" ([θ’]). Gwelit ivez: tsade
- ur gensonenn kevig dre daravat divouezh treuzskrivet "ṣ" ([(t)s’]). Gwelit ivez: tsade
- ur gensonenn a-gostez dre daravat pe dre foic'hal divouezh treuzskrivet "ṣ́" ([(t)ɬ’]). Gwelit ivez: tsade
- ur gensonenn drekstaon dre serriñ divouezh pe mouezhiet treuzskrivet "ḳ" ([k’]or [q’]). Gwelit ivez: qoph(h)
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |