Kaozeadenn Implijer:Teñsor Jambou

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Teñsor Jambou, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Teñsor Jambou. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : Insert-signature.png. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.


Donemat dit e Wikipedia. A galon, VIGNERON 19 Ebr 2011 da 08:15 (UTC)

Trugarez dit VIGNERON. Plijadur ha traoù talvoudus a vo amañ, sur!--Teñsor Jambou 23 Ebr 2011 da 15:27 (UTC)
Hervez ar reolennoù boas e skriver Loeiz ar Floc'h. Sede perak em eus graet un tamm kempenn. A galon. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2011 da 17:51 (UTC)
Trugarez dit. A galon. --Teñsor Jambou 25 Ebr 2011 da 21:00 (UTC)
N'ouzon ket petra a soñjez, met me gred n'eo ket sklaer a-walc'h pa skrivez "dremmwel (strollad)" : sklaeroc'h e vije "dremmwel (sonerien)". Marteze e vevez e metoù ar sonerien, met strolladoù all a bep seurt zo, strolladoù politikel zo ivez, hag o deus implijet ar ger e yezhoù all, hag a c'hallfe implij ar ger e brezhoneg kenkoulz all. Met un ali n'eo ken. Bianchi-Bihan 27 Ebr 2011 da 08:49 (UTC)
A-du ganit! Graet em boa evel ar re all (pe unan all) e Rummad:Strolladoù sonerien Breizh. Ha trugarez dit evit bezañ klokaet ar bajenn disheñvelout. --Teñsor Jambou 27 Ebr 2011 da 09:31 (UTC)
Mat tre sevel ur pennad beuz. Ma vez traoù da wellaat e vo gwelet goude. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 12:47 (UTC)

Adkasoù[kemmañ ar vammenn]

Mat-tre da labour. Deski~dre ober , n'eus ket gwelloc'h. Sell petra am eus graet gant Beuz-an-diaoul. Kement-se a vez graet gant ar bir zo troet war an tu dehoù e-kichen ar ger ensoc'hañ. Bianchi-Bihan 30 Ebr 2011 da 16:02 (UTC)

Mersi dit. Kompren a ran. --Teñsor Jambou 30 Ebr 2011 da 17:04 (UTC)
Ober 'rez gant "violoñser". Me gred din 'vez graet gant biolin ha bioliner e meur a bennad er wikipedia. Bianchi-Bihan 30 Ebr 2011 da 16:08 (UTC)
Mersi dit.--Teñsor Jambou 30 Ebr 2011 da 17:04 (UTC)

Me gred zo un dra bennak a-dreuz gant un auto de fé e Bulad e pajenn an tantad. Bianchi-Bihan 10 Mae 2011 da 11:52 (UTC)

Mersi dit. Skrivet em eus Gwelout ivez auto de fé.--Teñsor Jambou 11 Mae 2011 da 10:04 (UTC)

Nozvezh war ar Menez Moal a vije gwelloc'h. Kalz menezioù zo anvet Menez Moal. Bianchi-Bihan 11 Mae 2011 da 11:12 (UTC)

Mersi dit. Etre "Menez Are" hag "Ar Menez Du" e oa diaes dibab.--Teñsor Jambou 11 Mae 2011 da 11:18 (UTC)
Menez Are zo un tamm disheñvel. Met pa vez un anv-gwan e vez lakaet ar ger-mell gant menezioù, stêrioù, morioù: ar Mor Ruz, ar Menez Du...
Mersi dit.--Teñsor Jambou 11 Mae 2011 da 11:41 (UTC)

Bro gozh ma zadoù[kemmañ ar vammenn]

Ar brezel a zo war pennad Bro gozh ma zadoù war ar wikipedia gallek. Kit da reiñ un tamm sikour mar plij, mallus eo! Trugarez!--Arko 16 Mae 2011 da 15:05 (UTC)

Mersi dit. N'on nemet un deskardez, siwazh. :D N'hellan na sikour na reiñ alioù. Klask a ran kemer perzh ha deskiñ traoù amañ e-kichen ma foelladennoù Skol Ober, netra ken. Kalon vat dit! --Teñsor Jambou 16 Mae 2011 da 16:15 (UTC)
dispar da bennad Fréhel: gwelout a ri ivez Suzy Solidor, ha re all

. Bianchi-Bihan 25 Mae 2011 da 17:07 (UTC)

Mersi dit. --Teñsor Jambou 26 Mae 2011 da 10:47 (UTC)

Patromoù Infobox[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Ne c'heller ket gwelout tarzh ur patrom er bajenn pa implijer <includeonly>. Gallout a ri klask dre lemel <includeonly> hag e c'helli gwelout traoù aze. Evit ma vefe naet an traoù n'eo ket dav d'an tarzh bezañ gwelet. Setu perak eo mat sevel ar bajenn Patrom:Infobox Tud/teuliadur (hevelep hini hagPatrom:Infobox Skiantour/teuliadur evit ar patrom infobox skiantour) evit sikour an dud da implij ar patrom en un doare dereat. Gwelout Patrom:Infobox evit deskiñ penaos labourat gantañ.--Gwendal 31 Mae 2011 da 08:07 (UTC)

Mersi dit. Un tamm gwelloc'h eo bremañ. --Teñsor Jambou 31 Mae 2011 da 10:09 (UTC)

anaout a rez fr:Bisclavret? Bianchi-Bihan 1 Mez 2011 da 16:46 (UTC)

Ne raen ket. Lakaet eo bet er bajenn. Mersi dit. --Teñsor Jambou 1 Mez 2011 da 17:12 (UTC)

Fotoioù[kemmañ ar vammenn]

Noz vat deoc'h, Penaos lakaat ur foto en ur restr amañ? Sevel ur bajenn "Restr:anv.jpg" ha goude-se?--Teñsor Jambou 24 Mez 2011 da 20:13 (UTC)

Sell ouzh ar skeudenn-mañ:

a) gant "thumb|"

...

b) hep thumb|" ... Bianchi-Bihan 24 Mez 2011 da 23:48 (UTC)

Mersi dit. Ret eo lakaat ar foto da gentañ war wikipedia commons neuze. --Teñsor Jambou 25 Mez 2011 da 09:01 (UTC)

Sede penaos e ran : enrollañ ar skeudenn em urzhiataer, skrivañ pezh zo ret, evel a-us, hag ober goude hervez pezh vo goulet. COMMONS N4IMPLIJAN KET, n'ouzon jet ober, n'em eus ket graet gwech ebet. Bianchi-Bihan 25 Mez 2011 da 09:14 (UTC)

Gwelloc'h da implij Commons met n’eo ket ret. Evidon e aesoc’h da lak ur fotoioù war Commons gant Special:UploadWizard (tout zo skrivet) met kustumet on abaoe pell.
A-wezhioù zo tud eus Commons un tamm re strizh gant an aotre-implijout ha titouroù a bep seurt. Da nebeutan, ret eo bezañ sklaer eus pelec’h e teu ar foto ha lak ur rummad e saozneg (siwazh…).
Cdlt, VIGNERON 27 Mez 2011 da 17:57 (UTC)

Peurvuiañ en holl bennadoù db tud, e reer un tamm digoradur, ur frazenn war ar memes patrom: anv, bloavezh ganedigezh, lec'h, micher. Goude e krog ar vuhez , an dimezioù, ar vugale, an oberoù,. An urzh -se dre vras a vez kavet e pep pennad, e pep wiki. Me gav eo mat ha poellek, met ma ne blij ket dit ma sikour e laoskin ac'hanout d'ober evel a gari a-hed an neudenn, ha ne vin ket nec'het. Met ur gontaer vras zo brezhoneg un tamm souezhus. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 10:23 (UTC)

A-du ganit! Met savet eo bet ar pennad diwar-benn Marsel Gwilhou gant un implijer all. Me m'eus lakaet ur foto, netra ken. :D --Teñsor Jambou 6 Gwe 2011 da 10:47 (UTC)

Image description[kemmañ ar vammenn]

Hi! Please see Commons:User_talk:Teñsor_Jambou#Description Thanks, WhisperToMe 29 Kzu 2011 da 18:14 (UTC)

Energiezh[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Gremm derc'hanel ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Meu 2014 da 12:33 (UTC)

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn‎[kemmañ ar vammenn]

Ha Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2014‎. A galon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Mae 2014 da 06:16 (UTC)

Richard Burton[kemmañ ar vammenn]

Anaout a ran brud Richard Burton ar C'hembread. Met ar Saoz Richard Burton zo pell pouezususoc'h en istor an denelezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Mez 2014 da 13:40 (UTC)

Mersi dit! :D --Teñsor Jambou (kaozeal) 12 Mez 2014 da 13:52 (UTC)

Breiz Ha Rock[kemmañ ar vammenn]

Hervez ar pezh a gaver war o lec'hienn [1] e vefe "Breizharock" (en ur ger) o anv kentoc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Mez 2014 da 17:07 (UTC)

Goulennet ' vo diganto. --Teñsor Jambou (kaozeal) 15 Mez 2014 da 17:21 (UTC)
Mersi dit. Breiz Ha Rock war c'holo ar CD nemetken. --Teñsor Jambou (kaozeal) 16 Mez 2014 da 16:25 (UTC)

Kemmadurioù[kemmañ ar vammenn]

Mat e oa ar c'hemmadur amañ da'm soñj [2]. N'eus nemet K, T, P na c'hallont ket kemmañ goude "k" pe lizherennoù all 'zo (setu perak e vez lavaret ur vuoc'h kozh met ur vuoc'h vras, etc.), setu perak em boa cheñchet dreuzwelus > treuzwelus abalamour da zibenn ar ger "alkoolek", met evit ur ger hag a grog gant "g" e vez heuliet ar reolenn voas.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mez 2014 da 16:55 (UTC)

Mersi deoc'h! Kompren a ran. N'em eus ket kalz amzer vak ha skrivañ a ran re vuan alies. :D. --Teñsor Jambou (kaozeal) 20 Mez 2014 da 06:40 (UTC)

Liammoù etrewiki[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,
Pa grouit ur pennad bennak diwallit mat d'e liammañ gant ar yezhoù all. Evit en ober e ranker implijout an ostilh "Ouzhpennañ liammoù" a gleiz d'ar bajenn e traoñ, ur wech embannet ar pennad. A galon --Y-M D (kaozeal) 30 Mez 2014 da 10:10 (UTC)

Demat deoc'h, ne welan ket an ostilh "Ouzhpennañ liammoù". Ne ouien ket penaos ober ha lakaat a raen br:xxxxx war ar bajenn soaznek pe c'hallek. A galon--Teñsor Jambou (kaozeal) 30 Mez 2014 da 10:29 (UTC)

???[kemmañ ar vammenn]

Ne gredan e vefe aotreet skrivañ war pajennoù personel ar re all: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Implijer%3AHerve_Latimier&diff=1617724&oldid=1617720 Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 14:28 (UTC)

Arabat din dont amañ pa vezan skuizh. Ober a ran n'euz forzh petra. A galon.--Teñsor Jambou (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 14:32 (UTC)

Impressionisme, Impressioniste, Postimpressionnisme[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, N'ho peus kavet ger brezhonek ebet evit treiñ ar gerioù gallek-se ? (rebech ebet em goulenn, kurustied ne lâran ket) A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 C'hwe 2015 da 15:28 (UTC)

Demat deoc'h ha mersi bras deoc'h evit ho koulenn, Kavout a ran un toullad gerioù diwar-benn an arzoù er geriadurioù ("pointillisme" da skouer) pe er http://www.brezhoneg21.com/resources/geriaouegou/ARZOU.pdf ("impressionnisme" a zo met petra dibab e brezhoneg?) pe e Serusier bet skrivet gant Herve Gouedard. Ret e oa din adlenn Serusier a-bezh a-benn kavout teknik ar speurennañ. :D. A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 6 C'hwe 2015 da 16:24 (UTC)

Trivliadelouriezh (studiet), Impresionouriezh (kinniget) gant TermOfis OPaB. Klasket ho poa e geriadur M. Ménard ?--Prieladkozh (kaozeal) 6 C'hwe 2015 da 16:36 (UTC)

Klask a ran bepred. En ur vuhez all e vin enklaskerez :D. Klasket m'eus war dTermOfis OPaB, war c'hGrandTerrier hag e pep geriadur a zo em levraoueg. :D

Roger Hanin[kemmañ ar vammenn]

http://www.lesgensducinema.com/affiche_acteur.php?mots=Roger+Hanin&nom_acteur=HANIN%20Roger&ident=31207&debut=0&record=1&from=ok

Mersi deoc'h. Emichañs ez eo gwir. A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 14 C'hwe 2015 da 16:53 (UTC)

http://www.imdb.com/name/nm0359894/?ref_=fn_al_nm_1

http://cinema.encyclopedie.personnalites.bifi.fr/index.php?pk=14103&_ga=1.159881021.1230069948.1423130369

Ur reolenn bouezus am eus desket diwar ma c'houst amañ : arabat fiziout re er pezh a gaver war ar Wikipediaoù all... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 C'hwe 2015 da 17:15 (UTC)

Jean-Paul Gaultier[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Petra eo ster ar ger "korfelezhioù" skrivet ganit er pennad Jean-Paul Gaultier ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Eos 2015 da 15:45 (UTC)

(fr) bustiers (Ménard). 90.32.154.118 28 Eos 2015 da 18:52 (UTC)

Mace (anv)[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ha sur out ez eo an anvioù "Mace" ha "Macé" stummoù brezhonek eus an anv gallek "Mathieu" ? Betek-henn n'anavezen nemet "Maze" ha "Mahe" evel stummoù brezhonek evit an anv-se. Sell ouzh fr:Mazé (nom) ha fr:Mahé (prénom) er Wikipedia gallek hag ouzh Anoiou badiziant Bro Leon, gant Mikael Madeg, P. Pondaven ha Y. Riou, p. 123. A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 11:06 (UTC)

Salud dit, Ur stumm gallek all a gaver en ti-kêr e Breizh neuze? A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 11:51 (UTC)
Ne'm boa ket gwelet da respont. Pa glasker pelec'h e kaver an anvioù skrivet "Mazé" ha "Macé" eo sklaer a-walc'h an traoù : un anv eus Penn-ar-Bed eo Mazé, dreist-holl ([3]), hag un anv eus Breizh-Uhel eo Macé, dreist-holl ([4]). N'ouzon ket daoust hag un darempred zo etrezo avat. --Llydawr (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 15:01 (UTC)

Anavezout a ran ur paotr eus un tiegezh Macé e Gwenrann. Eñ eo en deus lâret din e sinifi Macé Matthieu. Ha brezhoneg a veze komzet e Gwenrann gwechall-gozh. --Teñsor Jambou (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 19:11 (UTC)

Kaskelot[kemmañ ar vammenn]

Ur ger svedek eo "kaskelot" met ur ger danek eo ivez, kement ha "kaskelothval". Se a gaver e geriadurioù danek evel [5], [6], [7] pe [8]. Ar vag a oa bet graet e Danmark, neuze eo poellek soñjal e oa bet roet dezhi un anv danek, ne gav ket dit ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 15:01 (UTC)

Evel just, n'em boa ket klasket er geriadurioù-se. --Teñsor Jambou (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 19:11 (UTC)

Au coeur du mensonge[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gwir eo, reizh e oa ar pezh 'poa skrivet. Re vuan e oa bet kemmet ganin. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Gwe 2015 da 15:24 (UTC)

Traduction en breton[kemmañ ar vammenn]

Bonjour! Peux-tu traduire cette phrase en breton, s’il te plaît?

Si tu veux que je fasse une traduction ou une correction en Flag of Catalonia.svg, Flag of Spain.svg, Flag of Portugal.svg, Flag of Galicia.svg, Flag of Italy.svg ou Flag of Occitania.svg, laisse-moi un message avec ta demande et je le ferai. Tu dois seulement écrire un message sur mon mur de messages.

Merci ! --Josep Maria Roca Peña (kaozeal) 25 Gwe 2015 da 12:24 (UTC)

Auguste René Marie Dubourg[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Hervez Louis Dudoret e vije an aot. Dubourg bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1842 hag aet d'an Anaon d'an 22 a viz Gwengolo 1921. A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 5 Her 2015 da 08:54 (UTC)

Salud deoc'h ivez, Ha petra zo kaoz emaoc'h o paouez kas ar c'heloù-se din 'ta ? :-)--Prieladkozh (kaozeal) 5 Her 2015 da 09:04 (UTC)
Ur respont am bo marteze ?--Prieladkozh (kaozeal) 31 Her 2015 da 09:36 (UTC)

Kristin Scott Thomas[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ha peursur oc'h ez eo gall an aktourez ivez ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Her 2015 da 09:36 (UTC) Mersi dit!--Teñsor Jambou (kaozeal) 19 Du 2015 da 19:43 (UTC)

Courmemin[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Estreget kêr Chambord e departamant Loir-et-Cher 'zo, en Eure emañ ur gêr all ivez... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 08:29 (UTC)

Boñjour dit ha mersi dit. Ar gammed war-lerc'h e oa Chambord evel just. Ne ran nemet kammedoù bihan. :D A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 20 Gou 2016 da 08:57 (UTC)
Mann ebet ! Ra vin digarezet ganeoc'h 'ta...--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 08:59 (UTC)

Chambord (Loir-et-Cher)[kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet un "infoboks" ganin er bajenn. A galon.

Mersi dit. (N'em eus ket kalz amzer vak. Setu perak ne lakaan ket ar boestoù). A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 23 Gou 2016 da 09:25 (UTC)

E, EN[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h,
"En K.L.T., E s'emploie devant les mots commençant par une consonne et EN devant une voyelle ; mais en trégorrois on dit EN dans tout les cas." Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 1, Les Presses Bretonnes, Saint-Brieuc, 1970, pajenn 152.
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gou 2016 da 10:23 (UTC)

Evel just! :D Mersi deoc'h. A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 23 Gou 2016 da 10:55 (UTC)
N'ouzon ket ha tregeriat eo an implijer Bianchi-Bihan met dre ma ra war-dro brezhoneg Treger ingal amañ...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gou 2016 da 13:51 (UTC)

er c'hanton[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! "er c'hanton X" n'eo ket brezhoneg reizh. Lavaret ha skrivañ a reer "kanton X" (Breteuil pe un dra all), hep ger-mell dirak "kanton" ha hep kemmadur ebet er ger-se, evit lavaret "le canton de X" ; ur renadenn-anv eo, evel "tour an iliz", "porzh ar skol" pe "mab egile". Goude an araogenn "e" neuze e lavarer hag e skriver "e kanton X". "En departamant Y" zo un degouezh all : evel m'eo displeget uheloc'h n'eo ket direizh ober gant ar stumm "en" eus an araogenn "e" dirak kensonennoù e brezhoneg Treger. En hevelep doare e c'hallfed skrivañ "en kanton X". Hep kemmadur avat. A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Gou 2016 da 16:37 (UTC)

Mersi dit. Ar ger-mell a gaven iskis-tre. N'em boa ket soñjet en tregerieg. Gwell e vije marteze displegañ perak e vez cheñchet ar gerioù bet skrivet gant ar re all a-raok difaziañ. A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 23 Gou 2016 da 19:52 (UTC)

Maesaer alaman[kemmañ ar vammenn]

Demat, Deoc'h da choût : "Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari." Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, pajenn 33. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Gou 2016 da 08:24 (UTC)

Mersi deoc'h. Hag ur vi-koukoug a oa ivez: maesaer e-lec'h mesaer. A galon--Teñsor Jambou (kaozeal) 29 Gou 2016 da 08:37 (UTC)
Mann 'bet 'vat.
maesaer, mêsaer [mɛˈsaɛr] -ien g. Den a vaesa un tropell. [...]. Geriadur Brezhoneg an Here, 2001, pajenn 879b. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Gou 2016 da 08:49 (UTC)
It da lenn Devri - maesaer ha Devri - mesa : dastum mez ; reiñ mez (d'ar moc'h) da zebriñ mar kirit.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Gou 2016 da 09:29 (UTC)
Mersi deoc'h. --Teñsor Jambou (kaozeal) 4 Eos 2016 da 05:27 (UTC)
Mann 'bet !--Prieladkozh (kaozeal) 4 Eos 2016 da 06:06 (UTC)

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey[kemmañ ar vammenn]

  1. This survey is primarily meant to get feedback on the Wikimedia Foundation's current work, not long-term strategy.
  2. Legal stuff: No purchase necessary. Must be the age of majority to participate. Sponsored by the Wikimedia Foundation located at 149 New Montgomery, San Francisco, CA, USA, 94105. Ends January 31, 2017. Void where prohibited. Click here for contest rules.

Seule... mais pas trop ![kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h, Pa oa bet lakaet ar pennad er rummad "Filmoù bet filmet e Breizh" ganeoc'h marteze e vefe dedennus resisaat pelec'h e oa bet troet ar film-mañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 08:37 (UTC)

Boñjour ha mersi deoc'h. Gwir eo, met ne'm boa ket soñj mat, ne'm boa kavet netra er rouedad, ne'm boa ket kalz amzer vak ha ne'm boa ket c'hoant da skrivañ sotonioù kennebeut. Bon, Bro Dreger pe Bro-Oueloù, Plouha ha lec'hioù all marteze. Klask a rin c'hoazh er rouedad. :D --109.211.55.70 13 C'hwe 2017 da 10:59 (UTC)

Sellit : Le Télégramme : « Seule, mais pas trop ». Bientôt au cinéma ?...--Prieladkozh (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 11:47 (UTC)

Mersi deoc'h! --Teñsor Jambou (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 12:43 (UTC)

Rakkentaennoù 'zo abaoe an 10 a viz Genver 2017 hervez ar sevenourez. Gwelet m'eus ar film d'an 11 a viz C'hwevrer. "Kinniget e deroù ar bloavezh 2017" e-lec'h "deuet er maez" neuze? A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 12:38 (UTC)

Sed amañ ar pezh emaon o paouez kavout : Dossier de presse - Vent d'Ouest Distribution...--Prieladkozh (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 12:51 (UTC)
Mersi deoc'h! A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 12:57 (UTC)

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey[kemmañ ar vammenn]

(Sorry to write in English)

Notennoù[kemmañ ar vammenn]


Reizh ar stêrioù[kemmañ ar vammenn]

Gourel eo anvioù ar stêrioù e brezhoneg : an Treñv, ar Potomak. Koulskoude eo benel ar ger stêr ... met n'eo ket kemmet ar yezh c'hoazh. 193.49.222.20 13 Meu 2017 da 12:20 (UTC)

Mil bennozh deoc'h. --Teñsor Jambou (kaozeal) 13 Meu 2017 da 12:24 (UTC)

Rummad:Stêrioù Sveden‎[kemmañ ar vammenn]

(Krouet eo bet ur bajenn c'houllo) → (Krouet ez eus bet ur bajenn c'houllo).--86.214.54.90 27 Meu 2017 da 09:51 (UTC)

N'eo ket goullo. https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:St%C3%AArio%C3%B9_Sveden --Teñsor Jambou (kaozeal) 27 Meu 2017 da 12:14 (UTC)
Ne skriver ket "(Krouet eo bet ur bajenn c'houllo)" met "(Krouet ez eus bet ur bajenn c'houllo)".--86.214.54.90 27 Meu 2017 da 13:05 (UTC)
Ne gomprenan ket. Ne'm eus ket skrivet: Krouet eo bet ur bajenn c'houllo. --Teñsor Jambou (kaozeal) 27 Meu 2017 da 13:48 (UTC)

Mard it da sellet ouzh ar bajenn "Degasadennoù an implijer" ([9]) e welot e oa bet krouet ar pajennoù "Rummad:Stêrioù Sveden", ... ha "Rummad:Stêrioù Zimbabwe" gant ar meneg (Krouet eo bet ur bajenn c'houllo). Ur fazi yezhadur a zo er meziant evit doare. Ma digarezit.--86.214.54.90 27 Meu 2017 da 15:31 (UTC)

Kompren a ran bremañ. :D --Teñsor Jambou (kaozeal) 27 Meu 2017 da 15:48 (UTC)

You are invited![kemmañ ar vammenn]

Celtic Knot Wiki Conference - logo.png
You are invited...
Wikimedia-logo.svg

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 22 Mae 2017 da 23:41 (UTC)

Comme un p'tit coquelicot[kemmañ ar vammenn]

Salud, Trugarez deoc'h va vezañ roet tro da gaozeal en-dro diwar-benn ur gaer a ganaouenn, e-touez ar re fromusañ e galleg... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2017 da 11:57 (UTC)

Salud deoc'h, "En-dro"? Da lâret eo? Mersi bras deoc'h evit bezan skrivet muioc'h war ar bajenn. Ne'm eus ket bet amzer vak a-walc'h en devezhioù tremenet evit klask skrivañ div linenn e-lec'h unan. --Teñsor Jambou (kaozeal) 20 Mez 2017 da 20:06 (UTC)

Marcel Mouloudji[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ho lezel a ran da gendelc'her gant ar pennad. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 14:13 (UTC)

Gallout a rit kendelc'her gant an tamm labour boulc'het ganin ha Lagad Zoltec mar fell deoc'h, evel-just. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Mez 2017 da 10:21 (UTC)
pep hini a labour evel a gar, pa gar, e-lec'h ma kar, hep aotre beleg meur ebet, hervez reolennoù wikipedia.

Boudeuse (1766)[kemmañ ar vammenn]

Salud, Sellit : WikiTimbres. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Gou 2017 da 08:07 (UTC)

Mersi deoc'h. A galon. --Teñsor Jambou (kaozeal) 8 Gou 2017 da 08:11 (UTC)
Mann 'bet 'vat !--Prieladkozh (kaozeal) 8 Gou 2017 da 09:21 (UTC)