Boudeuse (1766)
Neuz
| Boudeuse | |
|---|---|
Boudeuse e Bae Matavai e 1768 | |
| Anv | Boudeuse |
| Chanter | Indret |
| Douaret | Miz Mae 1765 |
| Moret | 25 a viz Meurzh 1766 |
| Peurechuet | Miz Gwengolo 1766 |
| Dizarmet | 1800 |
| Tonkadur | Dismantret d'ober keuneud |
| Dezverkoù | |
| Rummad | Fourgadenn |
| Danvez | Prenn |
| Hirder | 40,60 m (pont ar stellad)[1] 38,33 m (kein) |
| Treust[2] | 10,61 m |
| Kal[3] | 5,36 m |
| Strad[4] | 4,36 m (staon) 4,49 m (aros) |
| Dislec'hiad[5] | 1,030 t |
| Sammad[6] | 580 t |
| Kanolioù • Pont uhelañ • Divoradur |
32 26 x 12 lur[7] 6 x 6 lur |
| Obuzerioù | 2 x 36 lur |
Boudeuse ("Mouzherez") zo anv ul lestr-brezel gall hag a yae war vor etre 1766 ha 1800. Ur fourgadenn 32 ganol e oa, savet en Antr, e-kichen Naoned.
Anavezet-mat eo evel bag an ergerzher Louis Antoine de Bougainville etre 1766 ha 1769.
Trec'h e voe d'ar sloop HMS Weazel e 1779, d'an Alceste, hag all.
Dismantret e voe e 1800 evit ober keuneud evit fornioù baraerien.
Gwelout a reer anezhi, e kichen al listri Astrolabe, Boussole, Confiance, Hermione ha Grande Hermione, war ur plankennad timbroù bet lakaet e gwerzh gant La Poste e miz Even 2008.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) DEMERLIAC Alain, La Marine de Louis XVI : Nomenclature des navires français de 1774 à 1792, Omega, 1996 (ISBN 978-2-9063-8123-0)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An etrebourzh m'emañ ar stellad kanolioù.
- ↑ Treust : an hirañ treust a stalier eus an eil bourzh d'egile, alese ledander ul lestr, er verdeadurezh.
- ↑ Kal (an dour) : an hed a zo a-serzh etre al linenn-dour hag ar c'hein.
- ↑ Uhelder etre leur ha lein al lec'h ma mirer pourvezioù ha marc'hadourezhioù
- ↑ Pouez an tolzad dour a vez dilec'hiet pa red al lestr.
- ↑ Pouez an dafar a c'hall ul lestr dougen en e strad(où).
- ↑ 12 lur : pouez pep boled.