Sizhun ar Breur Arturo

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pajenn gentañ golo al levr bet embannet e 1971

Sizhun ar Breur Arturo zo un danevell hir bet savet gant Youenn Drezen hag embannet e-barzh niverenn 14 ar gelaouenn Al Liamm (Mae-Gouere 1949) da gentañ.

Dindan stumm ul levrig c'hwec'h pajenn ha pevar-ugent ennañ e oa bet embannet gant Al Liamm e 1971, en dastumad Studi ha dudi. Adembannet e oa bet e miz Genver 1990 gant Al Liamm c'hoazh hag e miz Gwengolo 2011 gant An Alarc'h embannadurioù.

Kontañ a ra ar skrivagner penaos e vo kemmet red buhez Kaourintin an Helgouarc'h (Breur Arturo e anv relijion) da-heul e gejadenn gant Palmira Manso y de la Torre en iliz ar gouent m'emañ an danvez lean war e studi.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]