Mont d’an endalc’had

Margherita Aldobrandini

Eus Wikipedia
Margherita Aldobrandini.

Margherita Aldobrandini , ganet e Capodimonte en 1588[1], marvet e Parma e 1646), a voe dugez Parma.

Margherita a oa merc'h henañ Gianfrancesco hag Olimpia Aldobrandini, nized d'ar pab Klemañs VIII. E 1599, pa ne oa nemet 11 vloaz, e voe dimezet da Ranuccio Iañ Farnese, ur gwaz 30 vloaz, evit ober ar peoc'h etre an tiegezhioù Aldobrandini ha Farnese, ha lidet e voe an eured gant ar pab e Roma[2]. Ranuccio a voe roet dezhañ un tamm brac a argouroù ouzhpenn emrenerezh dugelezh Parma, hag a oa un douar d'ar pab, stag ouzh an Iliz, ha fiziet en tiegezh Farnese.
Dre ma oa gwall yaouank ar plac'h e reas meur a golladenn. Kement-se a zalc'has war spered kredus Ranuccio ha kavout a rae dezhañ e oa bet sachet ar wallblanedenn ha taolet mallozhioù war he fried. Un tamm enklask a voe graet, ha kavet e voe e oa ur serc'h kozh d'an dug, Claudia Colla, an hini a oa kaoz[3]. Barnet e voe Claudia hag he mamm e 1611, ha kondaonet d'ar marv dre ma oant, a greded, sorserezed.

Pemp bugel o doe


  1. 1585
  2. 1600
  3. (it)Référence à Claudia Colla

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (it) Francesco Luigi Campari, Un processo di streghe in Piacenza (1611-1615), in: Bollettino Storico Piacentino, I, 1906, pp. 70–75. A-zivout prosez sorserezh Claudia Colla.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]