Kaozeadenn Implijer:Fulup/dielloù/2007
Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremañ, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)
- Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)
- Trugarez Fulup da vezañ respontet din. Eus an holl verourien n'eus bet nemedout o respont, zoken ma n'ez peus ket respontet rik war an danvez a oa e kinnig Neal.Iskomandant Marc'heg 3 C'hwe 2007 da 20:51 (UTC)
Digompren
[kemmañ ar vammenn]- Lavaret em eus ma soñj dija: ne gomprenan ket perak e vije ret derc'hel mort da Ceres pa ne reomp ket gant Saturn na Mercury...
- Lavarout a rez "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se". Poellek eo koulskoude, met marteze n'emaomp ket war dachenn ar poell amañ. Komz a ran eus ur poell douarel.
- Lavarout a rez "n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos": n'ouzon ket piv eo tud an egor, na peseurt yezh ofisiel o deus. Marteze zoken n'eo ket ar brezhoneg, mantrusat tra, marteze eo ar galleg zoken, pe ar saozneg.
- Marteze emaomp war dachenn ar poell egorel.
- Neuze em eus c'hoant da laret: yezh an egor en egor, brezhoneg gant Brezhonegerien an douar, ha pep ki mestr en e di
- Daoust da se, evel ma ne dalv ket ar boan ober brezel evit Jeruzalem, Kachmir, Naoned pe Xeres (ur banne sort-se a gavan mat ur wech an amzer) on prest da c'hortoz c'hoazh un toullad mizioù en ur ober van da studiañ ar gudenn (gant gortoz bloavezhioù ne vijen ket spontet ivez, abaoe ar c'heid m'emaomp o c'hortoz Naoned e Breizh!) da glask kompren perak eo ret deomp doujañ da Ceres ha n'eo ket doueez zoken.
- Met furoc'h marteze kas prezidantez an Ofis di da blantañ ur banell divyezhek Ceres/Keres? Gant ur c'hazetenner evit tennañ he foltred evit OF... OF COURSE. Joé ha leuiné.Bianchi-Bihan 30 Gen 2007 da 18:28 (UTC)
Unaniezh /unvaniezh
[kemmañ ar vammenn]amañ. A-hendall, marteze e c'hellfe Yun lakaat ar bot nevez d'ober war-dro ar c'hemm "Unvaniezh" > "Unaniezh" e pep lec'h all? Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:22 (UTC)
- Krog eo YunBot da labourat.--Yun (kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 20:28 (UTC)
- Echu eo.
- Sell aze ar pennadoù a zo bet kemmet : Degasadennoù/YunBot
- ar pajennoù a c'helli skarzhañ : Strollad Komunour an Unvaniezh Soviedel, Unvaniezh Soviedel, Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rummad:Oblastoù Emren an Unvaniezh Soviedel, Rummad:Republikoù an Unvaniezh Soviedel, Rummad:Unvaniezh Soviedel. --Yun (kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 23:19 (UTC)
- Echu eo.
OK. Trugarez. A galon. A galon. Klaod.Kadbzh 2 C'hwe 2007 da 20:30 (UTC)
Patrom Infobox bro
[kemmañ ar vammenn]Ur patrom nevez 'm eus krouet evit stadoù ar Bed : Patrom:Infobox bro. Daoust hag-eñ e c'hellfes gwiriekaat ar yezh? Gwirieka amañ ivez mar-plij : Patrom:Infobox bro/teul. Un taol esae am eus graet gant Etiopia. Trugarez dit, Benoni 2 C'hwe 2007 da 21:28 (UTC)
- OK! Trugarez bras dit! Benoni 3 C'hwe 2007 da 17:41 (UTC)
Implijerien faos
[kemmañ ar vammenn]Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:39 (UTC)
- N'ouzon ket. Evidon-me, e-keit ha ma ne blantont ket reuz, n'on ket gwall chalet. Petra a vez graet er wikioù all? Fulup 3 C'hwe 2007 da 21:13 (UTC)
- Ya, moarvat emañ ar gwir ganit...Benoni 3 C'hwe 2007 da 23:20 (UTC)
- Ya, a-du gant Fulup. Chalet n'on ket re gante, met souezhet ne lâran ket. Ne gomprenan ket perak e fellfe da unan bennak "dastum" seurt kontoù gant an aezet m'emañ hen ober. M'añfin, keit ha ma ne vez ket jeu gante e vefe gwell leuskel anezhe e peoc'h d'am soñj. Ouzhpenn-se, n'eus ket, me gav din, reolenn resis ebet o tennañ d'ar fed ma rankfe un implijer/ez gallout kompren brezhoneg d'an nebeutañ evit gallout sevel ur gont. Ret eo anzav ivez ez eus un nebeudig implijerion/ezed divrezhoneger bet krouet ur gont gante amañ evit gallout reiñ un tammig sikour gant troùigoù zo p'am bez soñj mat. Setu, a-du ganeoc'h-c'hwi ho-taou: diouzh un tu ne gavan ket reizh sevel kontoù toull a-seurt-se, ha diouzh an tu all avat ne welan ket perak o lemel kuit pe o stankañ keit ha ma chomfent sioul. Chaletoc'h e vezan me gant an dud hag a c'houlenn (e saozneg peurliesañ) bezañ troet ur pennad diwar-bnn o skol en ur gêriadennig e Pologn me me 'oar me, met un afer all an hini eo hennezh mac'hat.
--Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 09:20 (UTC)
Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour
[kemmañ ar vammenn]Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.
Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek
[kemmañ ar vammenn]Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)
Roll diazaez (anvioù gresianek
[kemmañ ar vammenn]Diazet-tre eo bet klask lakaat an dud da dizhout an disteañ emglevig diwar-benn ar c'hraf-mañ, dresit-holl an implijer bet savet ar muiañ a bennadoù gantañ war an dachenn resis-mañ (hep implijout ar memes kriterioù atav). Bewech ma seblant m'eo bet graet ur bazennig a-raok e ranker ober div war gul adarre... Skuizhus un tammig, rak betek ma vo bet tizhet un emglev ne vo ket tu da sevel ur roll dave ha neuze an dud ne oar ketr gresianeg n'hallo nemet ober diouzh o soñjpe c'hoazh chom hep krediñ ober netra. Dipitus un tammig an tem-mañ rak klasket am eus labourat warnañ dre lakaat an dud d'en em glevet diwar-benn ar boazioù bet implijet betek hen ha o unvaniñ met zoken an implijer bet savet ar pennadoù n'eo ket a-du evit unvaniñ ar c'hriterioù boasañ bet implijet gantañ e-unan. --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 16:42 (UTC)
Bianchi-Bihan lakaet war evezh
[kemmañ ar vammenn]Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. setu eilskrid ar gemennadenn:
Oberiant-kenañ out evit un den "diskroget diouzh al labour" evel ma embannas war da bajenn bersonel... Da lakaat a ran war evezh: arabat klask lakaat brud fall war implijerion/ezed zo, merourion pe get, dre livañ geveier (s.o. A-enep an Aotrounez a fell dezho kemm ar skritur war ar bajenn-mañ). Ma n'out ket gouest da difenn da sav-poentoù dre arguzenniñ poellek kentoc'h evit klask duañ ar re all hag a difenn sav-poentoù disheñvel diouzh da re dre klask lakaat ar gumunuezh da grediñ traoù faos e vo ret lakaat ac'hanout da sioulaat un tammig. Ar gwir en/he deus pep hini da difenn tra pe dra - nikun n'en deus ar gwir avat da blantañ reuz dreiñ kontañ geveier. Ha n'eo ket peogwir eo bet savet meur a bennad ganit (ha zoken ma vefent mil) ez pefe te ar gwir da divizout da-unan penaos ober. Ul labour a-stroill eo ar Wikipedia, gouez dit, gha kemeret e vez divizoù gant ar gumuniezh. Ne vez ket divizet seurt traopù gant ar verouerion, ha n'eo ket bet graet evel ma klaskez-te lakaat an dud da grediñ, met kentoc'h reiñ ur framm evit ma c'hello bezañ kemeret divizoù etrezomp-ni holl. --Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:59 (UTC)
Kartenn er pennad gwambiaeg
[kemmañ ar vammenn]Ne welan ket penaos dilec'hiañ ar gartenn. Diouzh am eus komprenet e ranker dilec'hiañ ar pik ruz da heul ar gartenn.--Yun (kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 20:37 (UTC)
Skeudenn "Evit sinañ"
[kemmañ ar vammenn]Ya, gallout a rin brezhonekaat ar skeudenn, met un tamm hir eo ar pezh a zo da skrivañ. Ha mat eo dit skrivañ Klikit amañ evit sinañ pe Klikañ amañ evit sinañ ? --Yun (kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 20:40 (UTC)
Kemennadenn - anvioù gresianek
[kemmañ ar vammenn]Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1
A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)
Kendiviz reolata war ar rummadiñ
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:50 (UTC)
An anv stêr Gwilen
[kemmañ ar vammenn]Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [1]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:12 (UTC)
Kemenn votadeg
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:18 (UTC)
lakat ur skeudenn, banniel kêr war pajennoù kêrioù
[kemmañ ar vammenn]Demat d'an holl, n'oaran ket penaos ober evit lakaat skeudennoù eus bannieloù kêr e-barzh an taolenn pajennoù kêrioù. Setu. Trugarez Jamy 25 Meu 2007 da 1:06 GM
kavet 'meus an dra se war ma fajenn "ma degasadennoù" : "diazezet war labour $1"
[kemmañ ar vammenn]Petra eo an afer-se?
--Jamy 25 Meu 2007 da 13:25 (UTC)
{{de}} on meta.wikipedia.
[kemmañ ar vammenn]Hi, you have created m:Template:De, but this is inconsistent in format with other m:Category:Language_icons. I created m:Template:De-lang for that purpose. What is {{de}} used for? If it is not a language icon, may you move it to another name? Please reply on my user talk page 201.231.12.139 14 Ebr 2007 da 05:39 (UTC).
- fixed. --Fulup 14 Ebr 2007 da 18:24 (UTC)
Vot digor evit kaout ur bureviad
[kemmañ ar vammenn]Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
Sifroù arabek
[kemmañ ar vammenn]According to a popular tradition, still tough in Egypt and North Africa, the “Arab” figures would be the invention of a glazier geometrician originating in the Maghreb, which would have imagined to give to the nine significant figures an evocative form depending on the number of the angles contained in the drawing of each one of them: an angle for the graphics of figure 1, two angles for figure 2, three angles for the 3, and so on:
We will have the following format:
[3]...
This remained after nine and zero as they are. Make turn around eight, six, five, four, three and one. Reverse number two and the figure of seven. The delivery of some of these forms to each other, without change in the arrangement, we get this form:
[4]...
This is an Arabic sentence meaning: My goal is calculation (وهدَفي حسابْ) in Kufi line (This name called on all lines, which tend to location and engineering). With that zero is the stillness.
In this ancient manuscript, we find the number two of its original form.
[5]...
To return at Alphabetic numerals Abjad we find that seven letters of this sentence وهدَفي حسابْ is units in the table of Abjad numerals (The Abjad numerals are a decimal numeral system which was used in the Arabic-speaking world prior to the use of the Arabic numerals). This is not a coincidence. Since the Abjad numerals were often employed to record the history of the events, the value of the sentence وهدَفي حسابْ is the date of the invention of these figures. 6+5+4+80+10+8+60+1+2 is 176. 176 hijri is 792, history very appropriate to put these figures.
Anvioù
[kemmañ ar vammenn]Mat e kavan Apollon, Apollonios, Kopernik, Galileo Galilei. Ma vez graet gant Hiparc'hos e ranker moarvat ober gant Aristarc'hos. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 08:27 (UTC)
Hoc'h ali mar plij
[kemmañ ar vammenn]Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)
Galv d'ar verourion
[kemmañ ar vammenn]Setu ur "galv" bet kaset da Gadwalan evel merour gant an implijer Bianchi-Bihan. Kavet am eus gwell e skignañ a-gevret gant ma respont d'an holl verourion evit ma vefe roet o ali gante. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:15 (UTC)
Galv d'ar verourien db Dionysos Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.
Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.
Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)
- Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
- Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
- Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
- Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
- N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)
Liammoù gant ar memes pennadoù e yezhoù all
[kemmañ ar vammenn]Salud deoc'h. N'ouzon ket hag-eñ eo bet graet ar goulenn-mañ ganeoc'h dija ha n'ouzon ket penaos klask, neuze emaon o vont da ober amañ memestra: penaos e vez graet evit ma vefe liammet ur pennad gant ar re zo bet savet war ar memes danvez e yezhoù all? Da lâret eo, ma 'meus savet ur pennad diwar-benn "Noz" da skwer, penaos ober evit ma vefe gwelet en tu kleiz eus ar bajenn al liammoù a gas d'ar memes pennad e saozneg, en alamaneg, e galleg, ha me 'oar-me? Trugarez Lughaidh 7 Eos 2007 da 22:23 (UTC)
Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij
[kemmañ ar vammenn]War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)
Afer merañ: da ali mar plij
[kemmañ ar vammenn]Stanket emañ ar c'hendiviz war implij ar stumm "aberzh" pe "aberzhidigezh" evit titl pennañ ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Daou sav-poent ez eus ha ne deuont ket a-benn da dizhout un emglev kenetreze evel ma weli o lenn ar gaozeadenn amañ Kaozeal:Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Reiñ ma ali evel merour am eus graet diouzh ma ferzh met n'eo ket trawalc'h war a seblant. Pediñ a ran ac'hanout neuze lenn aketus an arguzennoù bet degaset gant an daou du ha reiñ da ali war implij an eil ster pe egile evit dont a-benn da dizhout un tamm kenemglev ha mont e-bioù da adstagañ gant ur brezelig-embann. Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 11:04 (UTC)
Kemennoù: vot ha wikiarroud
[kemmañ ar vammenn]Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 14 Her 2007 da 20:36 (UTC)
Vot
[kemmañ ar vammenn]Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 00:01 (UTC) un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro, evel evit ar rouaned estren. --Fulup 14 Her 2007 da 20:57 (UTC)
- Ha ret eo kompren ez out prest da lezel ijinañ brezhonekadurioù evel Kaius ha Serj? Bianchi-Bihan 14 Her 2007 da 21:52 (UTC)
- Evit ar bibien ya, mont a rafen a-walc'h war an tu-se. --Fulup 14 Her 2007 da 22:16 (UTC)
- Lavaret peus e oa ar c'hiz brezhonekaat anvioù rouaned: prest out da dreiñ Juan Carlos? Bianchi-Bihan 14 Her 2007 da 22:24 (UTC)
Statud merour
[kemmañ ar vammenn]Salud Neal. C'hoant am eus bet da ouzhpennañ ur gemennadenn war kannadig ar verourien ha merzout a ran n'on ket gouest ken. Marteze eo bet kollet ma gwirioù merour ganin peogwir n'em boa ket kemeret perzh amañ pell zo. Koulskoude n'em eus ket resevet kemennadenn ebet ha pa wirian war roll ar marilhoù ne welan cheñchamant ebet evit ar pezh a sell ouzh ma statud. Kenderc'hel a ran da dreiñ etrefas ar wikioù dre Betawiki. Tu a vefe dit gwiriañ an afer-se hag adkadarnaat ma statud mar plij. Trugarez dit --Fulup 14 Her 2007 da 17:58 (UTC)
- E gwirionez ne gomprenan ket re vat petra a c'hoarvez, rak sañset e vefe ganit ar statud merour da viken nemet ma vefe tennet diouzhit evit un abeg resis bennak rak daoust ha ma c'hell bezañ reolennoù a seurt-se war Wikipediaoù all (war an hini e galizeg, da skouer), n'eus bet votet war ar raktres-mañ reolenn ebet o tennañ d'ar fed ma vefe kollet gante o gwirioù gantr ar verourion goude ur prantad hep oberintiz. Mont a rin da lakaat ur sell. Marteze ar bep gwellañ 'vefe tennañ kuit da wirioù merañ a-benn gallout o adkadarnaat adarre. Ro-me da soñj a-raok hen ober. Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Her 2007 da 08:44 (UTC)
- Aet on da adkadarnaat da wirioù merañ. Lâr-me hag-eñ ec'h a mat en-dro an traoù bremañ. Neal (Kaozeal) 15 Her 2007 da 08:49 (UTC)
Wikimammenn
[kemmañ ar vammenn]Setu ur gemenadenn war an davarn a c'hellfe dedennañ ac'hanout: amañ. Laouen vefen kaout da soñj d'an nebeutañ... Benoni (Kaozeadenn) 21 Her 2007 da 16:15 (UTC)
Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion
[kemmañ ar vammenn]evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 19:59 (UTC)
Analisis morfologico
[kemmañ ar vammenn]Hola! He empezado a trabajar sobre un analizador morfologico de la lengua Bretona, puedes encontrarlo aquí. Prueba el analisis de un parrafo de texto y mira los resultados. Si tienes preguntas, o sugerencias (p.e. herramientas), por favor enviame un correo. Creo que ya no hay analizadores para Breton (en software libre), pero si hay, dime donde están! Gracias (he escrito esta mensaje tambien en la pagina de utilizador de Implijer:Jañ-mai) - Francis Tyers 1 Du 2007 da 00:05 (UTC)
Bianchi-Bihan hag e frioù-faos
[kemmañ ar vammenn]Hiraet eo bet ganin stankadenn Bianchi-Bihan eus pemzekteiz evit bezañ krouet 11 fri-faos (d'an nebeutañ). Setu amañ ar frioù-faos a zo bet kavet dre ur wiriekadenn ip:
- Implijer:Bernez Bernioù
- Implijer:Tangi Gwegen
- Implijer:Shelley Konk
- Implijer:Alan Delo
- Implijer:Rufus
- Implijer:Nihil Obstat
- Implijer:Ab Ostol
- Implijer:Kergidu
- Implijer:Lola Kola
- Implijer:Alfoñs ar C'hlas
- Implijer:Alfoñs ar Werenn
An holl frioù-faos-se a zo bet stanket da viken evel-just, dre ma z'eo difennet groñs margodenniñ. Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 01:08 (UTC)
Evezhiadennoùigoù
[kemmañ ar vammenn]- Dister: Ar ger fri-faos zo un droidigezh personel ha ger-ha-ger diwar ar galleg, n'eo ket an holl a ra gant ar ger-se.
- Kavet e vez, war bajenn an 11 kenlabourer meneget, ar frazenn-mañ, bet lakaet jentil gant Benoni:
Stanket eo bet kont an implijer/ez-mañ abalamour d'an tagadennoù personel bet graet gantañ/i. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur.
- Pa glasker eus peseurt tagadennoù ez eus kaoz : ne gaver hini ebet. Abalamour da se e c’houlennan ma vo tennet ar gerioù-se, kontrol d’ar wirionez.
Bianchi-Bihan 30 Du 2007 da 02:08 (UTC)
Kelenn
[kemmañ ar vammenn]Gourc'hemennoù evit da raktres devezh furmadur da wikipedia!!! Emichañs e teuio kalz kenlabourerien nevez. Mat vefe menegiñ ar raktresoù all ivez (wikeriadur, wikimammenn ha wikiarroud), re nebeut a dud warno c'hoazh. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 17:10 (UTC)
An aotrou Bianchi-Bihan a zo kroget da gemm penn-da-benn ur bajenn hag a zo degemeret evel unan eus pennaennoù wikipedia. Seurt pajennoù na c'heller kemm sañset (dreist-holl pa z'int diwar-benn reolennoù boutin d'an holl wikipediaoù) nemet dre asant ar gumuniezh. Mat vefe d'am soñj dont en-dro war holl kemmoù Bianchi-Bihan ha goulenn digantañ lakaat e soñj war ar bajenn kaozeal. Mat vefe ivez, war seurt pajennoù, lakaat an hevelep patrom ha war ar wikipedia saosnek:
Politikerezh ofisiel Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ. |
Petra soñjez? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 10:17 (UTC)
- Er wikipediaoù all e c'haller kemm seurt pennadoù. Ha graet em eus bet , meur a wech.
- A-raok lakaat n'eus forzh petra n'eus forzh penaos n'eus forzh pelec'h e vije mat en ober 1° hervez pennreolenn ar c'henemglev, 2° en ur brezhoneg difazi. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2007 da 10:47 (UTC)
Classical Japanese
[kemmañ ar vammenn]Hi, I am 榎, a user of Japanese Wikipedia. Now, I have a request to you. Could you write a new article about Classical Japanese in Breton based on the English article or the Japanese article or the others, and then please put an External link to Wp/jpn-classical. A few sentences would be enough.--榎 7 Kzu 2007 da 04:14 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:44 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:18 (UTC)
Bianchi-Bihan war evezh
[kemmañ ar vammenn]Lakaet eo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh adarre, evit e emzalc'h dañjerus evit ar raktres dre vras. Displegañ a ran en un doare un tammig hiroc'h war e bajenn kaozeal. Tagañ a ra bemdez a ziou hag a gleiz (daoust ma n'em kinnig atav evel an hini taget), c'hoari a ra ar roñfl o lakaat ar merourien da goll amzer o rankout addisplegañ kant gwech an hevelep tra, na zouj ket d'ar c'hendivizoù reolata, hag all. Pa ya mat pep tra, e krou aferioù eus netra (da skouer: krouiñ ur rummad evned pa oar mat-tre ez eus ur rummad laboused - diverket en deus ar meneg rummad:laboused war meur a bajenn-, ha goude plantañ reuz peogwir e nac'h e vije kendeuzet ar rummad doubl krouet gantañ). Hag all, Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:29 (UTC)
Brezel Benoni
[kemmañ ar vammenn]Daoust ha gallout a rafe ur merour bennak lavarout da Venoni paouez da virout ouzh an dud da labourat war ar pennad Orestes mab Agamemnon hag Elektra merc'h Agamemnon. Trugarekaat.Bianchi-Bihan 30 Kzu 2007 da 11:19 (UTC)
- Met an holl a c'hell labourat war ar pajennoù-se, gant ma vo doujet d'ar reolennoù savet dre ar c'hendivizoù reolata (war an anvioù tud ha war treuzlizherennadur ar gresianeg da skouer)... Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:58 (UTC)
Bianchi-Bihan stanket
[kemmañ ar vammenn]Bianchi-Bihan a zo bet stanket ganin evit ur sizhunvezh. Gallout a rez sellet ouzh an abegoù war kannadig ar verourien pe war bajenn kaozeal Bianchi-Bihan. Gallout a rez hiraat ar stankadenn, reiñ da ali, pe goulenn muioc'h a ditouroù diganin war abegoù ar stankadenn. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 12:06 (UTC)