Kaozeadenn Implijer:Benoni/Diell 2
Egipt
Gourc'hemennoù evit da labour war Egipt, brav-kaer. Fulup 8 Kzu 2006 da 19:06 (UTC)
Kartenn ar Wikipedourien
- Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien vrezhonek. Mar fell dit bezañ warni e c'hallez goulenn amañ : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 15:23 (UTC)
kemenn merour: Troia/Troja - lakaat urzh war ar bajenn gaozeal
re dechet e vezer a-wezhoù war ar wikipeia-mañ d'am soñj da glask lakaat da dalvezout kaozeadennoù o ren war pajennoù all bewech ma sav ur gaozeadenn nevez diwar-benn un dra bennaket all en ur glask difennt ur sav-poent personel kousto ge gousto dre distreiñ warnañ atav bewech ma c'heller. Goulenn da ali a ran neuze a verour da verour diwar-benn ar bajenn gaozeal-mañ Kaozeal:Troia evit klask aezaat ar gomz diwr-benn tem ar pennad stag outi. Ne dilec'hien tra ebet me evit poent rakaon da vezañ tamallet ur wezh all da herzhel ouzh an dud da lâret o soñj ha me 'oar me. --Neal 10 Kzu 2006 da 12:01 (UTC) Trugarez. --Neal 10 Kzu 2006 da 12:48 (UTC)
Wikipedia:degemer, perak eo gwarezet ar bajenn bremañ ?
- Gwelet a ran az peus gwarezet pajenn degemer ar gumuniezh. N'on ket sur eo un dra vat. Mat eo d'ar muiañ a dud posupl kemer perzh er bajenn-mañ, a gav din. N'em eus ket gwelet e vije bet unan bennak o degas reuz warni nevez zo. Pa glasker degas kemmoù war ar bajenn e teu ur gemennadenn war wel a embann e ranker bezañ enskrivet evit gellout kemer perzh met ne lavarer ket e pelec'h e ranker en em enskrivañ. Perak eo bet prennet ar bajenn evit gwir ? Fulup 10 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)
- OK, cheñch a rin an droidigezh en etrefas neuze evit ma vefe splannoc'h. N'eus ket anv a en enskrivañ met a vezañ krouet ur gont. Fulup 10 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)
Kudennoù abalamour da doareoù-ober Bianchi-Bihan adarre
Eilet diwar: Kaozeal:Odisseus
- "Kroget em eus ar pennad Odisseus hag em eus gwelet e oa bet krouet ur skourr all teir eur goude dindan Ulises.
- Brav ha soutil e vefe harzhañ ar sach-disach, kuit da goll un tamm startijenn dre grouiñ bep eil stub.
- MP 10 Kzu 2006 da 19:35 (UTC)"
Istor ar penandoù-se:
- Odisseia 8 Kzu 2006 da 15:28 gant MP
- Odisseus 8 Kzu 2006 da 15:33 MP
- Ulises 8 Kzu 2006 da 18:17 Bianchi-Bihan
Ar gudenn:
N'eo ket amañ ur gudenn dibab ur stumm reizh ("Odisseus" pe "Ulises") met doare-labourat hag emdalc'h implijerion/ezed resis zo (liester pe unander, n'¡on ket re sur ivez e gwirionez rak posubl eo e vefe implijet lieskontoù).
Ne gomprenan ket re vat c'hoari Bianchi-Bihan - bewech ma vez kemennet dezhañ chom hep ober un dra bennak e rank hen ober diouzhtu ur wezh all e lec'h all. Displeget eo bet e ranker diverkañ hag enteuzeiñ pajennoù doubl. Gantañ e vez goulennet kaozeal atav ha koulskoude mar fell dezhañ ober un dra bennak e ra hep kaozeal. Amañ da skouer e vije bet ret lakaat un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad bet krouet dija "Odisseus " o c'houlenn hag-eñ e vefe gwell sevel ar pennad pennañ dindan an anv-se pe dindan an anv "Ulises" pe ar c'hontrol ha sevel adkasoù kenetreze.
Reuz emañ o lakaat er gumuniezh dre e emzalc'h o labourat hep tamm spered skipailh ebet evel ma c'hell pep hini ober diouzh e soñj war ur raktres a-stroll.
Diseven eo bet an implijer-mañ, ne douj ket d'ar reolennoù, tagañ a ra implijerion/ezed all ez-personel e lec'h arguzenniñ evit difenn e sav-poent.
N'eus ket nemedon bremañ war a welan hag a zo aet skuizh gant e doareoù war ar raktres-mañ. Ouzhpenn-se n'on ket sur ne vefe ket implijet meur a gont gantañ evit mergodenniñ, met n'on ket deuet a-benn da gaout prouennoù c'hoazh.
Petra ober? Ezhomm am eus kaout ali merourion all rak a-hendall e vo tamallet din ober bezañ tuek.
Naetaet eo bet e bajenn gaozeal gantañ nevezig 'zo (hep he diellaouiñ evel ma oa bet kinniget dezhañ ober). Setu, evit goût hiroc'h e ranki mont war istor ar bajenn-se d'ar 7 Kzu 2006 da 18:19
--Merour (N) 10 Kzu 2006 da 20:26 (UTC)
ur pennad nevez evit ar pennadoù eus an dibab
ne gomprenan ket perak az peus savet ur pennad all pa oa dija unan anvet Wikipedia:pennadoù eus an dibab gant ul liamm war pajenn gentañ ar wiki? Fulup 10 Kzu 2006 da 21:36 (UTC)
- Koulskoude az poa labouret warnañ e miz C'hwevrer! M'eus aon ez eus re a bennadoù war ar wiki-mañ dija! A-wechoù en em c'houlennan penaos e ra ar saoznegerien evit dont a-benn da grouiñ pennadoù nevez n'int ket bet krouet dija a-raok... Fulup 10 Kzu 2006 da 21:52 (UTC)
Binachi hag e bennadoù doubl
Ma, laosket em eus un evezhiadenn war bajenn gaozeal Bianchi. Gwelet e vo. Fulup 11 Kzu 2006 da 21:04 (UTC)
Mediawiki
Ya, re wir, digarez, me eo zo faziet. Kavout a rae din e oa ur sifr da zont dirak ar menegoù-se. 'Rez ket bil, adlakaat a ran evel az poa lakaet. , digarez c'hoazh ha trugarez da vezañ reizhet ar frazennoù-se. Fulup 11 Kzu 2006 da 21:52 (UTC)
- N'eo ket re ziaes met hir ha padus eo hag ouzhpenn-se alies n'ouzer ket pelec'h ha pegoulz en em gavo war ar skramm ar pezh a droer, ar pezh zo skoemp. Ingal e vez renevesaet an etrefas ganto. Bloaz zo em boa troet 100 % hag e deroù ar bloaz e oa bet adlakaet tost pep tra e saozneg (taol skubellenn vras). Pep tra a oa da adober. Graet em boa ar pep mallusañ (an etrefas boutin) met n'em boa ket bet an nerzh da adkregiñ tout ma labour a oa bet kaset d'ar blotoù e-kerzh un nozvezh (roud eus an dra-se a gavi war Wikipedia:Kannadig ar verourien (lenn Taol-kurun disul (26 C'hwevrer 2006)). Bremañ emaomp gant 52% eus an etrefas troet. N'emaomp ket re fall e-keñver keidenn ar yezhoù all pe teknikeloc'h eo an troiennoù a chom. Muioc'h a ditouroù amañ : [1]
Fulup 11 Kzu 2006 da 22:24 (UTC)
Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek
Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an ti-chopin (amañ[2]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres. --Neal 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)
- D'am soñj e vije gwelloc'h sevel ur bajenn tabut a-ratozh evit kement-mañ... Ha kelaouiñ e Porched ar gumuniezh... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)
- gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!
--Neal 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)
- War ar bajenn e vo tu lakaat ur vot war un diviz hollek war treuzkrivadur war ar wiki-mañ eus an anvioù divoutin a orin gresianeg... Met dit eo da wellet. N'on ket arbennig war seurt kudennoù... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:17 (UTC)
Merour nevez
kloz e vo ar votadeg hiziv. ober a ri-te war-dro disklêriañ ar merour-nevez ar wezh-mañ hag ober a rin war-dro naetaatm pajenn ar votadeg hag he diellaouiñ ha pennañ? --Neal 14 Kzu 2006 da 18:38 (UTC)
YunBot
Trugarez dit evit an ditour. Hervez am eus komprenet e ranker kaout asant ar Wikpedia brezhonek (sevel ur votadeg) a-raok goulenn ar statud Bot gant ur steward. --Yun 20 Kzu 2006 da 05:55 (UTC)
- Setu savet ar bajenn Wikipedia:Bot ganin evit doujañ d'ar reolennoù embannet war ar metawiki.--Yun 20 Kzu 2006 da 18:35 (UTC)
Gregach, adarre
N'an ket da derriñ da revr na da glask laou ez penn pa labourez, ha pa zibabez da-unan anvioù da bennadoù. Neuze, mar plij gra kemend-all. Ma ne ran ket gant ar gerioù dereat hervezout-te-te, n'eo ket ma ali. A dalv ken ker. Neuze, unan a zaou:
- pe e rez al labour em lec'h (chom a ra un 300 pennad da sevel ma'z out prest d'ober),
- pe e laoskez ac'hanon e peoc'h, an hini a ren war an douar evit an dud a volantez vat.
Nedeleg Laouen. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2006 da 16:46 (UTC)
Mat-tre. Peogwir n'eo ket mat ar ger am eus lakaet, ha peogwir n'eus ket droed da douch, e vo tennet an holl gemmoù lakaet ganin er pennad, a zo pell da vezañ echu: bez ez eo unan eus ar pennadoù niverus chomet a-skourr gant ar boulc'her (evel gresianeg, kroget mil bell zo) ha ne vint ket echu biken gantañ. Na ganin. Gwell ganin mont da lec'h all. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2006 da 17:24 (UTC)
N'eus nemet un doare da stankañ un den
Respont a rin d'az lizherig:
- Lakaet out bet war evezh ganin abalamour d'az emzalc'h hiniennel hag enep ar gumuniezh e keñver yezhoniezh ha dibaboù envel ar pennadoù.
Ne welan ket petra am eus graet "enep ar gumuniezh".
- Kudennoù oa bet dija ganit da mare ar c'hendiviz evit envel an departamantoù.
Ya sur! Savet ganin un 90 pennad. Gwelloc'h e vije bet din chom hep ober? Te az pije savet anezho em lec'h?
- Perak na gemerez ket perzh er c'hendivizoù reoliata, amañ da skouer?
Ne respontin nemet dirak ma alvokad.
- Perak e tibabes labourat atav war tachennoù ma vezer o klask kavout un emglev.
Perak e teuez da glask laou em fenn pa vezan o labourat? Evit lakaat al labour da baouez? Ne gavez ket traoù all d'ober?
- Wikipedia a zo ur raktres a stroll, ha da emzalc'h hiniennelour a lak reuz er raktres-se,...
Wikipedia zo ur raktres da sevel pennadoù: tud a sav anezho, re all a c'hoari mirout outo da labourat hag ober reuz (troienn vrezhonek).
- ...pa ne selaoues morse ar c'huzulioù a vez roet dit gant ar wikipedourien all
"kuzulioù" roet ganit, ne welan ket pere.
- hag e atizes atav an tabutoù.
Gwir eo : o sevel pennadoù!
- Ma kendalc'hes war an hent-se e vi stanket
E brezhoneg yac'h, evit stankañ un den e ranker lakaat un ibil en e doull. Eus se emaout o komz? Bianchi-Bihan 28 Kzu 2006 da 04:13 (UTC)
- Na respontes da hini ebet eus ma goulennoù... Ar gudenn bras n'eo ket e laboures, met e laboures atav war tachennoù gant kudennoù o tennañ da envel ar pennadoù. Gwelloc'h vije dit kemer perzh er c'hendiviz reoliata ha gortoz vije echu ar c'hendiviz-se a-raok sevel pennadoù war Gresia. Miliadoù a temoù all a zo a c'helles labourat warno. Perak na laboures ket war al lennegezh henvrezhoneg da skouer? Den na yelo da glask laou dit war an dachenn-se...Benoni 28 Kzu 2006 da 11:14 (UTC)
Demokratelezh
[[3]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:00 (UTC)
Ma kerez adsevel skeudenn Adonis... Bianchi-Bihan 1 Gen 2007 da 23:45 (UTC)
Svedeg
Trugarez dit. Mat eo bremañ.--Yun (kaozeal) 4 Gen 2007 da 18:49 (UTC)
Bloavezh mat
... ha gallout a rafes tennañ ar simbol (ne laran ket "steredenn velen" rak goude mac'h eo melen n'eo ket ur steredenn) a zo bet skoet din war ma fajenn ha ne gavan ket brav ken er bloaz-mañ? Trugarekaat, ha yec'hed a-hed hag a-dreuz.Bianchi-Bihan 4 Gen 2007 da 19:02 (UTC)
Bloavezh mat
Ur Rummad:Politikerezh Belgia a oa dija: pegiz diskoulmañ? A galon. Klaod.Kadbzh 5 Gen 2007 da 12:57 (UTC) OK. A galon. Klaod. Kadbzh 5 Gen 2007 da 13:20 (UTC)
- Fent adarre: http://fr.wikipedia.org/wiki/Discussion_Utilisateur:Alvaro ClaudeLeDuigou 6 janvier 2007 à 12:34 (CET)
Patrom:Peurunvan
Ya, ober a ray YunBot war-dro al labour-se. Kregiñ a ray hiziv ha lavarout a rin dit pa vo bet diverket {{Peurunvan}} en holl bajennoù gantañ. A-galon. --Yun (kaozeal) 7 Gen 2007 da 17:05 (UTC)
- Tennet eo bet ar patrom "Peurunan" diouzh an holl bennadoù nemet unan : Carlos Torre hag a zo bet gwarezet. Menel a ra c'hoazh war un nebeud pajennoù all (rummadoù, pajennadoù "kaozeadenn", pajennadoù "kaozeal", pajennadoù skoazell ha pajennoù "Wikipedia". Setu aze ar roll anezho : Dibar:Whatlinkshere/Patrom:Peurunvan. --Yun (kaozeal) 8 Gen 2007 da 16:10 (UTC)
- Ne deuan ket a-benn d'e dennañ ganin diouzh ar pennad Carlos Torre. piv a gompren petra a c'hoarvez hant ar pennad-mañ?
--Neal (Kaozeal) 8 Gen 2007 da 17:21 (UTC)
Brezhonekaat
Kavet em eus kement-mañ: Ma glaskoc'h ar strollad dizalc'hour katalan, gwelet Esquerra Republicana de Catalunya.
Me garje e vije brezhonekaet, ha skrivet: Ma klaskit... kit (pe mont) da welet... Bianchi-Bihan 8 Gen 2007 da 04:55 (UTC)
reizhet eo bet (e brezhoneg e oa dija, neuze ne oa ket bet tu d'e vrezhonekaat...). Aezetoc'h e vije bet e reizhañ ma vije bet meneget ar pennad resis (Erc) - n'eus forzh penaos, gallout a reer reizhañ seurt fazioù yezh war-eeun hepmuiken pe un ul leuskel un displegadennig war ar bajenn gazoeal pe c'hoazh er vouestig "Diverrañ". Merour (Neal) (Kaozeal) 8 Gen 2007 da 09:23 (UTC)
Planedennoù
Mar plij, paouez da lavarout n'eus forzh petra war an danvez-se, ha paouez klask digalonekaat ar re a glask ober un dra bennak war an danvez-se, pa ne daolez ket pled zoken eus ar pezh a skrivont. Gwelet ivez an Ti-chopin.Iskomandant Marc'heg 9 Gen 2007 da 20:02 (UTC)
afer anvioù brezhonek planedennoù zo
Kaset eo bt ar gerig-mañ d'an holl dud bet roet o soñj betek-hen diwar-benn afer anvioù ar planedennoù e brezhoneg. a-raok mont pelloc'h e fell din disklêrian ec'h eo ingal din ez personel penaos e vo graet eus ar blanadenn-mañ'r-blanedenn e brezhoneg rak n'on ket ur mailh war an tachenn ar steredoniezh na tamm ebet. Chalet on un tammig avat gant ar prim ma c'hell an traoù vont war hent an tagadennoù personel e lec'h sevel arguzennoù poellek evit difenn sav-poent pep hini. Goût mat a ran an aezet e c'hell bezañ tagañ ha bezañ taget, peurliesañ hep ober a-ratozh dreist-holl pa vez kemmet, a-wezhoù re vuan all, titl ur pennad bet savet ganit... Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. Pa vez displeget arguzenniñ pep hini e ranker klask arguzenniñ en un doare poellek atav, hep fuloriñ hag hep tagañ tud all en un doare personel. Bez' e c'heller bezañ a-enep da sav-poent unan bennak, zoken ar re sotañ. hep o zagañ ez-personel. Evit achuiñ, fellout a ra din ivez lâret e kav din o devez implijerion/ezed zo re a aon rak ar verourion. E gwirionez n'int nemet implijerion/ezed orin gante un nebeud galloudoù ispisial (nebud-tre e gwirionez hag hepte ne vefe ket tu d'ar raktres en em difenn rak taolioù-vandalerezh. Aze emaint evit sikour an dud, ha n'eo ket evit feukiñ anezhe. Ar gwir o dvez ar verourion avat, dres evel an implijerion/ezed all, da gemer perzh e pep kaozeadenn hervez o c'hoantoù, met ma kemeront perzh n'hallont ket lakaat da dalvezout o gwirioù-merañ war an aferioù resis-se. Ra vo kavet un diskoul evit afer anvioù ar planedennoù. A galon,Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:07 (UTC)
Respont: Rummadoù politikerezh
Respontet dit amañ. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 17:28 (UTC)
Adkas
N'ouzon ket ober un adkas: adalek Krisomalos da Maoutken aour. Trugarez. Bianchi-Bihan 16 Gen 2007 da 18:01 (UTC)
etrefas
- Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh a oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:57 (UTC)
patrom bro
- Setu, lakaet em eus bzg e-lec'h bzhg zo boazietoc'h, arouez e-lec'h simbol, Roll e-lec'h Listennad (berroc'h), kêr-benn e-lec'h kêrbenn, boazietoc'h ivez, reizhet un nebeut fazioù reizhskrivañ, lakaet Feur (indice, taux) e-lec'h Meneger (index), ha kempennet ul liamm bennak (UTC). Spi am eus e vo mat dit evel-se. Dont a ra brav ar patrom-mañ a hend-all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 10:36 (UTC)
Implijerien faos
- respontetamañ Fulup 3 C'hwe 2007 da 21:15 (UTC)
Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour
Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.
Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek
Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)
Kinnig votiñ (anvioù gresianek)
Salut! Savet am eus graet ur c'hinnig kentañ (e traoñ ar bajenn-mañ)evit bezañ votet war e benn war-lerc'h a-divout an doare da verzhonekaat anvioù divoutin henc'hresianek. Ha gallout a rafes-te ober war-dro brudañ ar c'hinnig kentañ-se war ar pajennoù kemenn boas (pajenn degemer, h.a.) ha marteze sevel ur bajenn a-ratozh evit ar c'hinnigoù hag a deuio da vezañ pajenn ar votadeg da c'houde en ur reiñ da c'hoût e c'hell an neb kinnig kemmañ ar c'hinnig kentañ evit e wellaat ha/pe ledanaat hag ivez sevel kinnigoù disheñvel evel-just? Trugarez, Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:32 (UTC)
Bianchi-Bihan lakaet war evezh
Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. setu eilskrid ar gemennadenn:
Oberiant-kenañ out evit un den "diskroget diouzh al labour" evel ma embannas war da bajenn bersonel... Da lakaat a ran war evezh: arabat klask lakaat brud fall war implijerion/ezed zo, merourion pe get, dre livañ geveier (s.o. A-enep an Aotrounez a fell dezho kemm ar skritur war ar bajenn-mañ). Ma n'out ket gouest da difenn da sav-poentoù dre arguzenniñ poellek kentoc'h evit klask duañ ar re all hag a difenn sav-poentoù disheñvel diouzh da re dre klask lakaat ar gumunuezh da grediñ traoù faos e vo ret lakaat ac'hanout da sioulaat un tammig. Ar gwir en/he deus pep hini da difenn tra pe dra - nikun n'en deus ar gwir avat da blantañ reuz dreiñ kontañ geveier. Ha n'eo ket peogwir eo bet savet meur a bennad ganit (ha zoken ma vefent mil) ez pefe te ar gwir da divizout da-unan penaos ober. Ul labour a-stroill eo ar Wikipedia, gouez dit, gha kemeret e vez divizoù gant ar gumuniezh. Ne vez ket divizet seurt traopù gant ar verouerion, ha n'eo ket bet graet evel ma klaskez-te lakaat an dud da grediñ, met kentoc'h reiñ ur framm evit ma c'hello bezañ kemeret divizoù etrezomp-ni holl. --Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:59 (UTC)
Kumunioù ka kantonioù Liger-Atlantel
Demat. Trugarez. O vont da labourat war ar c'humunioù hag ar c'hantonioù emaon. A galon. Klaod. Kadbzh 5 C'hwe 2007 da 10:19 (UTC)
Kemennadenn - anvioù gresianek
Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1
A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:46 (UTC)
Kempenn ar c'hinnigoù (votadeg)
O klask kempenn hag eeunaat ar c'hinnigoù on bet evit ma vefe sklaeroc'h war-lerc'h an dibaboù da geñver ar votadeg ur wezh digoret. Setu, klask a ran da asant evit kenteuziñ ar c'hinnigoù 8 ha 9 bet graet ganit gant ar c'hinnigoù 2 ha 5 oc'h ober dave d'ar memestra d'am soñj hag evit kendeuziñ da ginnig niv. 12 gant ar c'hinnig niverenn 3. Hag a-du out?ç Merour (Neal) (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 11:50 (UTC)
Trugarez
Mont a ra war-raok tamm-ha-tamm. Keuz 'm eus avat o welet n'eo ket deuet c'hoazh muioc'h a dud bet labouret war an dachenn-mañ da reiñ o ali, met n'heller ket o rediañ evel-just. Arabat dezhe klemm war-lerc'h mar ne blij ket dezhe an disoc'h. Betek pegoulz e vefe mat kender'chel gant ar c'hinnigoù a-raok digoriñ ar votadeg da vat hervezout. N'on ket chalet gant ma pado ur sizhunvezh pe div, met ret diwall memestra da chom stanket en un hent-toull evel an hini ma vez klasket dont er-maez outañ memestra. A galon, Neal (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)
A-du gant...
Salud dit, ha trugarez evit da c'herig degemer. Emaon o paouez lakaat ma anv evit kenlabourat en un doare "ofisiel" evit Wikipedia. Lakaet on un tamm diaes gant ar patrom a vez implijet evit merkañ e vezer a-du gant ur mennozh bennak er "pajennoù implijer". Skrivet e vez "A-du on (gant...)" pa vefe ret skrivañ "A-du emaon (gant...)" (pe gwelloc'h choazh : "sevel a ran a-du gant..."). Da skouer "A-du emaon gant dishualded Tibet". An tu a verk ul lec'h ha pa vefe difetis penn-da-benn en degouezh-se. skouerioù niverus zo :
_ "Sonj eman da vam a-du ganit" (PIPI GONTO II 43)
_ A-du gant an Dispac'h emedo ar veleien. Istor Hañveg, gant Herve ar Menn p. 98
_ Ma n'emañ ket Doue a-du ganeoc'h emaoc'h koll. Feiz Ha Breiz, 1921 p. 207
_ N'emañ ket al Lezenn a-du ganimp. Intron Varia Garmez p. 264
Penaos ober evit kemm an dra-se?--Kadwalan 12 C'hwe 2007 da 16:19 (UTC)
- Me ivez am boa meneget ar poent yezhadur-se da Venoni tost da vloaz zo bremañ, amañ.Rognogno 12 C'hwe 2007 da 17:00 (UTC)
Re wir eo ar pezh zo bet skrivet gant Kadwalan ha gant Rognogno amañ. Ne oa ket bet taolet evezh ouzh evezhiadenn Rognogno warlene, siwazh. Daoust ha graet e vo un dra bennak ar wech-mañ ? --Llydawr 12 C'hwe 2007 da 20:46 (UTC)
- Ho kompren a ran, met ret eo ober gant stummoù displeget "emañ"? E Bro-Dreger ne vezont ket implijet atav ha diazet da Dregeriz goût penaos o implijout (dianav ar stummoù gant "edo" penn-da-benn). N'eo ket ur c'hinnig na sevel a-du gant hini pe hini a ran, met sevel ur goulennig n'eo ken (em c'houlenn kentoc'h a-vouezh uhel). Ha hepleg e c'hellfemp bezañ war seurt krafoù-se?
--Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 17:15 (UTC)
Un toullad mat a draoù all zo evel-se da reizhañ. Ne gavan ket fur ivez mont da glask Tregeriz evel digarez, pa ouzer e reont gant emañ/emaint. Nag evit argas edo, a lakaan em fennadoù. Un dra avat zo mat da gemer e brezhoneg Treger (nemet e vije anavezet ivez e lec'h all?) : Kompren a ran ac'hanout (ar gerioù, ar yezh) ha kompren a ran ennout (da betra e rit, pe en em zalc'hit evel-se). Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2007 da 18:16 (UTC)
- Kav a ran iskis seurt kaozeadenn war pajenn personnel un implijer, dreist-holl pa n'em eus savet nemet ul lodennig eus ar pajennoù rebechet din. N'emaon ket o vont da zisplegañ deoc'h amañ penaos e ya en-dro ar wikipedia: pa fell deoc'h cheñch un dra bennak pouezus en ur bajenn ez eus ar bajenn "kaozeadenn" evit en lavar. Ma na sav den ebet a-enep o evezhiadennoù n'o peus nemet cheñch. Hag evit kudennoù reizhskrivañ ha yezhadur e c'heller cheñch war eeun... Setu kemmit ar pezh a fell deoc'h kemm ha mat pell 'zo... A galon, Benoni 12 C'hwe 2007 da 22:21 (UTC)
Da vignon kozh zo bet er vro
[[4]]. Kergidu 16 C'hwe 2007 da 19:25 (UTC)
- Ya siwazh... Na gomprenan ket re e c'hoari...Benoni 16 C'hwe 2007 da 19:30 (UTC)
- D'am soñj e krog tud zo da c'hoari alies dre amañ. Darn a c'hwezhez o frioù dezho. Darn all a zegemerez gant an tapis ruz. Kompren a garfen. Kergidu 1 Meu 2007 da 08:29 (UTC)
Re/Ra
Trugarez da deuler ur sell ouzh ar gaozeadenn--Kadwalan 21 C'hwe 2007 da 01:17 (UTC)
Rummad:Doueez. da zistruj. ober a ran gant al liester amañ.Bianchi-Bihan 24 C'hwe 2007 da 00:29 (UTC)
Tizian
Mirdi brezhonek wikipedia a ginnig bremañ 27 a daolennoù (24 +3), ur blijadur d'an daoulagad. Trugarekaat.Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2007 da 17:13 (UTC)
Sikour: Gwareziñ ur bajenn
kaer am eus klask stankañ ar bajenn gaozeal stag ouzh ar vot diwar-benn an avnioù divoutin e gresianek met ne deuan ket a-benn rak n'ouzon ket petra skrivañ er "prantad". --Neal (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 06:19 (UTC)
Mat eo. Deuet on a-benn. --Neal (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 09:31 (UTC)
An anv stêr Gwilen
Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [5]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:13 (UTC)
Kemennadenn da vezañ embannet ez-ofisiel
Salut. Daoust hag e c'hellfez embann ar gemennadenn-mañ war ar bajenn-kemennadennoù ofisiel mar plij (n'em eus ket soñj ken e pelec'h emañ). Trugarez:
Vot diwar-benn an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek
Digor e vo ar bajenn-mañ etre ar 26 a viz C'hwevrer betek ar 1añ a viz Meurzh evit resisaat ar c'hinnigoù war ar stern hag evit reizhañ fazioù yezh.
N'eo ket digor c'hoazh ar votadeg hec'h-unan c'hoazh avat. Digor e chomo ar votadeg da vat etre ar 1añ a viz Meurzh 2007 betek ar 15 a viz Meurzh 2007
--Merour (Neal) (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 09:32 (UTC)
Kemenn votadeg
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:11 (UTC)
Istor Gwitreg
Bonjour,
Je me permets de parler en français puisque c'est la langue maternelle de nous tous... même si c'est sur le wikipédia brittophone. J'ai fait un article en français sur l'histoire de Gwitreg car je ne connais pas le breton... Alors si votre choix est d'éliminer purement et simplement mon résumé, votre Wikipédia ne s'enrichira que par l'intermédiaire de votre petit groupuscule bretonnant... Le mieux serait peut-être d'utiliser votre connaissance de la langue et de traduire ce résumé... Hé oui, Wikipédia est une communauté, ce qui sous entend «entraide»! C'est aussi dans l'intérêt de tous...
Merci de votre compréhension.
- Pour une fois, et dans un esprit de cordiale camaraderie, je me chargerai de cette traduction du texte que vous proposez, à mon rythme (comme dans l'article du wikipédia français il y manque mention de Pierre Landais). Mais comprenez que je laisserai cette liberté à d'autres à une prochaine occasion. Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 14:50 (UTC)
Kendalc'h
Evit kendelc'her gant ma soñj a oa war pennad an ti-chopin, keñveriañ gant ar pezh a zo e dibenn ar pennad-mañ roñfl ("arabat boueta"). Perak e kav dit e oa bet lakaet ar gemennadenn-se gant an den, war da bajenn dit-te?Rognogno 3 Meu 2007 da 21:51 (UTC)
Taolennoù
Salud. Trugarez. Graet am boa get patrom "Kumunioù Breizh" evit Dukark, neuzen e weler "Kumunioù Breizh" e titl an daolenn. Lakaat Dukarkiz da Vreizhiz ne zisplij ket din (tavarnioù, tud ha meurlarjez ag ar choéj du-hont). A galon. Klaod. Kadbzh 4 Meu 2007 da 21:03 (UTC) Siwpêr! Kadbzh 4 Meu 2007 da 21:21 (UTC)
- Ya, gwelet em boa an dra-se met ne oan ket deuet a-benn da implijout ar patrom-se, koulskoude em boa graet ur traoù heñvel evit Stadoù SUA.Rognogno 6 Meu 2007 da 12:52 (UTC)
- Gwelet a rez petra 'ro ar patrom infobox evit ar broioù? [6] Dister eo an titouroù. Penaos eo ret ober?Rognogno 7 Meu 2007 da 20:34 (UTC)
- A ma! Evit gwir e kave din e oa bet savet ar patrom bro evel an hini am boa savet evit Stadoù SUA, da lavaret eo tapout an hini saoznek, treiñ hepken, hag e cheñche an titouroù (sifroù, prezidant...) ent-aotomatikel pa veze cheñchet an traoù war ar wiki saoznek.Rognogno 8 Meu 2007 da 12:31 (UTC)
- Gwelet a rez petra 'ro ar patrom infobox evit ar broioù? [6] Dister eo an titouroù. Penaos eo ret ober?Rognogno 7 Meu 2007 da 20:34 (UTC)
Troet fall adarre gant Kupidon en e gousk. Ha ne zihunfe ket!Bianchi-Bihan 9 Meu 2007 da 22:49 (UTC)
Kumunioù L.A.
Brav e teu ganeoc'h! Klask a rin heuliañ ho skwer. Prest on da genderc'hel gant ar c'humunioù. Kroget 'vo ganin gant kumunioù diwezhañ listenn ar c'hantoniù. Roit ho soñj m.p. A galon. Klaod Kadbzh 12 Meu 2007 da 09:23 (UTC)
- OK. Ma soñj a oa sevel ar goulenn. Trugarez. A galon. Klaod.Kadbzh 13 Meu 2007 da 17:58 (UTC)
Patromoù
Demat. Afer 'vo eus patromoù a-zivout kêrioù Potrugal ha Stadoù Brazil. Trugarez en a-raok A galon. Klaod. Kadbzh 15 Meu 2007 da 19:03 (UTC)
Aet skuizh
Kae da welet ar pezh am eus skrivet amañ [7].Rognogno 26 Meu 2007 da 14:49 (UTC)
Daou dra
- Unan bihanik: skrivet 'teus "Merour hon". Taol ur sell. Difaziet Benoni 4 Ebr 2007 da 17:35 (UTC)
- DB an istor: mat e vije kempenn ar rummadoù : rummadoù evel Rummad:Istor an XXvet kantved a vije talvoudusoc'h eget Rummad:Tud, re garget d'am soñj. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 08:39 (UTC)
- D'am soñj eo arabat mont re vuan memes tra, n'eus ket mall, ha gwelloc'h goulenn ali an dud all. Hon mignon KaD a seblant troet gant ar rummad-se: tud all ivez? Kemeromp amzer d'en em soñjal.Bianchi-Bihan 4 Ebr 2007 da 17:53 (UTC)
Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w or EN wiki? Only 3-5 sentences enough. Please.
PS. Article about Kurów is already on 157 languages. If you do that, please put interwiki link into English version. If your village/town/city hasn't on PL wiki, I can do article about it. Pietras1988 TALK 6 Ebr 2007 da 13:18 (UTC)
Taolenn: ne zeuan ket a-benn! Sikour m.p. A galon. Klaod.Kadbzh 8 Ebr 2007 da 18:25 (UTC)