Carlos Torre
Carlos Torre | |
---|---|
Carlos Torre e 1925 | |
Anv | Carlos Jesús Torre Repetto |
Ganedigezh | 29 Du 1904 Mérida, Mec'hiko |
Marv | 19 Meurzh 1978 Mérida |
Broadelezh | Mec'hikan |
Micher | C'hoarier echedoù |
Live | Mestr Meur Etrebroadel (1977) |
Carlos Jesús Torre Repetto (Mérida, Yucatán, 29 a viz Du 1904 – idem, 19 a viz Meurzh 1978) a oa ur Mestr Meur Etrebroadel mec'hikan war c'hoari an echedoù.
Trec'h e voe war Ernst Grünfeld e Baden-Baden (Alamagn) e 1925. Ur c'hoarier ag an dibab e voe, leun a bromesaoù ; ret e voe dezhañ pellaat ag an echedoù avat pa voe tapet gant ur c'hleñved. Da Vestr Meur Etrebroadel e voe anvet e 1977, bloaz a-raok e varv, gant an F.I.D.E. (Kevread Etrebroadel An Echedoù).
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da seizh vloaz e teskas fiñvoù ar pezhioù war an tablez. Unnek vloaz e oa pa zilojas e familh da New Orleans (Louisiana) e 1915 ; eno e kejas ouzh Edwin Ziegler Adams, ur c'hoarier echedoù brudet e Louisiana, a oa beskadoriad an aozadur New Orleans Chess & Whist Club, a droas d'e gelenner. E 1920, da 16 vloaz, e voe trec'h Carlos Torre Repetto war Edwin Z. Adams e tournamant New Orleans.
E-kerzh ar bloavezhioù 1925 ha 1926 e voe pedet da gemer perzh e meur a dournamant etrebroadel : Baden-Baden 1925, Marienbad 1925, Moskov 1925 ha Chicago 1926. E 1926 end-eeun e c'hounezas Kampionad broadel Mec'hiko.
Siwazh, e dibenn miz Here 1926, krak a-raok e 22vet deiz-ha-bloaz, e voe skoet gant un diwaskadenn a redias anezhañ da guitaat bed an echedoù da vat ha da viken. E 1977, bloaz a-raok e varv d'an oad a 74 vloaz, e voe deroet dezhañ an titl a Vest Meur Etrebroadel.
Berr-tre e voe red-micher Carlos Torre evel c'hoarier an echedoù, p'en em dennas ken abred diouzh an tournamantoù etrebroadel daoust d'an arbennigourien gwelout un danvez Kampion ar bed ennañ ; d'an darn vrasañ eus an dud e soñje e oa abalamour d'ur garantez kollet, met e-kerzh un atersadenn e tisklêrias C. Torre e oa abalamour da gudennoù arc'hant.
Doare da c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut-tre a aoareoù solius da vuzuliañ galloud ur c'hoarier e-keñver ar re all a oa er bloavezhioù 1920. Mar klasker hiziv reiñ ur rank Elo dezhañ dre studiañ e grogadoù e c'heller tizhout 2560, da lavaret eo a-live gant Spielmann (1883-1942) ha Tartakower (1887-1956) ; un tammig kreñvoc'h eget Réti (1889-1929) hag Grünfeld (1893-1962) e vije bet, ha gwanoc'h eget tri C'hampion ar bed e vare : Emanuel Lasker (1868-1941), José Raúl Capablanca (1888-1942) hag Aleksandr Alec'hin (1892-1946).
Ur c'hrogad gounezet ha daou a-rampo eo bet disoc'hoù C. Torre enep an tri mestrc'hoarier : faezhet E. Lasker, rampo buan gant A. Alec'hin ha rampo gant poan e-tal J. R. Capablanca. Da 63% eus galloud an tri C'hampion ar bed ez eo bet lakaet hini C. Torre ; unan eus e zerverkoù e oa : seul greñvoc'h e eneber, seul welloc'h e c'hoarie, ha meur a wech en deus kollet dirak tud kalz gwanoc'h egetañ.
Dibar e oa e zoare d'en em lec'hiañ war an tablez, hag ur mailh e oa war ar gadouriezh (an "taktik").
Oberenn skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1926 e voe embannet e Leningrad ur studiadenn rusianek bet skrivet gantañ hag anvet Как Формируется Шахматист Kak Formiruyetsya Shakhmatist, "Penaos e stummer ur c'hoarier echedoù", a voe embannet e New York e 1926 dindan an talbenn saoznek Development of Chess Ability hag e Buenos Aires e 1944 gant an titl spagnolek El desarrollo de la habilidad en ajedrez ("Diorrodaur an ampartiz war c'hoari an echedoù") ma lenner ar frazennoù-mañ :
El desarrollo de nuestra habilidad no consiste en que lleguemos a ser conocedores de las aperturas y diestros en los finales, porque no hay desarrollo sin armonía... Debemos empeñarnos principalmente en jugar todas las fases de la partida igualmente bien; esto es, jugar al ajedrez.
"Diorren hon ampartiz n'eo ket dont da anavezout an digoroù ha bezañ ampart war an diwezhioù, rak n'eus ket a ziorroadur hep unvaniezh... Dav eo dimp dreist-holl strivañ evit c'hoari mat ingal holl bazennoù ar c'hoari ; da lavarout eo, c'hoari an echedoù[1].
Lasker, Capablanca hag Alec'hin a veze lakaet da skouerioù gant C. Torre bepred, Emanuel Lasker o vezañ e levezon bennañ.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]◆ Tagadenn Torre
ha Difenn Mec'hikan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust d'e red-micher bezañ bet berr-kenañ e lezas Carlos Torre Repetto daou daol-c'hoari nevez war e lerc'h e bed an echedoù : un dagadenn anvet "Torre" hag un difenn "mec'hikan".
Tagadenn Torre |
Difenn Mec'hikan | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tagadenn Torre a reer eus un derioù serr, frammet-start, hag a gas d'ur c'hrogad kadouriezheloc'h eget boazet ; lavaret e vefe e tispak ar c'hoarier e bezhioù hep teurel nep pled da fiñvoù an eneber. Tagañ tu ar roue du (bannoù e—h) eo ar pal, a-raok c'hoari Me5 adalek f4 ha dilec'hiañ Th1 d'an trede renk (Th3, g3 pe g3). Dav eo d'an eneber bezañ evezhiek-tre adalek penn-kentañ ar c'hrogad !
|
Gant Carlos Torre e voe ijinet an Difenn Mec'hikan(anvet "difenn tango an daou varc'heg" ha "difenn tango" ivez), a c'hoarias da gentañ e-tal ar mestr alaman Fritz Sämisch e 1925 e Baden-Baden.
|
◆ El molino
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El molino ("ar vilin"), a anver la lanzadera ("ar vulzun") ivez, zo un oberadenn kaset gant ur Farouell hag un Tour enep ar Roue eneber.
Gant Carlos Torre e voe ijinet e-kerzh ur c'hrogad brudet enep E. Lasker e Moskov e 1925.
- Merkit e voulc'has C. Torre ar c'hrogad gant an dagadenn Torre.
Krogadoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn ijinadenn "ar vilin" e Moskov 1925 enep Emanuel Lasker eus chomet meur a grogad bet c'hoariet gant Carlos Torre en e live uhelañ.
- Torre vs Adams, New Orleans, 1920 (1-0)[2]
- Torre vs Yates, Marienbad, 1925 (1-0)[3]
- Capablanca vs Torre, Moskov, 1925 (1/2-1/2)[4]
- Torre vs Alec'hin, Baden-Baden, 1925 (1/2-1/2)[5]
- Marshall vs Torre, Baden-Baden, 1925 (0-1)[6]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Gabriel Velasco : The life and games of Carlos Torre, Russell Enterprises, 2001 (ISBN 978-1-888690-07-1)
- (es) Filberto Terrazas Sanchez, El águila caída, ur romant a-zivout e vuhez.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Torre Lasker, Moskov 1925. Kavet : 09/01/2022.
- (en) Red-micher C. Torre. Kavet : 09/01/2022.
- (es) 'Carlos Torre Repetto, Gran Maestro Mexicano'. Kavet : 09/01/2022.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) 'El desarrollo de la habilidad en ajedrez'. Kavet : 09/01/2022.
- ↑ 'Chessgames'. Kavet : 09/01/2022.
- ↑ 'Chessgames'. Kavet : 09/01/2022.
- ↑ 'Chessgames'. Kavet : 09/01/2022.
- ↑ 'Chessgames'. Kavet : 09/01/2022.
- ↑ 'Chessgames'. Kavet : 09/01/2022.