Maoutken aour
Ar maoutken aour (henc'hresianeg : Χρυσόμαλλον Δέρας Chrysómallon Déras "Lêr C'hrysomallos"), e mojennoù Henc'hres, eo kroc'hen ha kreoñ ar maout askellek C'hrysomallos (Χρυσόμαλλος / Khrusómallos e gregach, diwar χρυσός / khrusós, « aour » ha μαλλός / mallós, « tamm gloan »). Hennezh a oa ul loen burzhudus, speredek, hag a ouie komz, hag a c'halle nijal d'al lec'h a gare.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Athamas a oa roue Orc'homenos en Boiotia, e gevred Hellaz, ha dimezet d'an doueez Nefele. Daou vugel o doe : ur mab, Friksos (rodelleg), hag ur verc'h, Helle. Diwezhatoc'h e kemeras Athamas ur wreg all, Ino, merc'h d'ar roue Kadmos. Ha kuit Nefele, droug ha gwarizi enni, ha dour-beuz er vro.
Ino a glaske an tu da lazhañ he lezvugale: hervez doareoù zo eus ar vojenn e kontas bidennoù d'ar roue a gredas e oa ret aberzhiñ e vab peogwir e oa eñ a oa pennkaoz d'an dour-beuz.
Galvet e oa bet neuze ar maout askellek e greoñ aour, C'hrysomallos, gant an doue Hermes, da vont da saveteiñ bugale Nefele.
Ar vugale-se, Friksos hag Helle, a bignas warnañ da dec'hel diouzh o lezvamm griz, Ino hec'h anv, a veze ouzh o heskinañ dalc'hmat. Siwazh dezhi e kouezhas Helle er mor, a zo bet graet gant ar C'hresianed an Hellespont anezhañ, pa oa ar maout e greoñ aour o lammat dreist ar mor, eus Azia da Europa. Neuze e lavaras ar maout da Friksos e kasje anezhañ da Golc'his, e Jorjia hiriv, war lez ar Mor Du.
Pa voe erru Friksos gant al loen e Kolc'his, war aod ar Pontos-Euksinos (ar Mor du), e voe aberzhet ar paourkaezh maout da Zeus d'e drugarekaat, ha miret ar c'hroc'hen kreouichennek, melen-aour, a voe ispilhet ouzh un dervenn, en un dervenneg sakr, gouestlet da Ares, doue ar brezel . Neuze e voe lakaet un aerouant, ha ne gouske morse, e-harz an dervenn da ziwall ar maoutken e greoñ aour.
Ar maout an hini zo aet d'ober steredeg Aries en oabl.
Friksos a voe degemeret mat e ti Aietes, roue ar vro, mab da Helios, an heol, hag a roas ar maoutken aour dezhañ d'e drugarekaat, pa oa aet betek reiñ e verc'h C'halkiope da Friksos yaouank.
Argonaoted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwezhatoc'h ez eas Iason hag e Argonaoted da gerc'hat ar Maoutken aour, ha tec'hel a c'halljont rak ar roue Aietes gant skoazell e verc'h Medeia, a veze o troc'hañ he breur Absyrtos a-dammoù, tra ma veze an tad o tastum ar re-se war he lerc'h.
Aour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Jorjia e ouie ar Svaned, er menezioù, lakaat krec'hin deñved er stêrioù da dapout an aour a ruilhe en dour. Aze e c'hallfe bout orin ar vojenn. E Batumi e Jorjia, e weler un delwenn da Vedeia ha hi o terc'hel ar maoutken kreouichennek[1]
Urzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un Urzh ar Maoutken Aour a oa bet krouet gant dug Bourgogn, Fulup III Bourgogn er XVvet kantved, e 1430. Arouez Jeruzalem e oa, a ranke marc'heien an Dug adkemer d'he reiñ d'an Iliz katolik.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Das goldene Vlies, drama gant Franz Grillparzer e 1819.
- Die Argonauten. levr gant Stephan Hermlin. 1974.
- Medea: Stimmen levr gant Christa Wolf. 1996.
- La Toison d'or, gant Pierre Corneille (1660).
- La Toison d'or, gant Théophile Gautier (1845).
- Médée, c'hoarigan gant Luigi Cherubini.
- The Golden Fleece, gant Julian Hawthorne (1892)