José Pedro Cea
José Pedro Cea pe Pedro Cea (lesanvet Vasco), bet ganet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1900 e Redondela[1] (Proviñs Pontevedra, Spagn) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Gwengolo 1970 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (araoger e bost dezhañ war an dachenn). Mont a reas da zibaber skipailh broadel Uruguay, eus 1941 da 1942, war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :
- 1922-1928 : Lito Montevideo,
- 1928-1929 : Bella Vista Montevideo,
- 1929-1935 : Nacional Montevideo, aet da gampion e 1933 ha 1934.
Seizh gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[2] etre 1923 ha 1932, ha merket trizek pal.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1929 ha 1930.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1923 ha 1924. Tapet e voe an trivet plas e 1929.
E 1942 ez eas ar maout gantañ ivez, evel dibaber skipailh Uruguay an dro-mañ avat.
C'hoarioù Olimpek hañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).
Kemeret en devoa perzh José Andrade en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. C'hoariet en devoa ar pevar c'hrogad eus ar genstrivadeg (o verkañ pemp pal) hag ezel e oa eus ar skipailh – Enrique Ballestrero, Ernesto Mascheroni, José Nasazzi, José Leandro Andrade, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Pablo Dorado, Héctor Scarone, Héctor Castro, José Pedro Cea, Victoriano Santos Iriarte – a c'hounezas (4-2) ar gourfenn ouzh hini Arc'hantina en Estadio Centenario (Montevideo) d'an 30 a viz Gouere 1930.