Club Atlético Bella Vista

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoedig Bella Vista.

Club Atlético Bella Vista zo ur c'hleub mell-droad uruguayat bet krouet d'ar 4 a viz Here 1920 e Bella Vista (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)). E ti Manuel Millán ec'h en em vodas Ramón M. Salgado, Vicente Zibechi ha Félix Nario a yeas da brezidant, besprezidant ha sekretour ar c'hleub nevez-c'hanet (da deñzorer ez eas Manuel Millán).

Meur a lesanv a zo bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : Auriblancos, Bellavistenses, Papales.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio José Nasazzi.

Titloù bet gounezet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarierien vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri c'hoarier eus Bella VistaPablo Dorado, Ángel Melogno, José Nasazzi — a oa perzh eus an dibab uruguayat pa'z eas ar maout gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930.