Club Nacional de Football

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoedig Nacional (1899).

Club Nacional de Football (pell anavezetoc'h evel Nacional) zo ur c'hleub mell-droad uruguayat bet krouet d'ar 14 a viz Mae 1899 e Montevideo (Uruguay). D'an deiziad-mañ, diwar intrudu studierien, e voe divizet kendeuziñ an daou gleub Uruguay Athletic Club ha Montevideo Football Club d'ober unan, kement-mañ e ti Ernesto Caprario.

Meur a lesanv a zo bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : Albos, Bolsilludos, Bolsos, Decano, Rey de Copas, Tricolores.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio Gran Parque Central e La Blanqueada (unan eus karterioù Montevideo).

C'hoarierien vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh c'hoarier eus NacionalEmilio Recoba, José Andrade, Conduelo Píriz, Héctor Castro, Pedro Cea, Pedro Petrone, Héctor Scarone, Santos Urdinarán — a oa perzh eus an dibab uruguayat pa'z eas ar maout gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930.