Centro Atlético Lito

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banniel Lito.

Centro Atlético Lito a voe ur c'hleub mell-droad uruguayat bet krouet e La Teja (unan eus karterioù Montevideo) d'ar 24 a viz Gouere 1917.

Oberiant e voe e deroù kampionad mell-droad Uruguay, hag eñ amatour penn-da-benn d'ar mare-se ; n'eus ken anezhañ hiziv an deiz. Daou ditl a voe tapet gantañ :

Aet da bPrimera División de Uruguay e 1921 e kemeras perzh ar c'hleub e kant pevarzek krogad ha tri-ugent (tri-ugent trec'h, ur rampo ha hanter-kant ha tri c'holl ha tri-ugent). E 1922 ha 1923 e voe renket da bempvet, e wellañ renkadur betek 1928 ma'z eas da ziwezhañ.

Ennañ e c'hoarias un nebeud melldroaderien vojennel, evel ar re a oa aet ar maout gante da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930 bet dalc'het en Uruguay : Héctor Castro, José Pedro Cea ha José Nasazzi.