Hent-houarn Pempoull Gwengamp
Linenn hent-houarn Gwengamp – Pempoull | |
---|---|
Karrdren A2E e porzh-houarn Pempoull
| |
Riez | Breizh |
Kêrioù | Gwengamp, Pontrev, Pempoull |
Istor | |
Digoradur | 1894 |
Treuz orin | 1 metr |
Kemm treuz | 1953 |
Korvoerien | |
Spisverkoù teknikel | |
Niv. ofisiel | 485000 |
Hirder | 36,85 km |
Treuz | Boutin (1,435 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 1 |
Kemennerezh' | Dre bellgomz |
Tremenerezh | |
Perc'henn | SNCF |
Korvoerien | Transdev Rail |
Tremenerezh |
|
Tres al linenn | |
Ul linenn hent-houarn zo etre Pempoull ha Gwengamp, an niverenn 485000 en anvadurRéseau Ferré de France"" (RFF).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al linenn-mañ zo bet savet gant un treuz 1 metr. Digoret e oa bet al linenn d'ar 14 a viz Eost 1894. E 1924 e voe kemmet an treuz d'an hini boutin (1,435 m).
Porzhioù-houarn Gwengamp, Ploueg ha Pempoull a ginnige liammoù evit implijout trenioù ar gompagnunezh Chemins de fer des Côtes-du-Nord : eus Ploueg e c'halled mont da Landreger, hag eus Pempoull e c'halled montwar-eeun da Lannuon pe da Sant-Brieg.
Emdroadur an treuzdougerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek ar bloavezhioù 1970 e oa liammet an tremenerezh ouzh legumajerien an Union des coopératives de Paimpol et Tréguier (UCPT).
Ur Stlejerez dre aezhenn 141 TC Ouest a stlejas un tren evit ar wech diwezhañ e miz eost 1971[1].
D'an 10 a viz Mezheven 2013 eo bet digoret ez-ofisiel kreizenn liestreuzdougen Pempoull gant ar maer Jean-Yves de Chaisemartin, ar guzulierez-rannvro Josiane Corbic ha rener departamantel an SNCF Jean-Philippe Dupond. Ar rener-mañ en deus disklêriet e vefe ezhomm eus 30 M€ evit adnevezaat al linenn Pempoull-Gwengamp. Betek al labourioù-se e vefe izelaet tizh an trenioù war al linenn adalek miz Gwengolo 2013 evit surentez an treuzdougerezh warni.
Abaoe an 12 a viz Gwengolo 2016 eo harpet ar servijoù d'ar veajerien evit kregiñ gant al labourioù neveziñ al linenn[2]. Al labourioù a badas 8 miz evit digeriñ al linenn hent-houarn en-dro d'an 28 a viz Ebrel 2017. Da 27,6 milion a euroioù e savas ar c'houst.
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Porzh-houarn Gwengamp (kumun Gwengamp)
- Ti-gar Gourland (kumun Gwengamp)
- Ti-gar Tregonev-Skiñvieg
- Ti-gar Brelidi-Ploueg
- Ti-gar Pontrev arsav (kumun Pontrev)
- Porzh-houarn Pontrev (kumun Pontrev)
- Ti-gar Frinaoudour (kumun Plourivoù)
- Ti-gar Traou-Nez (kumun Plourivoù)
- Ti-gar Lanserv (kumun Plourivoù)
- Porzh-houarn Pempoull (kumun Pempoull)
-
Ti-gar Lanserv (2010)
Aveadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant nevezadur al linenn e 2016 ha 2017 eo bet kemmet an dafar a-hed al linenn. Treuzennoù beton zo bet lakaet hag ur balastr nevez zo bet lakaet. Hiroc'h ha solutoc'h eo ar roudennoù nevez[3].
Tremenerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2010 e veze 5 beaj a bep tu bep sizhun, o padout etre 42 ha 48 munutenn. Da Wener e veze 8 beaj evit mont eus Gwengamp da Bempoull.
Taolenn evezhiañ ar servijoù :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pempoull-Gwengamp (deiziad) | Tren 1 | Tren 2 | Tren 3 | Tren 4 | Tren 5 |
---|---|---|---|---|---|
Dimeurzh 14 Kerzu 2010 | 06e50 - 07e39 Klotadenn evit Pariz : 07e48 |
08e49 - 09e34 Klotadenn evit Pariz : 09e46 Klotadenn evit Brest : gortoz 0e50) |
11e50 - 12e35 Klotadenn evit Pariz : 12e46 Klotadenn evit : gortoz 1e59 |
16e45 - 17e28 Klotadenn gant tren Sant-Brieg : 17e34 Klotadenn evit Brest : gortoz 1e26 |
18e25 - 19e07 Klotadenn evit Brest : gortoz 1e19 |
Gwengamp-Pempoull (deiziad) | Tren 1 | Tren 2 | Tren 3 | Tren 4 | Tren 5 |
---|---|---|---|---|---|
Dimeurzh 14 Kerzu 2010 | 06e41 - 07e31 Tren o tont eus Brest : 05e46 |
10e26 - 11e11 Tren o tont eus Pariz : 10e21 (eus Brest : 09e44) |
14e45 - 15e29 Tren o tont eus Pariz : 14e31 (eus Brest : 12e43) |
17e35 - 18e17 Tren o tont eus Pariz : 17e28 (eus Brest : 16e40) |
19e12 - 19e55 Tren o tont eus Roazhon : 18e52 (eus Brest : 18e41) |
Sifroù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 73 000 beaj dre borzh-houarn Pempoull e 2012 (4% muioc'h eget e 2011 ha +8% keñveriet gant 2008)[4].
- 57 000 beaj etre Pempoull ha Gwengamp e 2012.
- 42% eus ar beajoù war al linenn a vez graet evit mont pe dont gant an TGV e dre Wengamp.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|