Mont d’an endalc’had

Heidelberg

Eus Wikipedia
Ar stêr Neckar ha kastell Heidelberg.

Heidelberg zo ur gêr eus Alamagn, e stad Baden-Württemberg. 150 000 a dud zo o chom enni (2012). Kêr Heidelberg zo pennlec'h un distrig (Kreis). Dont a rafe an anv Heidelberg eus Heidelbeerenberg (Menez al lus). Emañ Heidelberg war lez ar stêr Neckar, un adstêr d'ar Roen.

E 1518 e oa unan eus oaledoù ar brotestantiezh o sevel, ha degemeret e voe Martin Luther eno.

Damzistrujet e voe en 1689 gant an arme c'hall kaset gant Loeiz XIV da ober freuz ha reuz er vro, ha devet e voe ar c'hastell. Arigrap Pfalz a vez lâret eus an darvoudoù-se.

Kastell Heidelberg, distrujet gant ar C'hallaoued.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.