Heerhugowaard
Heerhugowaard (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e rannvro West-Friesland, e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 39,97 km² eo gorread Heerhugowaard (douar : 39,15 km², dour : 0,82 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 51 054 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Heerhugowaard : Broekhorn, Butterhuizen, De Noord, Draai, Frik, Heerhugowaard, Kabel, 't Kruis, Veenhuizen, Verlaat, Oostertocht, Bomenwijk, Schilderswijk, Rivierenwijk, Stad van de Zon.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-tro ar bloavezh 800 e oa al lec'h un daouarc'heg. Ken toullet e voe an douar da c'hounit taouarc'h ken e kreskas meur a lenn, en o zouez an hini anvet Heerhugowaard. Dont a ra hec'h anv eus anv an 'heer' (aotrou) Hugo van Assendelft, bet lazhet eno gant tud West-Friesland e 1296. Goude div gorventenn e 1248 e voe savet ar Schagerdam e Schagen gant tud abati Egmond, ha int perc'henn wan an dachenn. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Ringdijk West-Friesland, savet da wareziñ pemp kêr : Schagen, Alkmaar, Medemblik, Enkhuizen ha Hoorn. Er XVIIvet kantved e voe dizouret al lenn da c'hounit douaroù. Dizouret e voe ar polder (39 km²) e 1630 ha rannet e voe an douaroù gounezet etre an dud o doa kemeret perzh. Met dipitus-tre e voe kalite an douar, ma keñverier gant hini Beemster. E 1674 e voe kinniget adlakaat dour er polder da c'hallout pesketa.
Poblañs ha kêraozañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1960 e oa 6 800 annezad e Heerhugowaard, 25 000 anezho e 1975, 47 239 anezho e 2004 ha 48 267 anezho e 2005. E-pad meur a vloaz er bloavezhioù 1970 e voe Heerhugowaard a gêr en Izelvroioù ma kreske ar buanañ ar boblañs. Soñjal a rae d'an dud e pignfe betek 55 000 annezad met ne vefe ket bet tizhet peogwir e kave gwelloc'h d'an dud yaouank kuitaat al lec'h da vont d'ober annez en Alkmaar pe en Amsterdam. Lod brasañ an annezidi a zo o chom e kêriadennoù anvet Vinex, ha kêriadennoù bihan-tre a gaver er polderioù. Staioù Heerhugowaard a zo e Centrumwaard hag e Middenwaard. E 2004 e voe digoret ur c'hoffeeshop en Heerhugowaard, met savet eo ar boblañs a-enep, ha meur a wech o deus an dud taolet mein ouzh ar stal-se. Ul lodenn eus distrigoù Heerhugowaard a zo bet savet diwar skouer re Almere : distrig ar skrivañ, distrig ar gwez, distrig ar blanedenn pe c'hoazh hini an natur e Butterhuizen. E-touez an distrigoù nevez ez eus daou anezho, anvet Stad van de Zon I ha II (kêr an heol I ha II), ma teu ul lodenn vras eus an energiezh eus hini an heol.
Hentoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Busuoù a zo da vont da Alkmaar-Bergen NH ha da Wieringerwerf. Un ti-gar a zo ivez ma c'haller tapout an tren da vont da Hoorn, Den Helder, Alkmaar, Amsterdam, Nijmegen, Haarlem pe c'hoazh Den Haag.
HAL : Heerhugowaard-Alkmaar-Langedijk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammet eo Heerhugowaard ouzh Alkmaar hag ouzh Langedijk evit a sell ouzh tachennoù evel ar sevel-tiez, an deskadurezh hag an endro e-touez traoù traoù all. Lakaet eo bet d abal lakaat an teir c'humun da vezañ unan nemetken, anvet HAL, met n'eo ket kaset ar raktres da benn vat evit poent. An nebeud tachennoù a chom etrezo a vez savet tiez warno, ha stank ha bras eo takad kêraozet. Ma tisoc'h ar raktres unvaniñ e vo war-dro 181 000 annezad en holl, da lavaret eo e teufe da vezañ eil kêr vrasañ Noord-Holland, goude Amsterdam. Er rannvro a-bezh ez eo aet war-raok ar sevel-tiez, ken ez eus enni war-dro 305 000 annezad. En tolpad-kêrioù emañ Uitgeest, Harenkarspel, Bergen hag Obdam.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Heerhugowaard ez eus 29 dileuriad:
- Burgerbelang - 6 dileuriad
- PvdA - 6 dileuriad
- VVD - 5 dileuriad
- CDA - 4 dileuriad
- H.O.P. - 3 dileuriad
- GroenLinks - 2 zileuriad
- ChristenUnie - 1 dileuriad
- De Goede - 1 dileuriad
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Groenedijk, T. (2000). Nederlandse plaatsnamen. Slingenberg Boekproducties, Hoogeveen, Netherlands, 2000.
- Van de Ven, G. (redactie) (1996) Leefbaar laagland). Uitgeverij Matrijs. p. 33-35, 57 en 131-136.
- Stadegoù : SDU Staatscourant
- Kuzul-kêr : Heerhugowaard Gemeenteraad
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |