Beemster
Beemster Lec'hiadur Beemster | ||
| ||
Krugell an oadoù (01/01/2008) |
Beemster (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 72,08 km² eo gorread Beemster (douar : 70,61 km², dour : 1,47 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 8 596 annezad enni. Beemster a zo ivez anv ar polder kentañ a voe savet en Izelvroioù. Meilhoù a voe implijet da zizourañ al lenn, hag an dizourañ a badas eus 1609 da 1612. Dalc'het eo bet an endro (parkeier, hentoù, kanolioù, fardelloù) evel pa voe aozet da vare an Azginivelezh. Bez emañ polder Beemster war listenn glad bedel UNESCO abaoe 1999. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d 'ober kumun Beemster : Middenbeemster, Noordbeemster, Westbeemster, Zuidoostbeemster.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro ar bloavezh 800 e oa un daouarc'heg al lec'h m'emañ Beemster bremañ. Dont a ra an anv "Beemster" eus "Bamestra" (gwelout Groenedijk, 2000), hag a zo anv ur stêr vihan eus ar rannvro. Etre 1150 ha 1250 e voe toullet an douar da gaout taouarc'h, ha korventennoù a voe ivez : mont a reas ar stêr vihan da vor diabarzh, liammet ouzh ar Zuiderzee. War-dro 1605 e krogas an dud da zizourañ al lenn. Echu e voe tamm pe damm e 1610, met leugniet e voe al lenn en-dro pa darzhas unan eus fardelloù ar Zuiderzee. Divizet e voe neuze uhelaat bord ar fardell eus ur metrad. E 1612 e voe dizouret ar polder penn-da-benn, ha rannet an douaroù etre an dud o doa kemeret perzh er chanter. Er penn-kentañ e c'houneze al labourerien-douar peadra da voueta martoloded bagoù VOC a yae da Indez. Berzh bras a reas ar polder, peogwir e oa pinvidik-tre eo an douar ennañ, padal eo paour-tre e hini Heerhugowaard. E Beemster e vez fardet fourmaj Beemster gant an embregerezh CONO Kaasmakers, bet savet e 1901.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trizek dileuriad zo e kuzul-kêr Beemster :
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Beemster
- Lec'hienn fourmaj Beemster
- Polder Beemster war lec'hienn UNESCO
- Pourmenadenn e Beemster
|
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |