Mont d’an endalc’had

Gwezenn-orañjez

Eus Wikipedia
Ur pennad orañjez zo ivez.
Citrus × sinensis
Bleunioù hag orañjezennoù
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Iskevrennad : Magnoliidae
Usurzhad : Rosanae
Urzhad : Sapindales
Kerentiad : Rutaceae
Genad : Citrus
Anv skiantel
Citrus × sinensis

(L.) Osbeck, 1765

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An orañjezenn, pe gwezenn-orañjez, Citrus × sinensis hec'h anv skiantel, zo ur spesad gwez er c'herentiad Rutaceae.

Ur wezenn keitat he ment eo, 3-5 metr uhel, a c'hall kreskiñ betel 13 m uhelder avat en un endro peurvat. Ur c'hef hepken zo dezhi, eeun ha kranennek, arwer en e yaouankiz ha gris diwezhatoc'h ; ledan eo he barr ront pe bikernel.
Niverus eo ar skourroù, a gresk reoliek adalek ur metr pe izeloc'hik a-us an douar, hag a zoug drein ken hir ha 10 cm a-wechoù. Padus eo an delioù vigelc'hiek begek 7–10 cm o hirder ; ouzh o c'hazel e kresk bleunioù gwenn frondus-kenañ, a-vlokadoù pe unan-hag-unan; da avaloù-orañjez e troont.

Rummataouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad Citrus × sinensis er genad Citrus eo a anver "Gwezenn-orañjez" peurliesañ.

  • Citrus × sinensis Osbeck hepken eo danvez ar pennad-mañ, eleze ar wezenn a zoug orañjez dous, da ziforc'hañ diouzh an orañjez c'hwerv (C.aurantium).

En hevelep genad emañ ar suraval (Citrus limon), ar suraval glas (C. aurantiifolia ha C. latifolia eo ar re a gaver an aliesañ) hag an orañjez c'hwerv C. aurantium. An darn vuiañ eus ar gwez-se zo hironed naturel deuet diwar kemmeskañ ar bampelenn (C. maxima), ar vandarinenn (C. reticulata) hag ar sedratezenn (C. medica). Citrus sinensis a skriver c'hoazh peurliesañ, met Citrus × sinensis eo an notadur skiantel resis, ma verk × an hironadur.
E familh vras ar Rutaceae emañ an orañjezenned, evel an holl agrum : ar pampelenned, ar suravalenned, ar mandarinenned, ar sedratezenned, hag all, a-douez ur 1 600 spesad bennak.

Orin

Eus India, Pakistan, Viêt Nam ha gevred Sina e teu ar spesad, a voe degaset d'ar C'hornôg gant an Arabed

Anv

नारङ्ग Nāraṅga e oa an anv sanskritek, a droas da نارنگ‎ nārang e perseg ; an Arabed a zistagas نَارَنْج‎ nāranǧ, a droas da naranja e spagnoleg ; pa'z erruas ar frouezh hag ar gwez e Provañs e voent anvet naurange ([no'rãnʃ] e provañseg) ; ar Saozon hag ar C'hallaoued a gredas dezho e oa ur ger-mell dirak an anv, alese an orange hag une orange ; eus ar stumm gallek fazius-se e teu ar brezhoneg orañjez[1].
An hevelep ger orange a implijer e galleg evit al liv ; orangey eo e saozneg, hag orañjez e brezhoneg.
N'eo ket ar ger sanskritek nāraṅga gwrizienn anv Citrus × sinensis en holl yezhoù ; da skouer, sinaasappel, "aval Sina", eo e nederlandeg.

Orañjezenn e Galiza

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Er broioù klouar ha gleb o hin e kresk ar gwez-orañjez.
Dre ma c'hall ar rev lazhañ ar frouezh pe ar wezenn hec'h-unan ec'h eo gwell he flantañ e douaroù a zo izeloc'h eget 250 m a-us live ar mor e diabarzh ur vro, pe izeloc'h eget 400 m war an aodoù.
Ret eo e vefe douar traezhek silikek mesket gant un nebeud pri ha raz. Gwelloc'h e kresk Citrus sinensis en ul lec'h heoliet mat ha goudoret diouzh an avelioù yen ; gwelloc'h ivez e ve dinaou gant an dachenn, evit mirout ouzh ar rev a begañ (d'an traoñ ec'h a ar gwiskadoù aer pa yenaont) hag ouzh an dour glav a chom a-boulladoù.
Diwar splus ar frouezh e ouenn ar wezenn, pe dre aztaolañ (imboudiñ dre wrizienn).

Orañjezegi bras zo kalz broioù : Suafrika en Afrika ; Stadoù-Unanet Amerika (Florida ha Kalifornia) ha Mec'hiko e Norzhamerika ; Belize ha Kuba e Kreizamerika ; Arc'hantina, Brazil, Ecuador, Kolombia, Perou hag Uruguay e Suamerika ; India, Iran, Turkia ha Sina en Azia ; en darn vuiañ eus broioù ar Mor Kreizdouar.

Pouezus eo gounezerezh frouezh Citrus × sinensis en armerzh ar bed.

Kenderc'herien bennañ, e tonennoù, e 2018
1 Brazil16 713 534
2 Sina9 246 305
3India India8 367 000
4Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet4 833 480
5Banniel Mec'hiko Mec'hiko4 737 990
6Banniel Spagn Spagn3 639 853
7Egipt Egipt3 246 483
8Banniel Indonezia Indonezia2 510 442
9Banniel Turkia Turkia1 900 000
10Banniel Iran Iran1 889 252
11Banniel Suafrika Suafrika1 775 760
12Banniel Pakistan Pakistan1 589 856
  • Bro-C'hall : 79vet, 10 692 t e 2018.
  • Mammenn : AtlasBig[2]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Anavezet mat eo an darvoudenn-se gant ar yezhadurourien, a ra mécoupure anezhi e galleg (rebracketing e saozneg ha Gliederungsverschiebung en alamaneg). *Drouktroc'h a c'hellfe bezañ e brezhoneg, met n'eus troidigezh testeniekaet ebet.
  2. (fr) 'Production mondiale d'oranges par pays'. Kavet : 19/02/2022.