Gored
Ur gored[1] zo ur seurt stankell, pe ur skluz-pesked, savet war an aod da dapout pesked. Evel en ur c'havell bras pe un antell, e stankont an hent d'ar pesked a vez trapet e-barzh. Lod anezho a zo bet savet da vare ar Ragistor. Anavezet eo ar ger e lec'hanvadurezh Breizh koulz hag hini Kembre, Bro-Skoz ha Bro-Iwerzhon.
Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez koredoù kozh e pep lec'h e Breizh. Stankoc'h int war vord ar mor, e-lec'h ma vez uhel an douar e keñver mor. Niverusoc'h int neuze en hanternoz, etre Lambaol-Blouarzhel ha Bae Menez Mikael e Normandi. Un neubeut deus outo a zo bet savet er stêrioù. Daoust ma vichent bet savet e mein-greun, kaset ha digaset int bet gant an houl a-dreuz an amzer. Dilec'hioù koredoù int toud. Ne ouezer ket re vad peseurt pesk a veze paket ganto, na pegement. Alies int bet savet harp ouzh ar reier. Unan hir a 120 metrad a zo e Landeda. War ar stêrioù, e stankont an hent d'ar zomoñ o tivroañ.
Skouer Santeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Santeg ez eus bet kavet 34 anezho, darn eus ar Ragistor, re all eus ar Grennamzer. Anvioù 'zo a zo bet adkavet : Gored Levran, Gored Kamm, ar Gored kozh, Gorbont Pekud, Gorbont Enez Rouz, Gorbont ar Staol.
Lec'hanvioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar Gored, traezhenn e Plozeved
- Penn ar Gored, e Porspoder
- Roc'h ar Gored, e Briad, a vefe kentoc'h Roc'h ar Gorred
- ar C'horejou, e Plougerne
- ar Gored, e Ploueskad
- Penn ar Gored, e Porspoder
- Porzh ar Gored, e Perroz-Gireg
- Kerhored, Poullaouen
Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez mojenn Taliesin e oa bet lakaet war vor en ur c'havell gant e vamm, ha kavet en ur gored a oa da Gwyddno Garanhir war an aod etre ar stêr Dyfi hag Aberystwyth.
Goredoù a oa er Menai, evel en Ynys Gored Goch, pe hini Rhos Fynach ac'h eas en-dro betek ar brezel-bed kentañ.
Lec'hanvioù kembraek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez goredoù en inizi Oléron, Ré ha Noirmoutier. E hanternoz Bro-C'hall e veze savet koredoù e prenn hag ozilh.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
E Danmark
-
En Izelvroioù, en Bergen op Zoom
-
E Kembre
-
En Enez Ré , e Sainte-Marie-de-Ré.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gored, anv gourel hervez Geriadur istorel ar brezhoneg ; benel e lec'hanvioù zo e Bro-Leon. Ar furm "kored" a gaver ivez e lec'hiennoù. Gourel eo ar ger "cored" e kembraeg, peurliesañ, hervez a lenner e Geiriadur Prifysgol Cymru.