Kensonenn dre fri

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frienn)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Taravat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn fri (saoz.: nasal consonant), anvet ivez frienn, war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez laosket an aer da redek dre ar fri keit ha ma vez damstanket an aer ha/pe harzhet da vont kuit dre stokat pe tostaat an teod stok ouzh un organ fonadur bennak. Ledanoc'h eo e ster an termen « frienn » avat, rak e implijout a c'haller evit ar vogalennoù fri ivez. Kemmañ a ra son ur gensonenn fri hervez an organoù fonadur ma vezont implijet evit serriñ ar genoù.

Kavet e vez stankañ a-galz kensonennoù fri mouezhiet evit divouezh.

Ral-kenañ eo ar yezhoù ma reont hep sonennoù fri ebet, en o zouez yezhoù wakachek 'zo.

Setu ar c'hensonennoù fri pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [m] frienn diweuz (mouezhiet), d.s. bzhg. mar mouz
  • [ɱ] frienn weuz-dent (mouezhiet), d.s. kat. enviar ([əɱˈbjaɾ]; "kas")
  • [n̪] frienn dent (mouezhiet), d.s. bzhg. "kantreal
  • [n] frienn logigoù (mouezhiet), d.s. saoz. no ("nann")
  • [ɳ] frienn gilbleg (mouezhiet), d.s. sañsk. कारण ([kɑːrəɳə]; "abeg")
  • [ɲ] frienn staon (mouezhiet), d.s. bzhg. ognon
  • [ŋ] frienn ouel (mouezhiet), d.s. sinaeg (mand.) 北京 ([pei˨˩˦ tɕɪŋ˥˥]; "Beijing")
  • [ɴ] frienn hugenn (mouezhiet), d.s. jap. 日本 ([nihoɴ]; "Japan")


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]