Kaozeal:Kensonenn dre fri
Neuz
Daou anvadur zo anavezet evit se e brezhoneg : kensonenn fri, an hini ledetañ, abaoe yezhadur Kervella (1947) da nebeutañ, ha frienn (tezenn Erwan Evenou). --Llydawr 27 Gwe 2007 da 20:57 (UTC)
- Setu abeg an dibab bet graet ganin d'ober gant an termen "kensonenn dre fri": c'hoant am boa (hag am eus c'hoazh) da sevel pennadoù o tennañ da dachenn ar yezhoniezh, hag en o zouez pennadoù o tennañ d'ar fonetik hag ar fonologiezh, en un doare sistematek hag hollek en ur doujañ d'ar pezh a ouzer bremañ war an dachenn-se.
- goût mat a ran eo bet graet gant termenoù all a-raok met ne oant ket bet savet an nevezc'herioù-se un un doare sistematek en ur soñjal er yezhoniezh met kentoc'h evit an ezhommoù evit deskrivañ yezhadur ar brezhoneg ha/pe ar yezhoù keltiek all.
- ret eo anzav n'anavezan ket tezenn Erwan Evenou. hag embannet eo bet? diwar-benn petra e vez kaoz enni?
- setu, evel em eus bet tro da displegañ e lec'h all dija, penaos eo bet graet ganin evit envel pep kensonenn o klask hen ober en un doare sistematek hag o toujañ d'al LFE:
- "kensonenn" + lec'h distagañ (hep araogenn ebet evel "tud Breizh") + doare distagañ (gant "dre" evit merkañ ar mod) + mouezhiadur (mouezhiet/divouezh)
- da skouer:
- penaos ober a-hend all?: Kensonenn diweuz fri mouezhiet; Kensonenn fri mouezhiet; Frienn diweuz mouezhiet? ha ma reer gant frienn e vefe ret, en un doare sistematek, ober ivez gant "serrenn", "tostaenn" ha me oar me....
- o c'hortoz e savin adkasoù diwar ar stummoù "kensonenn fri" ha "frienn".