Ferdinand Mannlicher
Ferdinand Ritter von Mannlicher, ganet d’an 30 a viz Genver 1848 e Mainz (Dugelezh-veur Hessen) ha marvet d’an 20 a viz Genver 1904 e Vienna (Aostria-Hungaria)[1], a oa un ijinour aostrian. Brudet eo evit an nevezintioù en deus degaset d’an armoù-tan hiniennel e dibenn an XIXvet kantved pa oa o labourat evit Steyr, evel al laonennoù-kargañ pe ar c’hulasennoù adarmiñ linennek.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Ferdinand Mannlicher e Mainz en ur familh aostrian. E dad a oa ur soudard a orin eus Brüx (Bohemia) lakaet e garnizon e kreñvlec’h ar gêr. Distreiñ a reas Ferdinand Mannlicher da Vienna e 1857. Eno e studias an ijinouriezh er Skol Deknik[2]. Mantret e voe gant disoc’h ar brezel etre Prusia hag Aostria e 1866, pa gollas arme e vro abalamour da lusk-tennañ uhel ar fuzuilhoù Dreyse implijet gant ar Brusianed[3].
Labourat a reas da gentañ en embregerezhioù hent-houarn aostrian Südbahngesellschaft ha Kaiser-Ferdinand-Nordbahngesellschaft[2], a-raok bezañ implijet gant an embregerezh armoù-tan Steyr adalek 1878, diwar ginnig e berc’henn Josef Werndl[3]. En em gavout a reas eno da vare ur prantad a-bouez evit an hoplologiezh, pa oa an armoù-tennata o kemer plas ar re un-tenn pourveziet dre veg o c’hanol. Goude meur a ijinadenn all e kinnigas e 1885 al laonennoù-kargañ, a roe an tu d’an tenner da gargañ meur a gartouchenn war un dro e karger e fuzuilh. Savet e voe war ar fuzuilhoù Mannlicher M1885[4]. Ijinañ a reas ivez ur sistem kulasenn dezhi ur vorailh linennek : gantañ e c’halle ur soudard ober daou jestr e-lec’h pevar evit adkambriñ ur munision en e arm. Ar fuzuilh Mannlicher M1895 ganet diwar an degasadennoù-mañ a zeuas da vezañ arm standart arme Aostria-Hungaria[3], betek dismantr an Impalaeriezh e dibenn ar Brezel-bed Kentañ.
Ur fuzuilh all ijinet gantañ, ar Mannlicher-Schönauer 1903, a voe priziet kenañ gant ar chaseourien en XXvet kantved. Ferdinand Mannlicher a labouras ivez war armoù-tennata damaotomatek, met ne oa ket mat a-walc'h c’hoazh kalite ar metaloù hag ar poultr produet d’ar poent-se evit sevel armoù fiziapl[3].
En holl e savas Mannlicher ur 150 arm bennak en e vuhez[3]. E 1887 e voe anvet en urzh ar Groaz Houarn aostrian hag e tapas al Lejion a Enor gall. An impalaer Franz Josef a Aostria a noblas anezhañ e 1892, hag a roas ur gador e vuhez-pad dezhañ e 1899 en Herrenhaus, kambr uhel kuzul an Impalaeriezh[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) NEWLAND Samuel J., A Forgotten Giant: A Brief Look at Military Small Arms Production at Steyr, Austria, 1864–1945, e Bulletin n°94, American Society of Arms Collectors, miz Gwengolo 2006 (pellgarget d'an 19/11/2024)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) STEINER Jörg C., Ferdinand Ritter von Mannlicher, Austro-Hungarian Land Forces 1848-1918 (lennet d'an 18/11/2024)
- ↑ 3,0 3,1 3,2 3,3 ha3,4 (en) The Mind of Mannlicher, war lec'hienn Steyr Arms, 06/08/2024 (lennet d'an 19/11/2024)
- ↑ (en) Ferdinand, knight von Mannlicher, Encyclopaedia Britannica (lennet d'an 19/11/2024)