Mont d’an endalc’had

Mannlicher M1895

Eus Wikipedia
Mannlicher M1895


Ur fuzuilh Mannlicher M1895 (Armémuseum, Stockholm, Sveden)
Kinnig
Bro Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh linennek
Munisionoù 8 × 50 mm Mannlicher (da gentañ)
8 × 56 mm
7,92 × 57 mm Mauser
Bloavezh krouidigezh 1895
Ijiner Ferdinand Mannlicher
Produerien Steyr-Mannlicher
Zbrojovka Brno
Fegyver- és Gépgyár
Mare produiñ 1895–1920
Skouerennoù produet War-dro 3,5 milion
Mare implij 1895–1918 (Aostria-Hungaria)
Perzhioù teknikel
(fuzuilh / karabinenn)
Mas (hep kartouchenn) 3,78 kg / 3,4 kg
Hirder 1.272 mm / 1.003 mm
Hirder ar c'hanol 765 mm / 500 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 620 m/s (e 8 × 50 mm Mannlicher)
Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn pourveziet gant ur c'hlip
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Mannlicher Modell 1895 a zo ur fuzuilh tennata dre zorn ijinet gant Ferdinand Mannlicher e 1895 hag implijet evel arm standart arme Aostria-Hungaria eus 1895 betek 1918.

Ar Mannlicher M1895 a oa dezhi ur gulasenn-vorailh linennek ijinet evit ar fuzuilh Mannlicher 1885. Trawalc'h e oa sachañ ha bountañ prim war ar vorailh evit tennañ an douilhez kuit ha kambriñ ur munision nevez[1]. Ganti e c'halle ur soudard gourdonet-mat tennañ pemp boled dindan pemp segondenn[2]. Kambret e oa e 8 × 50 mm Mannlicher en he stumm kentañ.

Servijout a reas an arm e arme Aostria-Hungaria betek fin ar Brezel-bed Kentañ ha dismantr an Impalaeriezh kreizeuropean. Implijet e voe ivez e armeoù Gres, Yougoslavia hag Hungaria[2].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lesanvet e voe an arm Ruck-Zuck (sach-bount) gant ar soudarded aostrian-hungarat, ha Ta-pum gant ar soudarded italian, abalamour da zaou drouz ar boled o vont kuit hag oc'h erruiñ betek o divskouarnioù prestik goude. Ur ganaouenn boblek italian anvet diwar an droienn-mañ a voe savet da vare ar brezel[3].

  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 148-149
  2. 1 2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 128-129
  3. (it) La canzone, war lec'hienn Tapum! (lennet d'ar 17/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan