Dreyse (fuzuilh)
| Fuzuilh Dreyse | |
|---|---|
Ur fuzuilh Dreyse stumm 1841 kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden) | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh un-tenn |
| Mont en-dro | Morailh, spilhenn |
| Munision | Kartouchennoù paper, bannadell 15,2 mm |
| Mare implij | 1841–1876 (Alamagn) |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas | 4,9 kg |
| Hirder | 1.430 mm |
| Hirder ar c'hanol | 865 mm |
| Perzhioù all | |
| Hed-tenn pleustrek | 200 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 305 m/s |
| Lusk-tennañ | 5 pe 6 tenn/mn, hervez an tenner |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar fuzuilh Dreyse a oa un arm-skoaz spilhenn ijinet e 1841 hag e servij e arme Prusia etre 1841 ha 1876. Unan eus an armoù hiniennel kentañ karget dre e gulasenn e oa. Abalamour d’an nevezentioù teknik a gaved warni en doa bet ur rol a-bouez e emled Rouantelezh Prusia hag an Impalaeriezh alaman en XIXvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet e voe ar fuzuilh e Sömmerda (Land Thüringen) gant Johann Nikolaus von Dreyse[1]. Kambret e oa evit kartouchennoù paper klok, dezhe boledoù 15,2 mm o c'halibr. Tennañ a rae gant ur sistem anvet spilhenn : ar skoer a oa hiraet, ha da vare an tenn e treuze ar gartouchenn evit skeiñ ouzh an emors a oa enni. Karget e veze dre he c’hulasenn, pa veze karget an armoù-skoaz implijet gant broioù all dre o beg. Dre se e oa uhelaet a galz he lusk-tennañ, ha gellet a rae ar soudarded chom en o gourvez pe war bennoù o daoulin pa adkargent[2]. Morailh ar gulasenn a veze prennet en ur dreiñ anezhi, ar pezh a oa nevez d'ar poent-se ivez. Dibaoe e vez implijet ar memes mont en-dro war ar braz eus ar fuzuilhoù-morailh. Si an arm a oa en e sistem skeiñ : ar spilhenn a veze labezet buan pa veze implijet kalz an arm, dre ma tarzhe ar gargad poultr tro-dro dezhi e pep tenn[3].
Dibabet e voe an arm gant an arme brusian en ur mod sekred adalek 1841, ha pourveziet e oa hec’h holl soudarded gant fuzuilhoù Dreyse e 1848. Adstummoù disheñvel a voe savet evit pep rann eus an arme evel ar varc'hegerezh pe an droadegiezh[4]. Implijet e voe da vare emgann Sadowa er brezel a-enep Aostria (1866), hag unan eus abegoù pennañ trec’h Prusia e voe. Servijout a reas en arme brusian e-pad ar brezel etre Frañs hag an Impalaeriezh alaman (1870-1871)[1] a-raok e vije kemeret e blas gant ar Gewehr 71 savet gant Paul Mauser ha Samuel Norris, un ijinour eus Remington.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Fusil prussien d'Infanterie Dreyse modèle 1841, fichenn war POP, 2011 (lennet d'an 21/11/2024)
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 108-109
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 114-115
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 115