Mont d’an endalc’had

Fañch Elies Abeozen

Eus Wikipedia
Fañch Elies Abeozen
Fañch Elies Abeozen
Abeozen pa oa yaouank
Anv ofisiel Jean-François-Marie Éliès
Anv pluenn Fañch Elies,
Abeozen
Obererezh lennegezh, yezhoniezh
Ganedigezh d'an 22 a viz C'hwevrer 1896
en Dre Nevez
(Bro-Leon Bro-Leon, Banniel Breizh (1314-1927) Breizh)
Marv d'an 3 a viz Mezheven 1963
er Baol-Skoubleg
( Bro-Naoned, Breizh)
Yezh skrivañ Brezhoneg, Kembraeg
Luskad lennegel Gwalarn
Oberennoù pennañ
Argantael
Dremm an Ankou
Pirc'hirin Kala-goañv
Ar Mabinogion
Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ

Sinadur

Ur skrivagner brezhonek eo Fañch Elies (Jean-François-Marie Éliès), anavezetoc'h dre e anv-barzh Abeozen. Ganet eo bet en Dre Nevez d'an 22 a viz C'hwevrer 1896 ha marvet er Baol-Skoubleg d'an 3 a viz Mezheven 1963. Ur yezhoniour hag ul lennegour brezhonek eo bet, met sevel a reas ouzhpenn un nebeud oberennoù lennegel (ur pezh-c'hoari, barzhonegoù, danevelloù ha romantoù), yezhadur ar brezhoneg krenn, istor al lennegezh vrezhonek, dastumadoù ha labourat a reas ivez war ar c'hembraeg. Troet en deus ar Mabinogion (ar Mabinogi e brezhoneg).

Buhez

Mont a reas da skol ar Frered da Landivizio e-lec'h m'edo Klaoda ar Prad o kelenn hag hemañ eo a reas ur broadelour anezhañ. Pa oa en e soñj mont da veleg ez eas da gloerdi Kemper eus 1907 da 1914. Kaset da soudard e voe gloazet gant ar gazoù ha tapañ a reas ur yec'hed fall diwarno. Goude ar brezel ez eas da Bariz evit tapout un aotreegezh. Kelenner e voe e Dinan ha Sant-Brieg a-raok mont da Roazhon da gelenn el lise ha da studiañ d'ar skol-veur war ar memes tro.

Levrlennadur

Faltazi
Studiadennoù
  • Ar Mabinogion, Preder.
  • Damskeud eus hol lennegezh kozh, Al Liamm.
  • Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957
  • Barzhaz (dibab barzhonegoù skrivagnerien rakwalarnek)
  • En ur lenn Barzhaz Breizh, Preder.
Yezhoniezh
  • Yezadur ar brezoneg krenn
  • Skridou brezonek krenn
  • Geriadurig brezoneg krenn
  • Alc'houez berr ar c'hembraeg, 1942, eil moulladur.
Troidigezhioù
  • Marvailhoù ar Vengleuz (e kembraeg : Storiau , 1932), 1992, Hor Yezh