Mont d’an endalc’had

Argantael (Abeozen)

Eus Wikipedia

Argantael zo ur romant brezhonek savet gant Abeozen etre 1943 ha 1957.

Embannet e oa bet evit ar wech kentañ e div lodenn e-barzh div niverenn eus ar gelaouenn Al Liamm :

  • niverenn 72 (Genver-C'hwevrer 1959), pennadoù I-IV, pajennoù 20-33,
  • niverenn 73 (Meurzh - Ebrel 1959), pennadoù V-VII , pajennoù 130-145.

Dont a reas e-maez e 1989, dindan stumm ul levr bet embannet gant Al Liamm a-raok bezañ adembannet e 2011 gant An Alarc'h Embannadurioù.

Kriz e vo planedenn an Tregeriad yaouank Lan Rannou. Aet da stourmer komunour tamm-ha-tamm, desket en deus diwar e goust n'hall ket an den pleustriñ war ar politikerezh hag ober war-dro e familh war un dro, dreist-holl p'eo bet desavet e wreg en un tiegezh devot kenañ : graet e veno gantañ mont kuit diouzh e bried, Renea Voulc'h, hag e verc'hig Soazig.

Soñjal a ra dezhañ e tro e donkadur da vat pa gej gant ar Gernevadez Lena Stervinou, da-geñver ur brezegenn dalc'het gant Marcel Cachin (Etre Koroll ha Kan, ez oa savet Marsel gozh da zistagañ un tamm prezegenn da Vretoned Paris.) e Kernevez-ar-Roue (Villeneuve-le-Roi e galleg). Dindan nebeut amzer e tiwan ur garantez don etre an daou zen yaouank, tra ma ra freuz ha reuz Brezel Spagn er c'hreisteiz da Vro-C'hall. Ha Lena dougerez. Siwazh dezhi ez eo tizhet gant un tenn dall tra ma oa oc'h arvestiñ ouzh un dibunadeg : ne vo ket ar vezeien evit saveteiñ he buhez na hini ar plac'hig a zouge, Argantael an anv-bihan dibabet dezhi...