Kaozeadenn Implijer:Y-M D : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 305: Linenn 305:
*Oberoù an abostol: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2FAn_davarn%2Fsizhunvezh_16%2C_bloaz_2010&action=historysubmit&diff=771243&oldid=733566
*Oberoù an abostol: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2FAn_davarn%2Fsizhunvezh_16%2C_bloaz_2010&action=historysubmit&diff=771243&oldid=733566
::Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)". --an abostol/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:45 (UTC)
::Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)". --an abostol/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:45 (UTC)
:Kemm va anv da "plantenn_neptu", mar plij !--petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:56 (UTC)
:Kemm va anv da "plantenn_neptu", mar plij !--Katolik_Breizh/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:56 (UTC)


== Arguzennoù pe dagadennoù? ==
== Arguzennoù pe dagadennoù? ==

Stumm eus an 19 Gou 2010 da 11:56

For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Y-M D, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Y-M D. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Donemat dit e Wikipedia. Emichañs az to plijadur amañ. Gallout a rez sevel goulennoù ganin pe gant ur merour all ma'z teus c'hoant o klikañ war hon anv. A galon --Kadwalan 29 Gen 2008 da 14:53 (UTC)[respont]

Gortoz

Mat e vije gortoz un tamm a-raok dont da lakaat kemmoù hollbouezus er pennadoù a labouran warne: netra displijusoc'h eget koll ar skrid nevez ouzhpennet hag a vije ret adsevel. Unan all a ray em lec'h? Gray neuze. Bianchi-Bihan 1 Gen 2010 da 13:51 (UTC)[respont]

Gouzout a ran mat-tre eo ret diwall gant seurt traoù, met gwellet 'm boa e oas loc'het d'ober ar 5 Pab all neuze em eus soñjet ne poa ket afer ken gant Leon I. Ouzhpenn-se ne oa ket kollet an destenn, ne poa nemet ober "précédent" hag e pefe kavet pep tra en dro, goude-se e pefe adlakaet ar pezh a poa graet e stumm nevez ar pennad. Ha setu duskoulmet pep tra. An holl doare kemmoù a zo pouezus, zoken ar re vihanañ. Ne soñj ket din e poa bet amzer treiñ ur bern traoù dindan 3mn, n'eus ket ur bern labour da adober neuze. --Y-M D 1 Gen 2010 da 13:59 (UTC)[respont]
War a seblant on amparfal war seurt traoù ha bep taol e kollan ar skrid. Ha ne rin ket en-dro. Ha goude 10 pennad nevez hiziv emaon o vont da ziskuizhañ un tamm. Bianchi-Bihan 1 Gen 2010 da 14:30 (UTC)[respont]

Poltriji evit Kumunioù Breizh

Akord. Prederiet on gant an diouer skeudennoù. Kentañ tra: klask 'ba' Commons , mod-se 'ran gwezhoù. Mod-all, an ti-kêr, ur straed bras pe ur blasenn, un iliz, h.a. Ne blij ket re din pa vez lakaet an iliz da gentañ-toud, gwelloc'h eo he lakaat er "monumantoù heverk". Luc'hskeudennoù-paper eus an dielloù perso a c'hellfe bout skannet ivez. A galon. Klaod Kadbzh 2 Gen 2010 da 16:33 (UTC)[respont]

Montroulez, da skwer:[[1]] Kadbzh 2 Gen 2010 da 16:44 (UTC)[respont]
Gell a rit gober war-dro?Marteze e vefe tu goulenn gant ar re all a labour ganeomp ober al labour-se evit ar c'humunioù tro dro d'al lec'h m'emaint o chom pe d'o labour... Gellout a rafe bouetañ un tamm ar pajennoù. A galon. Klaod. Kadbzh 4 Gen 2010 da 13:29 (UTC)[respont]
Me 'zo a-du en ober ma fell dit. N'ouzon ket re petra 'vefe ar gwellañ, skrivañ en davarn, pe goulenn war eeun da bep implijer war e bajenn kaozeal ? Soñjal a ra din e vo diefedus a-walc'h an doare gentañ d'ober, met an eil a c'helfe bezañ pounner evit tud 'zo. Ma 'm befe me da zibab va unan e rafen gant an eil, hag ur gemenadennig en davarn memestra. Ha te petra soñjez ? --Y-M D 4 Gen 2010 da 19:49 (UTC)[respont]
Klask e Commons hag er pennadoù er yezhoù all a c'hell degas frouezh dija. A galon. Klaod. Kadbzh 12 Gen 2010 da 18:54 (UTC)[respont]
Ya evel-just, talvoudus e c'hell bezañ. Degarez met n'am eus ket bet amzer ober war-dro goulenn eus an implijerien all. Raktresoù liesseurt am eus er mare-mañ (re marteze) ha neuze n'am eus ket amzer sevenniñ anezho holl e koulz. Emaon o vont da glask urzhiañ an traoù un tamm. Mat 'vefe ivez ma lavarfes din peseurt doare da c'houlenn gant an dud a vefe ar gwellañ.
Mod all lennet 'm eus ur gemenadenn bet postet war pajenn kaozeal LLydaw a c'helfe bezañ dedennus, [2] (e traoñ ar bajenn). Plijet e vefen ma rofes din da ali. --Y-M D 12 Gen 2010 da 19:02 (UTC)[respont]
Akord, èl-rezon. A galon. Klaod. Kadbzh 12 Gen 2010 da 19:05 (UTC)[respont]

Merourien

Skrivet 'feus an dra-mañ d'ar verourien: Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, .... Gallout a rafes diskouez din pelec'h ha gant piv eo bet graet an dibab a venegez el linenn-se? Kaer am eus klask, ne gavan ket. A galon. Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 18:31 (UTC)[respont]

Ya evel-just e c'hellan lavar dit pelec'h em eus lennet kement-mañ. Er bajenn Kaozeal:Lukius Iañ sellout a rez adalek ar 5 linenn ziwezhañ a-raok ar rannbennad Eilet diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ gant --Neal (Kaozeal) 10 Du 2008 da 15:31 (UTC). E gwir e-barzh an afer-se n'on nag evit nag a-enep diskoulm ebet. C'hoant 'm eus kompren perak e vez kaoz eus un tu eus un dibab ofisiel ha goude-se e vez graet un dra all eus un tu all. Ha dre-se petra a rankomp ober. Setu tout, ken eeun a-se eo an afer evidon. --Y-M D 2 Gen 2010 da 19:22 (UTC)[respont]
Emaout o lavarout eo un dibab personel graet gant un den, neketa ? Gallout a rez lavarout dibab piv ? Ha war betra eo diazezet ? Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 19:27 (UTC)[respont]
Pa lennan an destenn e seblant din ez eo dibab ur merour (Benoni) diazezet war un eskemm a ziskouez ez eus muioc'h a dud a-du eget a dud a-enep. Setu penaos e komprenan an traoù. --Y-M D 2 Gen 2010 da 19:33 (UTC)[respont]
Setu. Un dibab personel (ha n'eo ket unan graet gant voterien) evel a laren. Graet hep diazez skiantel. Goude ur vot hag a roe pep gouiziegezh d'ur merour, un dra bennak evel ar Spered Santel. Aze emaomp e barr an holloueziadurouriezh.
An traoù a denn d'an anvadurezh, goulenn digant ar re o deus prenet un tammig skiant, n'int ket ken eeunik-se. 3 Gen 2010 da 10:15 (UTC)
Da zoare da welet an traoù eo marteze. War a seblant e oa a-du al lod vrasañ war ur stumm neuze eo bet lakaet ar stumm-se da hini Wikipedia. Ar pezh a stadan eo. Ma 'z eo se un dibab personel... Goude ma gav dit n'eo ket an dibab vat a zo bet graet e c'hell an holl goulenn digeriñ ar gaoz adarre. E lec'h mont da furchañ en traoù tremenet klask sevel dibaboù an dazont. --Y-M D 3 Gen 2010 da 11:10 (UTC)[respont]
War a seblant ne fell ket dit klozañ an afer ha me gred ec'h eus komprenet fall un toullad traoù (anat din pa skrivez Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, un dra faos). Koulskoude em boa klasket displegañ, ha me soñje ez poa komprenet, e oa daou zibab personel disheñvel a oa bet kinniget gant daou verour disheñvel. Din-me eo bet hir a-walc'h ar gaoz-se, hag un toullad pennadoù nevez am eus savet abaoe. A galon. Bianchi-Bihan 4 Gen 2010 da 13:48 (UTC)[respont]
Pelec'h peus lennet n' em boa ket c'hoant klozañ gant ar gaoz-se ? Ha gwir eo e vez skrivet splan gant ur merour e sav al lodenn vrasañ a-du gant un dibab. Goude-se me n' am eus ket galloudoù hud ha ne c'hellan ket gouzout da vat petra a c'hoarveze rik d'ar mare-se. Setu perak em boa goulennet gant merourien all reiñ ho ali war an afer-se dre m'o doa kemeret perzh d'ar mare-se. Evidon e oa sklaer e oa daou dra disheñvel ivez, eus un tu e oa ret doujañ d'ar reolennoù ha diouzh an tu all e oa tu kemmañ anezho. Ha daou dra disheñvel mik, daou mont endro e oa 'vidon, daou gaoz disheñvel da gaout. Setu an doare am eus bet da wellat an traoù. A galon --Y-M D 4 Gen 2010 da 19:46 (UTC)[respont]

Patromoù

Salud dit! Un Okitan en deus kinniget din traoù a seblant bezañ dedennus. Sell ouzh ma fajenn gaozeal. A galon, --Llydawr 19 Gen 2010 da 17:03 (UTC)[respont]

Ya lennet 'm boa, met ne ran ket re war-dro merañ pajennoù ar c'humunioù, neuze ne ouezan ket ma 'z eo efedus. Emaon o vont da adlenn ha da furchal un tamm, goude-se e lavarin dit petra soñjan. --Y-M D 19 Gen 2010 da 18:53 (UTC)[respont]
Moarvat e vefe talvoudus goulenn gantañ sevel deomp unan (evit Breizh da skouer) evit gouzout penaos e implijout ha ma 'z eo dedennus. Petra soñjez ? --Y-M D 19 Gen 2010 da 19:02 (UTC)[respont]
Graet en deus evit al Liger-Atlantel (http://oc.wikipedia.org/wiki/Modèl:Popfr44). Met ne gomprenan ket re an traoù-se ha ne ran ket war-dro ar c'humunioù kennebeut. Kadbzh a c'hallfe kaout ur soñj marteze ? Llydawr 28 Gen 2010
Trugarez dit ! --Llydawr 29 Gen 2010 da 07:14 (UTC)[respont]
Gant plijadur. --Y-M D 29 Gen 2010 da 07:18 (UTC)[respont]

Eil brezel-bed

Salud. D'am soñj eo "Eil brezel-bed" hag oa bet divizet. A galon. Klaod Kadbzh 31 Gen 2010 da 18:56 (UTC)[respont]

Bet on da adlenn, hag evel ma soñjen e oa bet dibabet ober gant ar stumm "Eil Brezel-bed" ha ket "Eil brezel-bed". Amañ e vez displeget pep tra. --Y-M D 1 C'hwe 2010 da 18:08 (UTC)[respont]
OK. Faziet oan. Kudenn ebet neuze. A galon. Klaod. Kadbzh 1 C'hwe 2010 da 21:04 (UTC)[respont]

Bet

Da lenn:

Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2010 da 18:22 (UTC)[respont]

Ok bet on o lenn. Trugarez --Y-M D 1 C'hwe 2010 da 18:28 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2010 da 18:29 (UTC)[respont]

Brezhonekaat skeudenn "Korf an den"

Taol ur sell ouzh ar pezh am boa skrivet en davarn (aet eo diwar wel bremañ) : Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 53 bloaz 2009#Brezhonekaat. --Yun (kaozeal) 8 C'hwe 2010 da 14:47 (UTC)[respont]

Nemet

Skrivet 'feus meur a wech: ... ne vo nemet da grouiñ ar rummad a zere : ne vo nemet krouiñ, e brezhoneg. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 15:18 (UTC)[respont]

Klask a rin derc'hel soñj evit ar wechoù o tont. Trugarez --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 15:19 (UTC)[respont]

Sinadur

Evit sinañ gant ur sinadur personelet, kae er bajenn penndibaboù. Ret e vo dit askañ Sinadurioù diliamm (hep liamm emgefre) el lodenn sinadur, ha goude e c'helli skrivañ ar pezh ar gari er c'hombodig Ho lesanv. Setu amañ ar pezh em eus skrivet : [[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small>. Lod o deus kalz a ijin, hag a laka skeudennoù en o sinadur zoken. --Yun (kaozeal) 16 C'hwe 2010 da 15:57 (UTC)[respont]

Komprenet em boa e oa ret mont d'ober se du-se, met n'am boa ket soñjet lakaat Sinadurioù diliamm (hep liamm emgefre). Emaon o vont da glask. Trugarez. --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 16:38 (UTC)[respont]

D'ober, da welet

Asantiñ ur reked

Hag asantiñ a rafes (pe get) ar goulenn(où) am eus savet amañ? Trugarez.--Gwendal 6 Meu 2010 da 18:22 (UTC)[respont]

Marc'hegezh

Salud dit ! Marteze e c'hallfes goulenn ouzh aozer(ez) ar pennad Marc'hegezh petra a dalvez "An eun denn-gezeg" evitañ pe eviti ? Petra eo ar ger "eun" ? Trugarez dit en a-raok ! --Llydawr 13 Meu 2010 da 09:15 (UTC)[respont]

En ober a rin. Ma gavez tammoù frazennoù all ha n'int ket sklaer sav ar goulenn er bajenn kaozeal, mod-se e vo aesoc'h din pa rin war-dro ar frammañ, ha goulennet e vo ganto. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 11:49 (UTC)[respont]

Merzout

N'eus verb ebet a vefe skrivet merzHout. --Ex-Smith 13 Meu 2010 da 16:13 (UTC)[respont]

Ok. Ha n'eus ket eus ar ger Merzher pe un dra mod-se... --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 16:15 (UTC)[respont]
Eo, merzher, hag ar verb merzheriañ, met disheñvel penn-da-benn eo o ster! --Ex-Smith 13 Meu 2010 da 16:19 (UTC)[respont]
Merzher, evel Merthyr. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 16:42 (UTC)[respont]

Botoù hep statud

Setu amañ roll ar robotoù o deus labouret nevez 'zo er wikipedia brezhonek hep statud :

Lod anezho o deus graet ur goulenn er bajenn Wikipedia:Bot, met n'o deus ket bet respont ebet betek-henn. Ret eo bezañ bureviad da vihanañ evit gallout reiñ ar statud-se ha ne vez ket gwelet Neal dre amañ ken. Marteze e c'hellfemp skrivañ dezhañ pe goulenn gant ur penn bras dont amañ d'ober war-dro. A-galon. --Yun (kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:10 (UTC)[respont]

Patrom:Infobox poellad

Salud dit. Implijet em eus ar bajenn gozh {{Infobox Meziant}} evit ober un taol esae. Menel a rae daou bennad gant an infobox-se enno am eus kempennet : Blender ha Rainlendar. Meur a gudenn a zo savet met ne vezont ket gwelet, marteze e kavi an draen... A-galon. --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 02:52 (UTC)[respont]

Tennet ganin

Un dra diezhomm am eus kavet amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jose%C3%ADto_Fern%C3%A1ndez&action=historysubmit&diff=551112&oldid=524316 Bianchi-Bihan 24 Meu 2010 da 03:52 (UTC)[respont]

Mat eo din, trugarez dit evit bezañ astennet ar pennad. A galon --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 07:13 (UTC)[respont]
Tennañ a ran an arouez-se seul wech ma kavan anezhañ diezhomm: astenn ur pennad a c'haller atav. Hag ar pennad brezhonek a oa keit hag er yezhoù all , hag a zo hiroc'h eget er re all bremañ. Bianchi-Bihan 24 Meu 2010 da 09:02 (UTC)[respont]
OK. --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 17:00 (UTC)[respont]

Kenurzhiennoù geografek

Salud dit. Emaon o labourat war ar c'henurzhiennoù geografek (e-giz-se e vez lavaret e Lise Diwan ?) hag ar patrom {{Coord}}. Ha gallout a ri kemer ar 25 linenn gentañ er bajenn Implijer:Yun/monobook.css, a-raok

/**************************
 ***     Infobox v2     ***
 **************************/

ha lakaat al linennoù-se er bajenn MediaWiki:Common.css, a-raok "*** Infobox v2 ***" ivez ? Ret eo bezañ merour evit gallout kemmañ ar bajenn-se. Gant se e vo diskwelet ar c'henurzhiennoù geografek er stumm derez-munutenn-segondenn pe er stumm degel. Trugarez. --Yun (kaozeal) 24 Meu 2010 da 10:20 (UTC) [respont]

Graet Setu graet an traoù, mat 'vo gwiriañ ez eo bet graet mat memestra. --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 19:39 (UTC)[respont]
Trugarez. Mat eo. Ne weler ket an efedoù c'hoazh, marteze e rankimp gortoz un tamm. --Yun (kaozeal) 25 Meu 2010 da 06:32 (UTC)[respont]
Mat eo bremañ. Displeget e vo pep tra er bajenn {{Coord}}. Ha diwar-benn ar c'heriaoueg : kenurzhiennoù geografek a vez lavaret el lise ? Evel se emañ e geriadur ar skiantoù hag an teknikoù. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 06:14 (UTC)[respont]
Digarez ma n'am boa ket respontet dit en un doare klok, met kudennoù am boa gant internet. Ne vez ket komzet eus kement-mañ el Lise neuze n'ouzon ket ha reizh eo. Met en ur prederiañ un tamm e savan a-du gant an dibab-se. Pa 'vez kaoz eus ordonnées el Lise e lavaromp urzhiennoù, neuze coordonnées a zo kenurzhiennoù. Ur goulennig am eus mod-all, perak 'peus dalc'het ar stumm gall d'ober evit envel ar patrom ({{Coord}}) ha ket klasket e vrezhonekaat ? Hag echuet eo ar patrom-se bremañ, pe e chom labour ? Un draig all c'hoazh. Un tamm amzer 'zo em boa klasket ouzhpennañ kartennoù ar gumunioù en daolenn kumun, met ne oa ket deuet a-benn. Neuze ma 'peus un tamm amzer un devezh bennak evit teurel ur sell ([3]), al lodenn da heul eo a vefe dedennus gellout ober amañ ivez :
 | géoloc-département = 
Trugarez --Y-M D (kaozeal) 26 Meu 2010 da 07:44 (UTC)[respont]
Trugarez evit da respont. E gwironez ez eo ar stumm saoznek a zo bet dalc'het evit envel ar patrom {{Coord}}. Krouet e oa bet er wikipedia brezhonek gant Damien Perrotin hag implijet e veze dija e meur a bennad. Ne vo ket implijet war-eeun peurvuiañ met galvet e vo gant ar patrom {{Kenurzhiennoù/dms2dec}}, galvet d'e dro gant {{Infobox/Linenn gemmesk ledred hedred diret}} a zo ur vrikenn evit sevel patromoù infobox. Labouret em eus war ar c'henurzhiennoù evit echuiñ gant ar vrikenn-se. Echu eo ar rummad patromoù a denn d'ar c'henurzhiennoù, menel a ra un nebeud pajennoù displegañ da sevel c'hoazh, ha gwellaennoù ivez, met mont a ra en-dro.
Evit ouzhpennañ kartennoù en daolenn gumun e c'hellimp ober gant ar vrikenn ziwezhañ a chom da sevel e-touez an 22 vrikenn a servijo da sevel patromoù infobox. Ret e oa din echuiñ gant ar c'henurzhiennoù da gentañ. Ur sapre chanter e vo hag ezhomm am bo da gaout sikour evit treiñ an holl batromoù lec'hiañ. Da c'hortoz e c'heller sevel patromoù infobox gant ar brikennoù a zo. Pa vo prest ar vrikenn {{Infobox/Geolec'hiadur}} e vo trawalc'h ouzhpennañ anezhi er patrom hep cheñch netra er pennadoù evit diskwel ar c'hartennoù lec'hiañ, rak implijout a ray ar c'henurzhiennoù (led[red] hag hed[red]) a vo bet roet dija er pennadoù.
--Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 09:08 (UTC)[respont]

Patrom géoloc

Mat 'vije kaout ur patrom da lec'hiañ kumunioù Breizh war ur gartenn e-giz ar wiki manavek [4]. N'eus ket a gartenn gant Breizh a-bezh war commons ken resis hag amañ da skouer, dav vije goulenn digant unan e sevel, gant ar pemp departamant ar wech-mañ... Pe neuze e reer gant an departamantoù nametken.--Gwendal 26 Meu 2010 da 09:04 (UTC)[respont]

Savet em eus div (torosennadur ha melestradur) met n'int peurvat c'hoazh. Ar pep gwellañ a vefe kaout div gartenn e projektadur kranennel. Aesoc'h eo ober gant ar re-se evit lec'hiañ ur poent daveet gant e genurzhiennoù war ar gartenn. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 09:15 (UTC)[respont]
Setu, eilet em eus anezho er wikipedia brezhoneg : Skeudenn:Breizh geo.png ha Skeudenn:Breizh departament.png. Gallout a reer gwelet n'eo nag eeun na parallek al ledredoù hag an hedredoù. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 09:22 (UTC)[respont]

Republik Soviedel ar Menezioù

Salud dit ! Stanket 'peus kont un implijer dianav o welet e oa dizemglev etre an den-se hag un implijer all abalamour d'ur gartenn e daou bennad, Republik Soviedel ar Menezioù ha OE Osetia ar Su. Da'm soñj n'eus ket da zibab mont a-du gant an eil pe gant egile eus an daou implijer-se. Aferioù diabarzh Osetia pe Jorjia ne sellont ket ouzh ar Wikipedia brezhonek. Ar gartenn-se a gaver er pennadoù e yezhoù all ha n'eus netra direizh ganti (taol ur sell, ma kerez, ha taol ur sell ivez ouzh ar c'hemmoù degaset gant "Geagea" er Wikipedia saoznek[5]). A galon, --Llydawr 24 Meu 2010 da 16:49 (UTC)[respont]

Faziet 'm eus neuze. En ur lenn ar pezh en doa skrivet an den e seblante din e oa an implijer dianv o lakaat reuz. Distanket 'm eus an implijerien. Hag ouzhpennet 'peus ar gartenn en-dro ? Marteze e vefe mat respont d'an implijer Geagea. A galon --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 17:07 (UTC)[respont]

... bet lennet un draig eus e berzh nevez 'zo, p'en doa krouet e bajenn. Diotaj, me ' gred. Marese e c'hellfec'h adkavet ar bajenn. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 27 Meu 2010 da 21:57 (UTC)[respont]

Eus ar pezh a oa skrivet war ar bajenn implijer emaout o komz ? Diverket eo bet ar frazenn gant Yun. Emaon o vont da skrivañ da Implijer:Anna-vari evit displegañ an traoù. --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2010 da 10:16 (UTC)[respont]
Kazimant sur on n'eo ket ganti e oa bet skrivet ar sotonioù, met gant ur c'hanfard all eus al lise. Da'm meno e vefe gwelloc'h chom hep adskrivañ ar frazenn divalav-se adarre. --Yun (kaozeal) 28 Meu 2010 da 13:14 (UTC)[respont]
Ok, emaon o vont da dennañ ar frazenn. --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2010 da 13:31 (UTC)[respont]

Denez Prigent

Mat an traoù ganit ? Emaon o treiñ Denez Prigent diwar ar « pennad mat » em eus savet e galleg. Gouzout a ran mat n'on ket barrek war ar brezhoneg, neuze, emaon o klask unan bennak a c'hellfe adlenn ha kempenn ar pennad. Gallout a rafes, pe ober an dra-se, pe lavaret din piv a c'hellfe bezañ intereset ? D'am soñj em eus troet war-dro hanter ar pennad, kenderc'hel a rin pa vo din amzer. Oy 28 Meu 2010 da 18:54 (UTC)[respont]

Mat ar jeu ganin, ha ganit penaos 'mañ kont ? Ne gav ket din ez hon an hini barrekañ war ar brezhoneg er Wiki, mont a rin da deurel ur sell memestra. Kinnig a rafen dit sevel ar goulenn ouzh Implijer:Bianchi-Bihan, Implijer:Ex-Smith pe Implijer:Llydawr, e gwir ez eus un toullad tud barrek war ar brezhoneg du-mañ. Gwelet 'm eus e poa graet ur sapre labour treiñ hiziv, gourc'hemennoù. Plijus eo atav kaout tud ouzhpenn o labourat ganeomp. A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2010 da 19:09 (UTC)[respont]

Ya

Pep den a c'hall kemm. Bianchi-Bihan 31 Meu 2010 da 06:36 (UTC)[respont]

N'on ket sur em eus komprenet ar pezh 't eus lavaret. Gallout a rez kemmañ ar pennad, sur a-walc'h, fazioù a ran ha kontant on pa vezont reizhet. Oy 31 Meu 2010 da 09:06 (UTC)[respont]
Eus un dra all e oa kaoz . Bianchi-Bihan 31 Meu 2010 da 10:13 (UTC)[respont]

Tagadenn

Tennet ganin un dagadenn bersonel , adlakaaet unan all gant ar memes den. Ma ne vez ket tennet gant ur merour, en anv reolennoù wikipedia, daoust hag aotreet on d'ober eveltañ? Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 05:53 (UTC)[respont]

Din n'eo ket splann ez eo un dagadenn. Displegañ a ra abeg e zibab. Ha n'eo ket falloc'h e ouife an dud perak. Marteze ne gav ket dit e peus graet te tra ebet dezhañ, met eñ a sant ar c'hontrol war a seblant. Ne gav ket din ez eo un dagadenn lavaret pa vezer lakaet diaes gant un den. Hogen arabat eo mont re vuan ganti, ne 'z eus ket aotre da dagañ ar re all. Aze ne ra ket a gav din, ne vez ket o tagañ ac'hanout, menegiñ a ra un abeg tra ken. Ha peurliesañ pa dager unan bennak ez eo peogwir ez eus bet darvoudoù a-raok, war am eus komprenet n'ez eus ket a abeg resis, hervezout, evit ma dagfe ac'hanout... Ouzhpenn-se n'eo ket meneget da anv, nag hini den ebet. A galon --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 16:27 (UTC)[respont]
Degas a ran da soñj dit ez poa lavaret sklaer dezhañ e oa aotreet kemmañ ar pennadoù. Goude-se ez poa lavaret e oa furoc'h gortoz. Ha soñjal a ra dit e oas bet komprenet gantañ? Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 16:34 (UTC)[respont]
Perak e komzez din eus se ? N'eus tra ebet da welet. --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 16:48 (UTC)[respont]
Perak e respontez evel-se? Gouzout a rez eo aze emañ gwrizienn an afer. Ma oa aotreet kemmañ n'eus ket aotre da gomz eus taol-nerzh, keta ? Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 17:16 (UTC)[respont]
Amañ ivez e vez mesket an traoù. Tremen eus tagadenn gant ar frazenn "...abalamour d'ar memes den" d'an aotre da gemmañ traoù ha d'un taol nerzh. Zoken ma 'z eo liammet ne c'heller ket meskañ pep tra. Ne vez ket mesket ar bara gant ar soubenn zoken ma 'z eo mat debriñ soubenn ha bara war ar memes tro. Traoù all 'm eus d'ober eget komz difin, dreist-holl pa ouezan ne zaio ket an traoù war-raok. Ken ur wech all --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 19:31 (UTC)[respont]

Taol-nerzh

Fentus eo: pa oa un den o komz eus taol-nerzh pa'm boa graet UR c'hemm ne oa ket bet lavaret dezhañ ez ae re bell. Ne gomzin ket ken eus an tagadennoù, peogwir ne welez hini ebet. Ha ne gavez ket iskis unan dianav ha n'en deus netra d'ober nemet kavout abeg e labour un den (ha n'eo ket daou na tri)? Pa van kousket an neptuegezh war-lerc'h he skudellad soubenn ne vez ket fall he dihuniñ. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2010 da 06:18 (UTC)[respont]

Me ne gavan ket-se fentus, pe ket ar memes fent d'an nebeutañ. Perak e kavfe ar c'hemmoù-se abeg e labour unan bennak ? Ma ne oa ket klok ar pennadoù e oa un abeg resis evit lakaat ar patrom. Ha penaos gouzout ma 'vez klasket abeg e labour un den ? Tra ken peogwir eo bet ouzhpennet e 4 pennad bet savet ganit ? Treut un tamm eo evel arguzenn. N'eo ket ur gudenn ouzhpennañ ar patrom 'zo kaoz outañ er pennadoù, pell alese. Pa savan pennadoù ec'h ouzhpennan ar patrom-se me va unan gwechoù 'zo. Kavout a ran ez eo er c'hontrol un ostilh labour talvoudus ha da implijout en un doare efedus (pe an efedusañ posubl). A galon --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:29 (UTC)[respont]


Infobox

Setu lakaet ar piktogramm a-zoare evit an Infobox C'hoariva (tud)‎. Lakaet em boa anezhañ dija evit an Infobox Sinema (tud) (Emichañs teu mat war-wel ganez, gw. amañ da skouer Nicole Kidman. Mat e vefe din labourat war karta al livioù... Mat eo bremañ evit al liammoù etrewiki ivez. A galon. --Matilin 25 Ebr 2010 da 14:00 (UTC)[respont]

Mat eo evidon, trugarez. Tu 'vo gwelet evit karta al livioù, gwir eo, met diwezhatoc'h em bo un tamm muioc'h a amzer. --Y-M D (kaozeal) 25 Ebr 2010 da 19:03 (UTC)[respont]

Bannieloù

Salud, ma kavez hir da amzer e vank un nebeud patromoù bannieloù. Dre zegouezh em eus kavet : [6]. A galon. --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 19:17 (UTC)[respont]

Ne gavan ket hir va amzer, met kroget 'm eus d'ober war-dro ar patromoù a vanke avat. --Y-M D (kaozeal) 2 Mae 2010 da 19:47 (UTC)[respont]
Trugarekaat. Bet o lenn ar pennad diwar-benn Shanghai dre zegouezh peogwir e oa meneget er bajenn degemer. El lise e vin a-benn ar Merc'her 19, diouzh ar mintin nemetken. --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 19:56 (UTC)[respont]

Tu

Gant pezh ac'h eus skrivet e-barzh ma fajenn e kav din eo ret dit lenn: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Ar_fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Tu . A galon. Bianchi-Bihan 2 Mae 2010 da 19:44 (UTC)[respont]

Bet on o lenn. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 2 Mae 2010 da 19:50 (UTC)[respont]

Kavet ganin ha skarzhet : Roll gwregoù des présidents de la République française . Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 14:24 (UTC)[respont]

Digarez ac'hanon, met e lec'h skarzhañ tout al labour am eus graet dec'h e pefe gellet adframmañ ha kempenn anezhañ. Ne lavaran ket e oa direbech ar pezh am boa graet, met traoù ouzhpenn am boa degaset. Ar pennad a zo gant ur stumm doare katalog betek re ha traoù amspis a zo ivez (perak lavarout ez eo dimezet gant ur politikour gall hep menegiñ e anv hag e statud ?). Ha war a seblant em boa disoñjet treiñ traoù 'zo, Oups. --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 14:33 (UTC)[respont]
Marteze e vanke anv ar politikour, bremañ emañ er pennad. Ar "ger" gwregoù n'emañ ket c'hoazh e brezhoneg. Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 14:56 (UTC)[respont]

Pa vez un evezhiadenn d'ober d'un den e vije mat ober war e bajenn, ha n'eo ket en davarn. Diouzh a welan, n'eus ket bet hini ebet war e bajenn. Moarvat peogwir ne oa ket ezhomm. Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 15:13 (UTC)[respont]

Kontet em eus e c'halle Fulup lakaat betek c'hwec'h tagadenn en ur pennad, hep sachañ evezh ar verourien:

  • Dilezet em boa ar wikipedia brezhoneg un toullad mizioù zo (abalamour da emzalc'h mantrus an Ao Blanchi dreist-holl) : displegadenn ebet, tagadenn bersonel diabeg
  • lezel ur betis e-giz-se da dremen : tagadenn bersonel adarre

*"Ar redadeg 2010" an hini zo reizh ha n'eo ket "redadeg 2010" (ha n'eo ket gwall vrezhoneg 'm eus aon): marteze n’eo ket an hini kavet mat gantañ, met reizh eo, ha brezhoneg a ouzon, goude ma c'hallan faziañ, hag eñ ivez;

  • an ao. Blanchi: ne gontan ket ken an distummadurioù eus un anv hag a zisplij dezhañ
  • Klasket en deus an ao. Blanchi bezañ glepoc'h eget ar glav : ster ar ger glep zo anavezet mat gant brezhonegerien zo, hag ur gunujenn eo;
  • Ne gomprenan ket petra zo kaoz ne vez ket enebet muioc'h ouzh an den-se? … Ma 'm eus un ali da reiñ deoc'h, eo diwallit outañ … Sed aze un ali neptu hag ur galv d'an dud da vont a-enep d'un den, difennet groñs er reolennoù (deuet da vezañ didalvoud?). Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 15:35 (UTC)[respont]
N'eo ket re wir lâret n'eo ket bet sachet evezh ar verourion gant e emdalc'h, rak skrivet em eus me e rankfe difenn e savpoent hep mont da gununjenniñ an dud (aman:[7]). Gwir n'on ket bet gwall oberiant war ar raktres ar bloaz-mañ, met grevus e kavan gwelet e teufe en-dro tud all ken dioberiant all evit tagañ implijerion all a labour ingal diouzh o zu. Neal (Kaozeal) 16 Mae 2010 da 18:08 (UTC)[respont]
Evel am eus bet lavaret n'eus bet kunujennet den ebet. ("gleb" e "glepoc'h eget ar glav" (plus royaliste que le roi), n'eo ket ur gunujenn, din da c'houzout). Un tammig goap (farsus?) am eus graet, ya, en anzav a ran. Met daoust ha ne zellez ket hor mignon oberiant ha tagnous e vefe graet fent gantañ ur wechig dre vare. Ma 'm eus soñj mat, e oar an aotrou ober gant tagadennoù ha kunujennoù fogn. Ne oa ket bet gourdrouzet ar paotr gant ar verourien meur a wech? Ma, mar lavarit ne fell ket deoc'h gwelet tagadennouigoù bihan eus ma ferzh. Ne rin ket mui.
Ar ger betis n'eo ket un dagadenn, lavaret en deus bet "Ar redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg." Ha Llydawr hag an ao. ex-Smith war e lerc'h. Ur betis o deus lavaret o-zri. Souezhet on o welet ne oa deuet merour ebet da reizhañ ar betis-se, ur betis en doa lakaet ac'hanon da vont diwar ma zreid, gwir eo.
Evit a sell eus anv an ao. Mar fell dezhañ e rafen gant ao. Blanchi e-lec'h ao. Bianchi, mat eo din. Ober a rin gant ao. Blanchi diwar vremañ. Ne fell ket din feukañ den ebet amañ.
A galon. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 16 Mae 2010 da 18:37 (UTC)[respont]

Hep sachañ evezh ar verourien ? Gant tri merour ez eus bet graet un evezhiadenn da Fulup Cayenne evit goulenn gantañ chom hep kunujenniñ hag evit chom reizh gant an implijerien all. Hag ar respontoù en deus roet da-heul an evezhiadennoù-se a zo bet doujusoc'h. D'am soñj eo ret tremen dreist d'an traoù-se ha mont war-raok gant an hent, traoù all a zo d'ober eget koll amzer da chikanañ, met en ur chom reizh, seven, ha doujus evel-just. A galon --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 19:50 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket. Ma soñj a oa reizhañ un dra diwir bet embannet er wikipedia. Gwir am eus graet kement-se en ur implijout un ivinadig goaperezh e-keñver an ao. B*anchi met goulennet em eus bezañ digarezet (meur a wech) ha chomet on seven penn-da-benn. E mod ebet em eus kunujennet den ebet. Betis a oa re greñv? Ur wech ouzhpenn e c'houlennan bezañ digarezet.
Met c'hwi eus ho tu mar plij, paouezit da lavaret e kunujan an dud. N'eo ket gwir. Sed amañ ar pezh emaon o paouez resev :
==Redadeg, Blanchi e-lec'h Bianchi ha kunujennoù== Salud. E-giz merour e c'houlennan ganit paouez gant da evezhiadennoù a denn da gunujennoù. --Ex-Smith 16 Mae 2010 da 19:44 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket ha mantret on. Diouer geriaoueg ez eo? Ma evezhiadennoù ne dennont ket da gunujennoù. Nemet ha dall e vefen?
A galon memes tra. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 16 Mae 2010 da 20:11 (UTC)[respont]

Evel ma 'm eus lavaret e soñj din eo poent tremen dreist d'an afer kunujennoù-se. Fulup a zo bet kelaouet da-geñver ar c'hunujennoù hag en em zigarezet eo. Me lavarfe, mat an traoù evit ar wech-mañ. Deomp da draoù all, komzomp eus an danvez. --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 20:14 (UTC)[respont]

Evit an danvez, a gredan, em boa graet ma c'hont dec'h, ha kemer a rin ar gwir da zrailhañ kaoz a-hed hag a-dreuz evel ar paotr Filipig, sur ha n'eo ket marteze. Bianchi-Bihan 17 Mae 2010 da 05:53 (UTC)[respont]

Demat, trugarez

Capsot 15 Mez 2010 da 08:53 (UTC)[respont]

Gant un "n" ouzhpenn e kemm pep tra

Diwall: kanañ pe kannañ? Bianchi-Bihan 17 Mez 2010 da 08:31 (UTC)[respont]

Lennet em eus an dra-se goude bezañ cheñchet ar bajenn. Telepatiez ? OyP· 17 Mez 2010 da 10:14 (UTC)[respont]
Evel-just e cheñch pep tra, ha gouzout a ouien ouzhpenn, spi 'm eus ez eo ur fazi dievezh... --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 19:02 (UTC)[respont]

Patrom nevez Poull

Trugarez evit ar patrom Poull. Graet em eus un taol-esae gant strollad C Kib vell-droad ar bed 2010. Aes eo da implijout. An diskoulm am eus kavet evit lakaat anv ar blanterien palioù (n'eo ket raktreset er patrom) eo kodiñ se war-eeun e-barzh (lammat ul linenn gant <br/> ha lakaat etre kromelloù an anv + e peseurt munutenn eo bet lakaet ar pal. Ar c'hod n'eo ket ken sklaer marteze, n'ouzon ket petra a soñjez. Simploc'h c'hoazh e vefe ma vefe raktreset se er patrom (goude skor= ha skipailh= e vefe pal= )met diouzh an tu all se a dalvez 1. lammat ul linenn dre ret padal ne vez ket palioù dre ret 2. kaout un dra ouzhpenn n'eo ket talvoudus evit krogadoù rugbi pe mell-baner da skouer. Peotramant un diskoulm a c'hallfe bezañ eo e savfen ur patrom nevez anvet paler pe lakaer palioù. Evel-se diouzh ma vefe lakaet ur pal pe get (ha diouzh ar c'hoant resissat pe get) e vefe posupl d'an traoù bezañ skor= skipailh= paler=
A-hend-all daou draig a-dreuz zo em zaol-esae ha na gomprenanan ket : ur c'hrogad Slovenia-Slovenia a zeu war-wel e plas Slovenia - SUA, padal em eus merket mat SUA. Ur bitrak all : ne zeu ket war wel ar varennig stagañ en disoc'h diwezhañ (?)
Un dra diwezhañ, gwelet em eus e rez gant MEX e plas Mec'hiko evit ar patrom banniel, ul lec'h zo evit kavout roll berradurioù ar broioù ? Glombzh 18 Mez 2010 da 13:54 (UTC)[respont]

Me gav ez eo efedus an doare ac'h eus implijet evit lakaat piv an hini en deus lakaet ar pal, ha ne soñj ket din ez eus ezhomm eus ur patrom nevez all. Evit ar bitrakoù meneget ganit avat e choman divouezh, dre ma n'am eus ket graet nemet adkemer ar patrom gall ha treiñ anezhañ n'ouzon ket eus pelec'h emañ ar gudenn o tont, n'am eus kemmet tra ebet all. Gwelet 'm eus e poa reizhet ur fazi dievezh am boa graet, ha setu reizhet ur gudenn neuze (Slovenia/SUA). Evit al lodenn all e vefe ret sellet un tamm donoc'h, me n'am eus kavet tra.
Evit ar pezh a denn d'an anvioù implijet evit ar patromoù ez eus 2 ziskoulm. Pe ec'h implijez anv brezhonek ar vro (graet 'm eus war-dro sevel anezho, setu e rank al lodenn vrasañ anezho bezañ prest, ma n'int ket goulenn ganin) (evel Mec'hiko, da skouer), pe mod all e c'helles ober gant berradur etrevroadel anv ar vro (evel MEX da skouer). Ha sklaeraet 'm eus an traoù ?
Lavar din ma gavez pehini eo kudenn ar patrom poull. --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 20:43 (UTC)[respont]
Evit Slovenia-Slovenia eo renket : kavet em eus un ui-koukoug er patrom. Mat eo evit ar varennig-stagañ ivez Glombzh 18 Mez 2010 da 20:39 (UTC)[respont]
Ma 'z eo diskoulmet ar gudenn n'eo ket falloc'h. Gant ma servijo dit (pe d'ar re all Taol lagad) ar patrom... --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 20:45 (UTC)[respont]

Ha gellout a rafez lakaat bravoc'h ar patrom-mañ, evel ma 'peus graet evit ar re all. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 2 Mez 2010 da 06:26 (UTC)[respont]

Graet Gwelloc'h a c'haller ober, kredapl, met un tammig propoc'h eo bremañ. D'ar c'hentañ tro. --Matilin 19 Mez 2010 da 13:33 (UTC)[respont]

Mariachi Vargas de Tecalitlán

C'hoant am boa bezañ sur. Diverket e vo neuze ar bajenn. --Y-M D (kaozeal) 24 Mez 2010 da 20:43 (UTC)[respont]

Wikimammenn

J’ai répondu sur ma page de discussion. Cdlt, VIGNERON 25 Mez 2010 da 13:13 (UTC)[respont]

Pibien

Dec'hel a rin soñj evit ar patrom "stumm an titl", trugarez. Evit ar patrom pab ez eus kudennoù gant merdeerioù 'zo (da skouer Google Chrome a implijan alies), setu perak ne implijan ket anezhañ. C'hoant em boa labourat warnañ ha kemer skouer diwar an hini gallek. Met diwezhatoc'h.--Gwendal 26 Mez 2010 da 16:20 (UTC)[respont]

Virgulenn

Daou zoare disheñvel da vihanañ, hervez ar wikioù. En hini saoznek e vez graet muioc'h gant ar virgulennoù. Marteze zoken ez eus reolennoù. Ma'm eus soñj mat e oa bet votet ivez war se amañ, en amzer ar spazhañ laou, ha plijet e oa bet d'ur merour serriñ ma c'hont abalamour d'ur virgulenn kontrol d'ar reolenn. Pa savan ur pennad diwar ur yezh all e kemeran doare ar yezh orin, hep terriñ ma fenn, pezh a gont eo danvez holloueziadurel ar pennad, keta. N'em eus ket gwelet e save kudenn ebet bepred. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 22:05 (UTC)[respont]

Salud, ha trugarez evit da respont.
Evidon kennebeut ne seblant ket bezañ ur gwall afer pa 'vez sellet ar pennadoù unan hag unan, ne vez kollet tra ebet (na gounezet) gant an eil stumm pe egile.
Evel ma 'peus lavaret e oa bet votet amañ ivez diwar-benn ar sujed-mañ, Gwendal en deus lavaret deomp e peseurt pajenn e veze displeget ar reolenn : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud, Reolenn 2.
Pa brederier un tamm n'eo ket ken didalvoud ha-se ar reolenn. Un abeg frammañ hag urzhiañ diabarzh Wikipedia brezhonek eo ! Unvan eo e-mod-se an doare da ginnig an traoù war Wikipedia, hag an holl a ra gant ar memes mod ober. Met n'eo ket an elfenn pennañ. Gant ur skouer eeun e vez gwelet diouzhtu. Pa 'vez al liamm Yann Iañ (dug Normandi) en ur pennad ne vo ket skeudennaouet ez eus eus ar pennad, padal ez eus eus Yann Iañ, dug Normandi. Kudennoù disheñvel a vez neuze :
  • Ur riskl a zo e vefe adsavet ar pennad gant un implijer all hag a golo nerzh en ur adober ul labour graet dija, e lec'h klokaat ar pennad a oa outi a-raok pe e lec'h sevel ur pennad nevez all.
  • Ne vez ket ur gwir rouedad o liammañ pennadoù diwar-benn ar memes sujed, dre ma ne vez ket atav ar memes doare da envel ar pennadoù, ha ne gloto ket al liammoù. Kollet e vo neuze danvez evit al lennerien.
En abeg da se eo ez eus ezhomm eus ur reolenn doujet gant an holl. Goude ma gav lod eo direizh, fall pe diboell an dibab bet graet e c'hellont ober kinnigoù hag e c'hellfe ar gumuniezh divizout en dro. Met evit poent eo ret doujañ ouzh ar reolenn hag a oa bet divizet a-stroll, dre ma 'z eus un abeg. --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 09:01 (UTC)[respont]

Latveg

Trugarez evit da c'hourc'hemennoù! Dre forzh studiañ e oan krog da vezañ dedennet gant Latvia hag al latveg, setu perak em eus bet c'hoant da eskemm an traoù-se gant ar vrezhonegerien. Ouzhpenn-se e c'heller keñveriañ stad ar brezhoneg gant hini al latveg, ha ne vez ket graet peurliesañ. Aze ne ran nemet kempenn an holl ditouroù a gaver diwar-benn al latveg e saozneg, alamaneg ha galleg. Fellout a ra din e vefe ar pennad brezhonek an hini klokañ e Wikipedia. Gwelet e vo! Mod-all emaon o soñj sevel pennadoù kar diwar-benn Latvia dre vras, ha kenderc'hel evel-just gant ma fennadoù diwar-benn ar skrivagnerien, dreist-holl eus Aostria. A galon! --Spudnik 29 Mez 2010 da 07:17 (UTC)[respont]

Plijet bras e vezan atav o welout un implijer nevez oc'h erruout, ha dedennus kennañ e kavan e vefe savet pennadoù war temoù a bep seurt, evit ledanaat tachenn ar brezhoneg ha Wikipedia brezhonek. Me gav din ez eo dedennet a-walc'h Implijer:Ex-Smith gant al lennegezh hag ar skrivagnerien, ket dre ret re Aostria, met dit da c'houzout e c'hellez mont e darempred gantañ war an tem-se ma 'vez ezhommoù ganit. A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 10:17 (UTC)[respont]

Salud dit, o paouez lakaat listenn Swadesh al latveg emaon, met sikour am befe ezhomm evit kempenn anezhi un tamm. N'eus bet graet patrom ebet evit seurt listennoù war a seblant. --Spudnik 29 Mez 2010 da 10:04 (UTC)[respont]

Bet on o welet, ha gwir eo e seblant direizh. Klask a rin sikour ac'hanout, met ezhomm am befe gouzout diwar peseurt yezh ha peseurt pennad e peus kemeret an daolenn-mañ. Mont a rin neuze da furchal du-se evit gwelet penaos e reont, ha klask a rin en ober amañ. --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 10:13 (UTC)[respont]

Trugarez dit! Kavet em eus an daolenn-se er wikipedia brezhonek, amañ: http://br.wikipedia.org/wiki/Listenn_Swadesh Ret eo bet din kemer homañ peogwir ne oa nemet patromoù er yezhoù all. --217.112.52.40 30 Mez 2010 da 07:51 (UTC)[respont]

Reizhadenn

Trugarez evit ar reizhadenn-mañ. --Y-M D (kaozeal) 9 Gou 2010 da 11:41 (UTC)[respont]
Wikipedia:Fazioù stankañ#Fellout --Y-M D (kaozeal) 14 Gou 2010 da 21:06 (UTC)[respont]

anvioù-stêrioù

Ezhomm am-eus da c'houvezout ha bez' ez eus ur reolenn-yezhadur a denn da reizh an anvioù-stêrioù e brezhoneg. Ha gourel ez int holl ? Amañ e c'heller lenn "ar Mur" hag "ar Marne". Perak ez eo ar stummoù-mañ gourel ? Diwar-benn an dra-se ez eo bet kaozeet eno. Trugarez en araok. --Katolik Breizh 9 Gou 2010 da 01:35 (UTC)[respont]

Ne c'hell ket ur merour respont d'ur goulenn eus ar seurt muioc'h evit forzh peseurt implijer. N'eo ket e roll divizout, met hentañ, frammañ hag aozañ an diviz. Gant ma gavi ar respont memestra. A galon --Y-M D Y-M D (kaozeal) 9 Gou 2010 da 11:40 (UTC)[respont]

Roll ar pennadoù a ra diouer d'ar Wiki brezhonek

Salud dit ! "Roll ar 1000 pennad a rankfed kaout war an holl wikipediaoù" eo ar roll-se. Lakaat a ran ar roll brezhonek da glotañ gant ar pezh a gaver er yezhoù all. Rak kozh e oa ar roll zo ganimp er Wikipedia brezhonek ha ne glote ket ken gant roll ar 1000 pennad diazez er yezhoù all. Setu perak e klaskan kempenn anezhañ un tamm. Kroget em eus en deroù ha mont a rin war-raok tamm-ha-tamm, betek ma vo heñvel ouzh ar roll er yezhoù all. Hervez ar roll-se e vez barnet pep Wikipedia amañ. Gallout a rafed lavaret n'eo ket peurvat ar roll 1000 ger diazez, peogwir ez eo bet savet e saozneg da gentañ hag evit saoznegerien dreist-holl, sklaer eo din. Met evel-se emañ hag hervezañ e vez barnet pep Wikipedia ! Ar c'hentañ e vo glasaet an holl ditloù er roll, ar gwellañ neuze. Pennadoù all (a c'haller kavout pouezus, a-hend-all) am eus tennet eus ar roll peogwir n'emaint ket er roll "etrebroadel". Soñjet em boa menegiñ anezho er bajenn gaozeal. Setu an displegadenn evit klask respont da'z koulenn. Emichañs eo sklaeroc'h dit. A galon, --Llydawr 14 Gou 2010 da 21:40 (UTC)[respont]

Kompren a ran gwelloc'h ar pezh emaout oc'h ober, ha rezon 'peus d'en ober d'am soñj, ezhomm 'oa. Gwir eo ne vo ket klok tamm ebet ar roll-se a 1 000 bennad, evel ma 'peus lavaret e vefe dedennus ouzhpennañ ar re n'emaint ket er 1 000 en ur bajenn all pe er bajenn kaozeal. Kalon dit, --Y-M D (kaozeal) 15 Gou 2010 da 21:37 (UTC)[respont]

Ar c'hinnig

Ya, gwelloc'h eo evel-se gant ar vandenn evel m'eo bet graet ganit. A-raok, war ma skramm da vihanañ, ez ae ar vandenn war ar skeudenn ha divalav-spontus e oa, ha setu perak e oan aet da skarzhañ anezhe pa gave din e oant didalvoud a-walc'h war ar marc'had. Daoust ha talvezout a ra ar boan lakaat ar patrom "Labour zo" evit pep pennad diechu? Dav e vefe ouzhpennañ ur bern neuze, evel amañ, ha kant all moarvat. Pe neuze lakaat ar meneg-se nemet pa vez pennadoù a vefe mat ma vefe puilh a-walc'h an danvez enno (broioù bras, tud brudet, etc.)?--Trec'hlid mitonet 15 Gou 2010 da 10:11 (UTC)[respont]

Ar memes gudenn ha te am boa gant ar vandenn pa veze lakaet goude an daolenn.
N'eo ket sot tamm ebet ar goulenn savet ganit diwar-benn implij ar patrom. Evit an holl diechu ? Pe evit an holl diechu hag o deus ur pouez bras ? N'ouzon ket re petra respont. D'an taol sell gentañ e vefe techet da lavaret evit an holl, met pa brederier un tamm e seblant din ez eo talvoudusoc'h e c'hellfe an dud kavout buan peseurt pennadoù a-bouez n'int ket klok. Ha pa 'vo c'hoant klokaat ar pennadoù all gant den-mañ den e kavo anezho buan. Moarvat n'eo ket 'vit-se eo ret tennañ ar patrom eus ar pennadoù o deus anezhañ dija, met arabat koll amzer oc'h adlakaat anezhañ er pennadoù 'peus graet war-dro, met re all marteze. A galon --Y-M D (kaozeal) 15 Gou 2010 da 21:34 (UTC)[respont]

Gourenn

Salud dit ! Sell ouzh ar pezh am eus skrivet er bajenn Kaozeal:Gouren. Ne dalvez ket ar boan lenn traoù heñvel e daou bennad, da'm soñj. Ma anavezez an hini zo bet o skrivañ traoù er pennad gouren ("Raktres lise Diwan"), e c'halli lavaret dezhañ pe dezhi marteze teurel ur sell ouzh ar pennad gouren breizhek ivez. A galon, --Llydawr 16 Gou 2010 da 06:59 (UTC)[respont]

Klask a rin gouzout piv en deus graet war-dro an tem-se, met n'eo ket sur e kavin dre ma 'z eo ar vakañsoù. Ezhomm 'vo ober un tamm kempenn avat. --Y-M D (kaozeal) 16 Gou 2010 da 21:18 (UTC)[respont]

Katolik

Salud dit. Evel em eus skrivet e pajenn KatolikBreizh e soñj din e rankfe kemmañ anv-implijer. Mat e vefe e lavarfe merourien all o soñj. A galon. --Ex-Smith 18 Gou 2010 da 13:16 (UTC)[respont]

Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)". --an abostol/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:45 (UTC)
Kemm va anv da "plantenn_neptu", mar plij !--Katolik_Breizh/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:56 (UTC)

Arguzennoù pe dagadennoù?

Va zaget en-deus Bianchi-Bihan abaoe ma'z on bet ur c'henlabourer amañ. Arguzennoù, mar plij, e lec'h tagadennoù ! Da skouer : Ma ne vije ket primoc'h lod merourien da damall alioù ar re all e respontfen a-walc'h un draig bennak. Met ne fell ket din ober o labour, neuze kerzh da c'houlenn diganto en davarn 'ta: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn. Chañs vat. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 23:40 (UTC)

Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)

Ma ya skuizh an dud ganit eo te a vo pedet da ziskuizhañ. Soñj e niver ar pennadoù savet ganit. Et in terra pax hominibus bonae voluntatis. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 18:07 (UTC)