Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kendivizoù reolata/Ar Brezelioù-bed

Eus Wikipedia


UN DIELL EO AN TEUL-MAÑ. ARABAT E GEMMAÑ. MAR FELL DEOC'H E C'HELLIT LEUSKEL HOC'H ALIOÙ WAR AR BAJENN-GAOZEAL STAG OUZH HOMAÑ.

Pajenn diellaouet


Diellaouet ha stanket eo bet ar bajenn-mañ rak ne vez ket labouret warni ken.


Achu an eskemm


E pennkentañ miz Gwengolo 2009 ez eus bet kemeret un diviz a-fed doare da skrivañ anvioù ar Brezelioù-bed.


Savet eo bet ar pennad-mañ evit renabliñ an eskemm war an doare da skrivañ anvioù ar Brezelioù-bed hag an dibab a zo bet graet gant ar gumuniezh.

Divizet eo bet ober gant :

Brezel bed

Mat e vefe kavout ur c'henemglev war an doare da skrivañ anv ar Brezelioù bed. Tu a lavar gant un tired etre brezel ha bed. Hag evit ar pennlizherennoù ?
Ez tipografel e ranker ober gant : Brezel bed (hep pennlizherenn evit bed) ha ne lakfer ket un tired etrezo.
Gwelet GeriaouEGI ( Ekonomiezh, Geografiezh, Istor) skrivet gant Pêr Drezen, embannet gant Tes hag adlennet gant Divi Kervella. (p.13, ahel Roma-Berlin, da skouer)
Petra soñjoc'h ? --Y-M D 18 Eos 2009 da 09:43 (UTC)[respont]

Mat eo din skrivañ brezel bed, e-lec'h brezel-bed evel Roparz Hemon, a skrive n'eus forzh penaos. Neuze e vo ret tennañ un toullad tiredoù eus ar yezh! Krogomp gant fest noz, kannerez noz, sach blev, tro vicher ! Ha perak un tired e-barzh ahel Roma-Berlin? Bianchi-Bihan 22 Eos 2009 da 07:52 (UTC)[respont]
Ma, neuze e voe ret degas kemmoù d'un toullad pennadoù [[1]]. Mod-all e skrivis "krouerez dilhad" (da lavaret eo "styliste") (s.o Vivienne Westwood). Gwelout a ran e kinnig an Ofis ar ger stilourez. Mat eo din cheñch ma n'eo ket reizh. --Ex-Smith 25 Eos 2009 da 12:46 (UTC)[respont]
Pelec'h eo dav goulenn ur votadeg pe un dra bennak evel-se da zivizout hag-eñ e vo Brezel-bed pe Brezel bed? Kalz(ik) e labouran wan an danvez-se, neuze e vefe mat din gouzout.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 15:21 (UTC)[respont]
Demat Ex-Smith, d'am soñj eo ret goulenn gant ur merour sevel ur bajenn votadeg. Met n'ouzon ket ma c'hello, er mare-mañ, diaes e oa dezhañ war a seblant. --Y-M D 25 Eos 2009 da 15:27 (UTC)[respont]
Marteze e vefe mat goulenn gant un istorour e brezhoneg, pe meur a hini zoken. Hag ur reolenn a zisplegfe e vefe ezhomm lakaat un tired pe get ? --Y-M D 25 Eos 2009 da 15:41 (UTC)[respont]
Ma, trugarez, renket ar gudenn neuze. Danke sehr a lavarfen a-walc'h.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 18:26 (UTC)[respont]
  • Evit kudenn ar varrennig stagañ e seblant reizhet, met ur bennlizherenn a zo da Brezel ha ket da bed : Brezel-bed. Eil Brezel-bed, Brezel-bed Kentañ a zo ar stummoù reizh. Goulennet em eus gant un embanner hag ul lezenn tipografel eo. Neuze evit ober un holloueziadur gwir e ranker doujañ d'ar reolennoù-se. --Y-M D 25 Eos 2009 da 20:58 (UTC)[respont]
Neuze eo Brezel-bed kentañ. 82.249.95.191 26 Eos 2009 da 00:37 (UTC)[respont]
Ket penn-da-benn, evidon ez eo Brezel-bed Kentañ (hag Eil Brezel-bed), d.l.e hep pennlizherenn evit bed hepken. Ret eo adurzhiañ an dakasoù neuze ha goude e vo reizhet peptra. Echu gant an afer. Me 'zo a-du ober war-dro ma n'eus den a-enep. A galon --Y-M D 27 Eos 2009 da 12:50 (UTC)[respont]
A-raok kregiñ d'ober kemmoù eo ret bezañ sur emaomp a-du : daoust ha sklaer eo an dibab(où) evit an holl ? Daou bennad ha daou rummad a zle bezañ. Poellek e vo ober heñvel evit ar pevar anv-se (implij ar varrennig-stagañ hag ar pennlizherennoù). Ne ran ket kalz a forzh gant ur varrennig etre "brezel" ha "bed", e gwirionez, ha dizunvan eo ar boaz e seurt degouezhioù e brezhoneg skrivet hervez a lenner e yezhadurioù Kervella ha Favereau. Met ret eo ober un dibab, rak bremañ eo dizunvan an traoù (ha daou rummad a gaver neuze evit ar memes tra) : Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-Bed, Rummad:Brezel bed kentañ, Rummad:Eil Brezel-bed ha Rummad:Eil Brezel Bed (hag ur Rummad:Brezelioù Bed ouzhpenn !). Mat eo din ober diouzh a gaver e geriadurioù Roparz Hemon (brezel-bed). Evit ar pennlizherennoù, n'ouzon ket re. --Llydawr 27 Eos 2009 da 21:23 (UTC)[respont]
N'em eus kavet nemet ur pennad anvet Eil Brezel-bed, hag emañ er rummad Eil Brezel bed hag er rummad-se e kaver ar pennad... Eil Brezel-bed.--Ex-Smith 27 Eos 2009 da 21:31 (UTC)[respont]
Er [[2]] n'eus nemet ar pennadoù am eus savet / emaon o sevel diwar-benn an dud a oa er Führerbunker e dibenn ar brezel.--Ex-Smith 27 Eos 2009 da 21:49 (UTC)[respont]

Eveljust e c'hortozin e vefe ur c'henemglev evit cheñch traoù. War a seblant ez eo mat evit an holl evit ar varrenig-stagañ. Bremañ eo ret gwelet evit ar pennlizherennoù. Goulennet em eus gant un embanner, e vicher eo neuze lakaat seurt traoù en ur stumm reizh, hervezañ eo ret lakaat pennlizherennoù e pep lec'h war bouez war bed. Reizh e seblant ar stumm-se, dre ma vez c'hoant lakaat pouez war ar fed e vefe ur Brezel-bed hag ivez war an niver (evit diskouez ez eus bet meur a wech brezelioù a seurt-se), Kentañ - Eil. Hervez ar preder-se e vefe neuze Brezel-bed Kentañ ha Eil Brezel-bed. Bremañ e c'hortozan ali an dud war ar stumm-se. --Y-M D 28 Eos 2009 da 10:05 (UTC)[respont]

Ne sav ar gudenn nemet abalamour d'ar rummad, a-hend-all e vije diskoulmet aes gant an adkasoù. Evit Brezel-bed kentañ/Kentañ on souezhet e vije lakaet ur bennlizherenn d'an anv-gwan. Met n'em eus ket studiet an afer. Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 10:20 (UTC)[respont]
Evit ar rummadoù ez eus tu ober adkasoù ivez. Pe cheñch er pennadoù. Gwir eo n'em boa ket soñjet evit an anv-gwan. Gortozomp alioù all. --Y-M D 28 Eos 2009 da 10:38 (UTC)[respont]
Sklaer eo e vo skrivet kentañ, gwelout izeloc'h. Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 12:27 (UTC)[respont]

Brezelioù ha reolennoù

D'am soñj hon eus da zibab etre daou zoare eeun:

Ne garfen ket ober gant un doare all (diaesoc'h da gompren ar perag anezhañ) evel Eil Brezel-bed , ha nebeutoc'h c'hoazh gant Brezel-bed Kentañ. Alioù all? Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 03:46 (UTC)[respont]

Brezel hag embann

Un draig all: an dibab a reomp amañ a c'hall derc'hel kont eus pezh a vez graet gant an embannerien, lakaomp e vije emglev etrezo (en em vodañ a reont moarvat evit komz eus traoù evel-se, kouda?) met gwelloc'h eo gouzout n'eo ket se a lakay an embannerien (lakaomp e sellfent ouzh hor wiki-ni ur wechig bennak) da heuliañ hon ali-ni n'eus forzh penaos. Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 04:02 (UTC)[respont]

Klask sklaeraat an traoù

D'am soñj-me, n'eo ket gwall sklaer diwar-benn petra resis emeur o komz, rak war a welan emeur o koazeal diwar-benn traoù disheñvel-mik an eil re diouzh ar re all war un dro, da lâret eo: diouzh un tu, implij ar pennlizherennoù e titloù levrioù h.a. all embannet er vro-mañ'r-vro ha; diouzh an tu all, implij ar pennlizherennoù e titloù pennadoù ar wikipedia. Kenglotaat a c'hellont an eil gant egile, evel-just, met n'eo ket dav. E saozneg, da skouer, e reer gant meur a doare lizherennañ evit titloù levrioù hervez an tier-embann, hag implijout a c'heller un doare all (pe get) war ar wikipedia, herevz dibab an implijerion/ezed. N'eus forzh penaos, pa denn ur pennad d'ul levr bet embannet, e ranker implijout doare lizherennañ orin al levr-se pa saver ur pennad diwar e benn war ar wikipedia zoken pa ne glota ket gant doare lizherennañ boutin ar wikipedia-se. Neal (Kaozeal) 29 Eos 2009 da 07:33 (UTC)[respont]

An orin a oa penaos skrivañ evit ar Brezelioù-bed. --Y-M D 29 Eos 2009 da 07:42 (UTC)[respont]

Tri mil c'hast! kollet ma zamm pennad adarre! Ma, re hir e oa marteze, ne rin ket en-dro. E galleg hag e saozneg hag e spagnoleg e reer gant lizherennoù bras evit pep ger en anvioù ar brezelioù. First World War, hag all. Kinnig a ran evit eeunaat, evit ar rummadoù,ober gant: Rummad: Kentañ Brezel-Bed, ha Rummad:Eil Brezel-Bed. Hag echu ganin. Bianchi-Bihan 29 Eos 2009 da 07:43 (UTC)[respont]

Dibab evit ar Brezelioù-bed

Krouiñ a ran an is-rummad mañ evit kemer un dibab. A-us e kavoc'h peadra da gaout un ali. --Y-M D 29 Eos 2009 da 07:51 (UTC)[respont]

  • Setu kinnig Y-M D :
    • Ur bennlizherenn evit ar gêr a gaver da gentañ eveljust, ket a bennlizherenn evit bed dre ma 'z eo staget da Brezel, Brezel-bed a zo un hollad, hag evit echuiñ ket a bennlizherenn evit kentañ dre ma 'z eo un anv-gwan.

Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed.
Me gav eo un doare poellek d'ober, dre ma 'z eus ur reolenn a vez heuliet. --Y-M D 29 Eos 2009 da 07:51 (UTC)[respont]

  1. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din, met mat e vefe kaout alioù all. --Ex-Smith 29 Eos 2009 da 09:04 (UTC)[respont]
  2. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din ivez. Gwendal 30 Eos 2009 da 10:55 (UTC)[respont]
  3. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din ivez. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 13:25 (UTC)[respont]
  4. Memes mod. Klaod Kadbzh 30 Eos 2009 da 16:46 (UTC)[respont]
  5. Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed a zo mat din. --Llydawr 31 Eos 2009 da 20:04 (UTC)[respont]
War a welan eo bet dibabet ober gant ur stumm resis gant an darn vrasañ eus an dud, nemet ma teufe ker buan all implijerion/ezed all da reiñ ur soñj kontrol. Un dibab sklaer a zo bet graet neuze ha rankout a raio pep hini doujañ outañ, poellek pe get... Gortozet e vo un tammig muioc'h memestra evit gallout klevout ali implijerion/ezed all ha na deufe ket ken alies all da deurel ur sell war ar wikipedia-mañ. Gortoz gwell, gortoz pell - rak ne fell ket din kemmañ ur bern traoù ha neuze rankout o adlakaat en-dro en un doare all. A galon, Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 10:37 (UTC)[respont]
Ya evel just, a-du on ganit, gortozomp. Ne varvimp ket ma gortozomp un nebeut devezioù ouzhpenn. Ha gwir eo e vefe sot ha displijus kaout da cheñch an traoù mil gwech. A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 11:21 (UTC)[respont]

Poell ha poell

  • Ne ran forzh penaos e vo skrivet an daou anv rummad-se, met ne fell ket din e vije lavaret ez eo poellekoc'h an doare (a seblant bout) dibabet eget ar re all. Meur a zoare poellek zo ha n'emañ ket an holl boell nag en un doare nag en ur penn nag en ur yezh hepken.
  • Pa vez lakaet Kentañ Brezel-Bed e vez heuliet ur reolenn ivez, hag unan eeun ken ec'h eo eeun, ha poellek ken ec'h eo poellek (ar memes hini evel an hini zo e-barzh UDB, UNO, UMP, IRA): pennlizherenn evit pep ger, evel e-barzh fr:Première Guerre Mondiale ( met e galleg e reer ivez gant fr:Première Guerre mondiale met ur yezh poellekoc'h eget ar re all eo ar galleg gant div reolenn moarvat) pe en:First World War; ma n'eo ket poellek n'eo ket poellek ivez doareoù un toullad mat a yezhoù diboell ;
  • Breizh-Veur an hini a vez skrivet, ha Breizh-Izel, Zeland-Nevez, ha n'eo ket Breizh-veur! Ha ma n'eo ket se un "hollad", n'eus hollad ebet war an tamm douar patatez -mañ! ... An hini poellek a skriv Brezel-bed a ranko bezañ poellek hed an neudenn ha skrivañ Breizh-izel da virviken. Pe neuze, evel-just , e vo kondaonet da vout diboell. Sklaer evel lagad an naer, an Naer-Vor kement hag o'r.
  • En holl yezhoù keltiek, evit ur wech, e kaver emglev: pennlizherenn e pep ger
    • E kembraeg (me 'gred e teu an droienn vrezhonek eus an hini gembraek) e lakaer pennlizherenn d'ar ger byd, ken dinec'h ha tra.

Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 00:54 (UTC)[respont]

Un nebeud yezhoù diboell

  • Pennlizherennoù e pep ger

af:Eerste Wêreldoorlog als:Erster Weltkrieg an:Primera Guerra Mundial ang:Fyrst Ƿoruldgūþ bar:Erster Wödkriag bcl:Enot na Gyerang Pankinaban ca:Primera Guerra Mundial cy:Y Rhyfel Byd Cyntaf de:Erster Weltkrieg en:World War I es:Primera Guerra Mundial eu:Lehen Mundu Gerra ext:I Guerra Mundial fy:Earste Wrâldkriich ga:An Chéad Chogadh Domhanda gd:An Cogadh Mòr gl:Primeira Guerra Mundial gn:Peteĩha Ñorairõ Guasu gv:Yn Chied Chaggey Dowanagh hif:World War I ia:Prime Guerra Mundial id:Perang Dunia I ksh:Eezte Weltkreech la:Bellum Orbis Terrarum I lb:Éischte Weltkrich li:Örsjte Waeltkreeg mg:Ady Lehibe Voalohany ms:Perang Dunia Pertama mwl:Purmeira Guerra Mundial nah:Īyāōyo in Cemānāhuac Inic Cē nds:Eerste Weltkrieg nds-nl:Eerste Wealdkrieg nl:Eerste Wereldoorlog nrm:Preunmié Dgèrre Mondiale oc:Primièra Guèrra Mondiala om:Warrana Adunya 1 pap:Prome Guera Mundial Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 00:54 (UTC)[respont]

A-du gant Bianchi-Bihan: n'eo ket amañ un afer dibab etre un dra poelloc'h evit egile. Poellek eo an daou ginnig d'am soñj, dre ma'z eus bet roet arguzenn a-leizh evit o sousten. Bremañ e ranker dibab etreze hervez c'hoant pep hini. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:47 (UTC)[respont]
Marteze evez heuliet skouer ar saozneg en degouezh-mañ, piv 'oar? Alies e c'hoarvez evel-hen war ar wikipedia... N'ues forzh penaos, eo diaes goût hg-eñ eo bet skrivet ar ger "kentañ" gant ur bennlizherenn peogwir eo anezhañ kentañ ger ar frazennig e meur a yezh pe a-hendall peogiwr e vez skrivet pep ger gant ur bennlizherenn... Aet on da deurel ur sell ouzh un toullad pennadoù er yezhoù-mañ (ha n'eo ket an holl anezhe avat) ha war a welan e vez skrivet gant pennlizherennoù pep ger pa vez e penn-kentañ ur frazenn pe get. Ar gwir a zo gant B-B nueze evit ar skouerioù-mañ. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:31 (UTC)[respont]

Dipitet on un tamm o welet ar respontoù-mañ. Un tabut hir ha klok tre a zo bet dija (e-pad 10 devez d'an nebeutañ) ha kinnigoù a zo bet graet gant Bianchi-Bihan ha gant tud all. Ur c'hinnig am boa graet ivez o tisplegañ va doare da welet an traoù. Poellek e kaven va doare, met morse n' am eus lavaret ne oa ket ar re all, keit a ma vez un doare hollek da brederiañ ez eo poellek. Gellout a rafen displegañ va ali war an difoc'h etre Brezel-bed ha Breizh-Veur, met ne rin ket dre ma ne tegaso netra frouezhus d'am soñj.
Ar pezh a gavan dipitus un tamm eo e oamp erruet d'un dibab d'ober etre kinnigoù tabutet a-raok ha setu adkroget un tabut all (a gavan n'eo ket re liammet gant ar sujed orin ha ne tegaso ket kalz tra, met bon, neus forzh). Ma reer e-mod-se ne vo fin ebet ha dibab ebet, ha neuze e chomo sac'het wikipedia.
Digor tre on d'an tabutoù, eskemmoù ha d'ar mennozhioù all, met d'ur mare eo ret dibab. Fiziañs am eus e vo reizhet ar gudenn buan-tre hag e vin komprenet gant an holl (prest on da zisplegañ gwelloc'h ma 'zo ezhomm). A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 10:09 (UTC)[respont]

Tabut

Tabut n'eus ket, diviz zo. Arguzennoù zo ivez. Bremañ, votet gant an dud, echu din. Nann ne welan ket peseurt kemm zo da lakaat etre Kentañ Brezel-Bed, un anv divoutin, tre evel Breizh-Veur. Met n'omp ket war-bouez un dislavar er wikipedia. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 10:32 (UTC)[respont]

Pa 'm eus implijet ar ger Tabut e oan o soñjal er mennozh diviz kentoc'h, evel ma peus lavaret a-us, trugarez dit evit bezañ diskouezet din talvoudegezh gwir ar ger tabut. Ma peus c'hoant e c'hellan displegañ va mennozh war ar an diforc'h-se, met ne gav ket din e vefe talvoudus, prest on d'en ober memestra ma peus c'hoant. D'am soñj eo mat ha n'eus ket ezhomm mont pelloc'h gant an diviz-se ha laoskomp ar re all da zibab. Ma 'z out a-du evel just (n' am eus ket c'hoant rediañ den). Trugarez, A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)[respont]
Ya, karout a rafen gouzout petra eo an arguzennoù. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 13:23 (UTC)[respont]
A-du, ma peus c'hoant. Evidon Brezel-bed a zo ur mennozh, un hollad, un dra. Tu 'zo e gontañ Ur Brezel-bed. Padal eo implijet Izel evit termeniñ Breizh, Breizh hag a zo Izel. Marteze ne vi ket kendrec'het, met bon. Setu va sell war ar sujed-se. A galon --Y-M D 1 Gwe 2009 da 16:07 (UTC)[respont]
Gallout a reer kontañ ar brezelioù-bed, gwir eo, ha buanoc'h eget ar rouaned Loeiz e Bro-C'hall, dre chañs. Ne larin ket eveldout eo ur mennozh: fetisoc'h eo eget ur vro zoken, a zo ur mennozh ivez, ha luc'hskeudennoù kriz zo eus an daou vrezel-bed. Poan am eus o kompren e vije war un do ur mennozh hag un dra, met ur vro zo un dra ivez: ret e vije gouzout pe eus yezhadur pe eus prederouriezh ez eus kaoz amañ. Ne welan ket ivez e vije izel Breizh (na nevez Zeland-Nevez, na meur Kerne-Veur). A-hend-all, un dra zo sklaer din: e kembraeg, ar yezh tostañ, e skriver rhyfel byd ha cy:Rhyfel Byd Cyntaf. Ha ne gredan ket e vije disheñvel ar mennozh. Kendrec'het gant an displegadenn, n'on ket tamm ebet eta. Met ne vern ken ken. A galon. Bianchi-Bihan 1 Gwe 2009 da 16:43 (UTC)[respont]
Ma, ne dabutin ket, divizout ne lavaran ket. Goulennet ouzh kelennerien istor-douaroniezh Diwan : ne reont ket gant ar varrennig-stagañ, met gant pennlizherennoù (skouer : Eil Brezel Bed). Neuze marteze e rankomp votiñ en-dro? Ha just a-walc'h ma'z eus unan ac'hanoc'h dedennet gant an danvez e chom un nebeud tud d'ober war o zro, gwelout : [[3]]. --Ex-Smith 1 Gwe 2009 da 17:12 (UTC)[respont]
Ma peus c'hoant e c'hellomp advotiñ (ma talvez ar boan ?), met mat e vefe ober un dra da vat neuze. Arabat eo e krogfe en-dro an diviz bep pemzektez. Me 'zo prest da sikour ac'hanout ma peus ezhomm, ur wech an amzer e klaskin ober tra pe dra. A galon. --Y-M D 1 Gwe 2009 da 17:55 (UTC) (PS : an distro eo neuze ne vin ket kalz amañ er sizhun-mañ)[respont]
Afer ag an anvioù-mañ alies: kenkoulz gober gant "brezel Bed kentañ" hag [[Eil Brezel Bed" (eeunoc'h da skrivañ, a-benn ar fin). Klaod. Kadbzh 9 Gwe 2009 da 15:55 (UTC)[respont]

Brezelioù Bed/Brezelioù-bed

  • Ur goulenn diverkañ ar rummad brezel-bed (un 30 bennak a bennadoù ennañ) evit e gendeuziñ gant ar rummad Eil Brezel Bed (ouzhpenn 70 pennad ennañ) a oa war pajenn ar pennadoù da ziverkañ. Graet em eus war-dro adrenkañ pep tra evit ma c'hallo al lennerien en em akavout aesoc'h. Met war a seblant e oa bet ur gaoz en davarn-mañ e miz Gwengolo war ar c'hraf-se.
    • Hag-eñ e oa bet kemeret un div sklaer war an doare da skrivañ titl ar rummad-mañ ?
    • Hag-eñ ez eus ur bot gant unan bennak gouest d'ober ar cheñchamant ent aotomatek ma vez divizet dsitreiñ da eil brezel-bed gant ur varrennig-stagañ. --Fulup 30 Her 2009 da 18:34 (UTC)[respont]
Hir e oa bet ar gaoz, met ma'm eus soñj mat ne oa bet kemeret diviz ebet.--Ex-Smith 30 Her 2009 da 18:45 (UTC)[respont]
Ur gaozeadenn hir a oa bet graet-se 'zo sur. Dre ma oa ezhomm kemer un diviz em eus renablet ar c'hinnigoù disheñvel (ar stummoù skrivañ disheñvel) a oa bet meneget ha kinniget. Digoret 'm boa neuze ur ran ispisial evit goulenn d'an dud o ali war ar c'hinnigoù. 1 den a zo bet evit ar c'hinnig gentañ ha 6 evit an eil. Amañ ([4]) emañ an eskemm ma fell da dud 'zo gwiriañ ar pezh a lavaran. Neal en doa lavaret : "War a welan eo bet dibabet ober gant ur stumm resis gant an darn vrasañ eus an dud, nemet ma teufe ker buan all implijerion/ezed all da reiñ ur soñj kontrol. Un dibab sklaer a zo bet graet neuze ha rankout a raio pep hini doujañ outañ, poellek pe get...". Den ne oa deuet a-enep d'an diviz, neuze e seblant ez eo an eil kinnig a vefe dibabet. Met d'am soñj n'eo ket bet lakaet splann a-walc'h d'an holl an dibab-se. Zoken me (hag em eus heuliet mat an eskemm) n'ouzon ket ma 'oa un dibab gwir. Evit lakaat sklaer pep-tra e vefe mat kadarnaat an dibab (gant ur merour) ha neuze embann anezhañ (gant al liamm davet ar pajenn diviz) e pajennoù kaozeal "Brezel-bed kentañ" hag "Eil Brezel-bed" evit ma welfe an holl. Hag echu e vo gant an afer-mañ d'am soñj. A galon --Y-M D 30 Her 2009 da 21:45 (UTC)[respont]
  • N'eo ket labour ar verourien kadarnaat dibab an implijerien. Er c'heñver-se emañ ar verourien evel an implijerien all, na mui na maez. Ma'z eus bet ur vot, ha seblantout a ra din ez eus bet unan, ha ma'z eo bet digor pell a-walc'h ar vot evit reiñ ur chañs d'an implijerien oberiant da votiñ ha da reiñ o soñj, neuze eo sklaer ar jeu ha n'eus ket da gadarnaat netra pelloc'h, nemet lakaat e plas an diviz. Hag un implijer bennak en deus ur bot bennak a c'hall ober al labour lakaat ar 100 pennad bennak zo er rummad Eil Brezel Bed er rummad Eil Brezel-bed ? Degas a ran da soñj e oa bet krouet ur patrom da lakaat war ar pajennoù a oa bet divizet un dra bennak evito Politikerezh ofisiel. Ur patrom a oa ivez evit kas war-raok divizoù war an dermenadurezh da vezañ implijet evel amañ. Talvoudus eo evit derc'hel soñj eus ar pezh zo bet ha diellaouiñ goude-se. --Fulup 30 Her 2009 da 23:39 (UTC)[respont]