Mont d’an endalc’had

Vivienne Westwood

Eus Wikipedia
Vivienne Westwood (2014)

Vivienne Isabel Westwood (8 a viz Ebrel 1941, Tintwislte, Rouantelezh-Unanet) (DBE, RDI) a zo ur gemenerez. Brudet eo abalamour m'he deus krouet an dilhad punk kentañ[1].

Ur wech echu gant he studioù e reas meur a vicher. En un toull-noz e kejas gant Dereck Westwood. Dimeziñ a rejont e 1962, ur mab a voe ganet, ha dispartiañ a rejont e 1966. E 1967 e kejas gant Malcolm McLaren. Asambles gant Patrick Casey e kroujont un stal dilhad anvet Paradise Garage (403 King's Road, Londrez) e 1971. Meur an anv a voe roet d'ar stal (Seditionaries, Let It Rock...), betek ma teufe da vezañ brudet dindan an anv Sex, bet dibabet abaoe 1974. Hiziv an deiz ez eo anvet World's End. A-drugarez d'ar stal e c'hellas Vivienne Westwood pleustriñ war ar c'hrouiñ dilhad. Jamie Reid a reas kemend-all. Brudetoc'h c'hoazh e teaus da vezañ pa zeuas ar bunked da brenañ dilhad en he stal, tra ma oa Malcolm McLaren manager ar strollad punk Sex Pistols. Kemm a zegasjont da vat e bed ar c'hiz : implijout a rejont a bep seurt traoù evel chadennoù marc'hoù-houarn, troioù-gouzoug evit chas..., en ur veskañ anezho gant elfennoù ha danvezioù hengounel evel an tartan, ha levezon o deus c'hoazh hiziv an deiz. War veur a stal eo perc'hennez Vivienne Westwood hiziv an deiz : teir anezho e Londrez, div e Manchester, unan e Liverpool, unan all e Leeds hag unan all c'hoazh e Newcastle. E 2008 ez eus bet digoret div stal ouzhpenn, e Nottingham hag e New York. Hiziv an deiz ez eo perc'henn war dri merk disheñvel : Anglomania, Vivienne Westwood Red Label ha Vivienne Westwood Gold Label. Brudet eo ivez Westwood evit bezañ oberiant war dachenn ar politikerezh. Stourm a ra a-enep d'an armoù nukleel[2], hag ezel eo eus Liberty[3], ur gevredigezh a stourm evit gwareziñ gwirioù ha frankizoù an dud. Evit ar gevredigezh-se e krouas un t-shirt skrivet warnañ : I am not a terrorist, please don't arrest me e miz Gwengolo 2005. E 2006 eo bet degemeret en DBE ha teir gwech he deus gounezet priz ar gwellañ krouer dilhad breizhveuriat.

Diskouezadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dlihad krouet gant Vivienne Westwood war ziskouez en un diskouezadeg e Sheffield

E 2004 hag e 2005 e voe gouestlet un diskouezadeg dezhi e Victoria and Albert Museum (Londrez), ha goude-se e National Gallery Aostralia. En holl e voe diskouezet 145 pezh-dilhad disheñvel, eus an dilhad punk kentañ d'ar re nevez krouet ganti, ha levezonet ar c'hrouiñ anezho gant dilhad an XVIIIvet kantved.

Meur a wech ez eus savet reuz rak embann a ra Vivienne Westwood pourmen hep gwiskañ he bragoù-bihan. Lavaret he deus e oa divragez pa oa bet degemeret en DBE (Dame Commander of the British Empire), ha divragez ivez pa oa bet lakaet da lady gant ar Priñs Charlez e 2006[4].


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]