Gouren breizhek
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Ar gouren, anvet ivez gouren Breizh pe gouren breizhek evit e zishañvaliñ diouzh ar gourenoù all, a zo un doare gouren na vez pleustret nemet e Breizh diwar un hengoun a c'heller kavet ar roudoù er Grennamzer pa veze priziet-kenañ gant an dudjentil. Pleustret e vez gant daou emganner a zo o fal dezho diskar an eneber. Arabat chom en e c'hourvez ha pa gouezh un emganner e tle en em lakaat war sav diouzhtu nemet m'eo kouezhet hag e divskoaz o stekiñ d'ar pallenn. Ober lamm eo an dra-se, da lavaret eo eo aet ar maout gant an eneber chomet en e sav.
An Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1455, an dug Pêr II, pa'z a da Vourges evit kejañ gant ar roue gall Charlez VII, a zo bet ambrouget gant ur skipailh gourenerien (en o zouez, Olier eus Rostrenn, Erwan eus Kergoad, Gwion eus Kergwirez ha Yann ar Moal). Adnevesaet ar gouren breizhek gant ar FALSAB, un aozadur krouet gant an Doktor Charlez Kotonneg.
Ar gouren a zo ur sport hengounel e Breizh. Enporzhiet eo bet en Arvorig get Bretoned Breizh-veur er 4vet kantved, d'ar mare ma'z int bet skarzhet ag o bro get meuriadoù an norzh.
D'ar mare-mañ e oa ar gouren ur sport pleustret nemetken get tud a noblañs. Ur c'hoari evit en em c'hourdonat d'an arz brezelour e oa, met ivez ur moaien da ziskouez e nerzh-kalon hag e ampartiz e-pad ar c'hrogadoù, pe gounid kalon ur plac'h bennak. Hervez ar vojenn, marc'hegerien èl Gauvain, Lancelot pe Perceval a oa gourenerion a-feson. Ar Roue Arzhur a gare talañ e marc'hegerien. Ar roue Fañch I a zo en em lakaet d'ar gouren ivez, diwezhatoc'h en istor. Gounezet en doa a-enep roue Bro-Saoz Henri VIII get ur Lamm.
Dont a ra ar gouren ag ar vroioù keltiek. E-pad pell ez eo chomet ur boelladenn implijet dreist-holl get emgannerien breizhat. Gwarnet en deus eus an amzer-se ur spered marc'heger a vez adkavet hiniv er le dibunet get ar gourenerien a-raok pep krogad.
Goude-se ez eo ar gouren en em skignet àr ar maezoù, lec'h ma vehe an dud bamet o welout kreñvder ha teknik reoù 'zo. Setu pep fest a oa un abeg evit ober krogadoù.
Goude ar brezel bed kentañ sportoù nevez a zo deuet àr-wel, èl ar melldroad hag ar c'hoursal, ha kroget en deus ar gouren da vezañ un tamm ankouaet get an dud. Kendalc'het e vez memestra da vout pleustret, ha talvoudegezh ar gourenerien breizhat a zo chomet brudet.
Tournezoù bras a zo aozet e Pariz, met memes get an taolioù-sikour-se e vez tamm ha tamm disoñjet ar gouren.
Setu perak, e 1930, get ar c'hoant lakaat ar gouren da vout ur sport modern, e grouas ar medisin Charles Cotonnec ar FALSAB, a oa karget da kodifiiñ ha da aozañ ar gouren. Krouet eo bet rummadoù oad ha pouez.
Hiziv an deiz eh eus tu pleustrañ ar gouren e kluboù e-dal 6 vlez. En ur sal e-pad ar goañv hag er-maez e-pad an hañv pa'z eus festoù hengounel.
Al Le
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibunet get ar gourenerien a-raok pep kejadenn, tre dirak an tredeog. Plaset int e div golonenn an eil dirak egile. Ret eo dezho lakaat o brec'h dehou e memes uhelder ag o skoaz e-pad al le, ag a zo lâret e brezhoneg da gentañ hag e galleg da c'houde. E fin an dibunadeg en em kemeront a-vriad get an hani a zo dirak.
E brezhoneg:
M'hen tou da c'houren get lealded
Hep trubarderezh na taol fall ebet
Evit ma enor
Ha hini ma bro
En testoni da ma gwiriegezh
Hag evit heul giz vat ma zud-kozh
Kinnig a ran da ma c'henvreur
Ma dorn ha Ma jod.
Hag e galleg:
Je jure de lutter en toute loyauté
Sans traîtrise et sans brutalité
Pour mon honneur et celui de mon pays
En témoignage de ma sincérité
Et pour suivre la coutume de mes ancêtres
Je tends à mon adversaire ma main et ma joue.
Gerioù pouezus ar gouren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skol gouren : a zo ar c'hlub lerc'h ma vez pleustret ar gouren.
- Pallenn : a zo gorre an tapis gouren
- Difenn : gorre diwall tro-dro d'ar pallenn.
Termoù tredeog er c'hrogad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Prest oc'h : en em lakaat a raont ar gourenerien e plas hag ober a reont ar vriata
- Krogit : tu 'zo d'ar gourenerien krogiñ d'en em ganañ
- Ehan : paouezet e-vez ar c'hrogad
- E-kreiz : ret eo d'ar gourenerien en em lakaat en-dro e-kreiz ar pallenn
- Dibenn : fin ar c'hrogad
- Astenn : astennet e vez an amzer c'hoari
Termenoù tredeog evit an disoc'hoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lamm : disoc'h dispar. Reiñ a ra an trec'h d'un taol. Ret eo evit-se ma kouezfe unan àr an div skoaz.
- Kostin : kouez àr ur skoaz.
- Poent : Fazioù
- Fazi :Fazioù
- Netra : disoc'h nul. Kouezet eo àr un dra all eget ar gein (revr, divc'har, brec'h...)
- Kein : un avantaj eo. Kouez àr traoñ ar gein.
- Diviz :un diviz a vez graet gant an dredeoged evit reiñ an trec'h da unan ag ar gourenerien e fin ar c'hrogad, ma vez par o disoc'hoù.
- Kouez : Goude ma vehe bet astennet ar c'hrogad get an dredeoged hep ma vehe poent ebet evit den, e vez divizet reiñ an trec'h d'an hini a rahe kouezhiñ an hani all, àr n'eus forzh peseurt lodenn ag ar c'horf.
- Dilez : Dilezadenn ur gourener eo. Alies eo rak e vezont gloazet e-pad ar c'hrogad. Reiñ a ra an trec'h d'an enebour.
- Divrud :Fazioù
- Diwall : Fazioù
Fazioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar feulster e-pad ar c'hrogad a zo difennet : n'ez eus ket ar gwir da skeiñ, tagellañ. Ur gourenadenn a c'hell bout kastizet m'he deus lakaet an enebour e dañjer. Kastizet e vez ivez ar feulster dre gomz, ma vez kunujennet an enebour pe an tredeog.
Nac'hiñ bout taget a zo ivez difennet : harpañ an enebour get ar brec'h pe get ar benn, bountañ an divc'har get ar brec'h, pe c'hoazh chom en ur stad difenn e-pad re bell. Lakaat ar brec'h àr al leur just a-raok kouezhiñ a c'hell bout un nac'hadenn ivez.
- Diwall : ur berz eo.
- Fazi : a zo disoc'h ur fazi graet get ar gourener. 3 fazi a ro un divrud.
- Poent : a zo roet da enebour an hani en deus graet 2 fazi. Par eo d'ur Kostin.
- Divrud : a zo un diberzh evit peurrest ar c'hevezerezh, roet evit ur fazi vras (feuls, emzalc'h fall)
Araokadenn teknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E pep stad ag an araokadenn eh eus diazezoù a rank bout mestroniet : div gourenadenn, disheñvel e-keñver ar rannig, met ivez anaoudegezh teknikoù ha reolennoù ar Gouren. N'eh eus nemet ar Monitourion Kevredadel o deus ar gwir da lakaat da dremen ha da reiñ ar Rannigoù.
Padelezh ar c'hrogadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Depand a ra eus ar rummad oad hag ar kampionad.
- Poussins ha Benjamins: krogadoù 3 mn
- Minimes: 4 mn
- Cadets, Juniors ha Seniors (daeadenn): 5 mn
- Juniors e gourenadeg : 6 mn
- Seniors e gourenadeg : 7 mn
Kampionadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-keñver ar rummad oad ha pouez e vez graet ar c'hampionadoù. Pe dre skipailh pe hiniennel int.
Daeadenn Breizh dre skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reiñ a ra er fin klasamant ar c'hluboù e-keñver ar rummad oad hag unan all kentoc'h hollek anvet Kib Breizh ar Skolioù.
Daeadenn Breizh hiniennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hampionad dre rummad pouez ha oad.
Gourenadeg departamantel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tournez hiniennel. Kej a reont ar gwellañ gourenerien ag an departamant.
Gourenadeg kevredadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kejadenn ar gwellañ gourenerien ar mare-bloaz. Un tournez hiniennel eo, get titr Kampion Kevredadel ar blez da c'hounit.
Etrevroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep 2 vlez eh eus Kampionadoù Europa ar Gourenoù Keltiek Senior ha Spi. Ha pep vlez e vez aozet tournezoù etrevroadel e-barzh mar a vroioù european.
Stummadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deraouer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stad kentañ ar stummadurioù eo. An holl gourenerien o deus 14 vlez da nebeutañ, get ar rannig orañjez, a c'hellont heuliiñ ar stummadur-se. E-penn kantañ e sikour an deraouer ar monitour e-pad ar prantadoù. Tu 'zo dezhañ kemer e karg ur strollad gourenerien (chom a reont memestra dindan karg ar monitour pe un den gour ag ar skol) evit ober tommadur ar c'horf, sterniañ ur c'hoari hag eilañ ar monitour er mare teknikel.
Monitour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar monitour a zo koupabl da reiñ kentelioù er ur skol gouren. Gellout a ra bout sikouret get un deraouer. Koupabl eo da gemer perzh e buhez ar c'hlub, er vuhez kevredadel. Diouzh ar c'hoarvez e c'hell sikour e-barzh stummadur un deraouer.
Evit bout monitour ez eo ret dija kaout e ziplom deraouer, ar PSC-1 ha kaout 18vlez deiz an arnodenn. Da nebeutañ eo ret bout aet e 4 staj àr 2 vlez.
Brevet ar stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar BEES 1°
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An diplom-mañ a zo digor evit ar gourenerien a zo dija monitour. Ouzhpenn gwiriekaat ar memes barregezhioù, e ro ur gopr. Un diplom ag ar stad eo, neuze eo ministrerezh ar sportoù a ro anezhañ. Evit an arnodenn-se eh eus :
- Ur stummadur boutin
- Ur stummadur difer
Ar BEES 2°
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar BEES 2 eo ret bout piaouer ag ar BEES 1 abaoe 2 vlez, kaout barregezhioù ar BEES 1 hag erruout da gaout ar re-se :
- Stummadurioù
- Barrekadur teknikel
- Gourdonerezh kaer
Tredeog
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bout eh eus 2 ziplom tredeog. An hani kentañ a ro tu da tredeogiñ pep kampionad kevredadel, n'eus forzh al live. An eil hini a ro tu da tredeogiñ ar c'hampionadoù etrevroadel èl kampionad europat ar gouren. Digor eo da pep hini, gourener pe tudoù.
Gourenerien vreizhat brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Laurent Cadiou
- François Guillemot
- Jean Merrien
- Yves Vaucher
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kan-bale gourenerien Breizh
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skol-Uhel ar Vro. Ar gouren : la lutte bretonne des origines à nos jours. Skol uhel ar Vro, 1984.
- Le Bris du Rest, Erwan. La lutte bretonne : un sport traditionnel. Musée de Bretagne, 1978.