Mont d’an endalc’had

Charlez Kotonneg

Eus Wikipedia

Charlez Kotonneg, Charles Cotonnec er marilhoù, ganet e Sant-Turian d'an 22 a viz Ebrel 1876 ha marvet e Pariz d'an 30 a viz Meurzh 1935, a oa ur medisin breizhat hag ur barzh brezhonek. Pareour a oa e anv drouiz. Adsaver hag adreizher sportoù hengounel Breizh eo.

E dud a oa gounideien en o aez eus Sant-Wazeg. Skoliataet e voe e kloerdi bihan Pontekroaz hag e lise Kemper ha da c'houde ez eas war e studi medisinerezh e Naoned hag e Pariz. Etre 1904 ha 1914 e voe mezeg en Henbont hag e-pad ar Brezel-bed kentañ e voe galvet da gabiten-mezeg. E 1922 e voe lakaet e penn klañvdi Kemperle goude m'en doa echuet gant kentelioù surjianerezh.
E 1927 e voe graet anezhañ drouiz Pareour e-doug Goursez kuzh Rieg.

E 1929 e savas gant Taldir ha gant un toullad rannvroelourien an ti-embann, Armorica, e Karaez. Kemer perzh e bodadegoù ar Goursez en deus graet ingal betek e varv.

Brudet eo dreist-holl evit bezañ adsavet ha reizhet ar gouren breizhek. Aozañ a reas gourenadegoù er broioù keltiek ha sevel a reas Kevredigezh Mignoned Gouren ha Sport Breizh (Fédération des Amis de la Lutte et des Sports Athlétiques Bretons, FALSAB) e 1930.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kan-bale gourenerien Breiz. In : Breiz, n° 47, 1934.
  • Soñjennoù ur C'hernevad, Armorica, Karaez, 1935. Barzhonegoù embannet goude e varv.

Arroudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar bevar a viz C'hwevrer e oa gourenadeg vras an Oriant, hag an doktor Cotonnec eo a rene ar gouel kaer. Ur gaer a brezegenn a reas ar rener d'ar bobl a-raok ma krogas ar c'hourenerien da begañ an eil en egile.
Va zamm buhez, Loeiz Mari ar Floc'h

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Goulc'han Kervella, Ar medisinerezh el lennegezh vrezhonek en XIXvet hag XXvet kantved, Médecine et littérature en langue bretonne au XIXe et XXe siècle, Editions du Liogan, 1991
  • Job Jaffre, Ar Pareour. In : Etrezomp e brezhoneg, 1984-1986, p. 185.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Al Liamm, 1991. Pennad : Cotonnec, Charles

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]