Diforc'hioù etre adstummoù "Kaozeadenn Implijer:Baleer"

Aller à la navigation Aller à la recherche
:::::Dedennus eo ho liamm. Gant Martial Ménard eo bet savet ? Drol eo peogwir e skriv Gwenrann en e c'heriadur paper a zo ganin. Ne gomzan ket gwenedeg, setu perak ne ouien ket ar stumm-mañ. O vezañ m'eo ar brezhoneg yezh ar Wikipedia-mañ, ha n'eo ket ar rannyezh wenedek, e kavan poellek chom gant Gwenrann. Ma ali n'eo ken.--[[Implijer:Arko|Arko]] ([[Kaozeadenn Implijer:Arko|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 15:42 (UTC)
::::::Evel ma ’m eus skrivet e kaver ''Gwerrann'' er genyezh ivez, nemet e vefe renket skridoù Yeun ar Gow gant al lennegezh rannyezhel… A-hend-all, evit a sell ouzh ar stumm lec'hel e kaver, e-barzh ''Le breton parlé dans le pays de Guérande'' gant Yves Mathelier : « ''Guéranek – (n. m.), Guérandais'' ». [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 15:54 (UTC)
::::::Ar re a felle dezho kaout labour Martial Ménard o deus pellgarget kement pajenn a oa e Devri er penn kentañ. Bremañ eo re ziwezhat.
::::::Un dra zo sur : deuet eo ar bajenn http://devri.bzh/dictionnaire/g/gwenrann da vezañ http://devri.bzh/dictionnaire/g/gwenrann-gwerrann
::::::[[Dibar:Degasadennoù/2.13.161.95|2.13.161.95]] 1 Ebr 2020 da 17:56 (UTC)
:Trugarez evit da respont. Ne'm eus ket lavaret ne gaver ket ar stumm ''Gwerrann'' e brezhoneg. Ar pezh a lavaran eo e ranker "komz a-raok kemm". Ma "n'eus bet den ebet o lavaret e kave abeg en anv-se", kemmet daou vloaz zo, ne brou ket kalz a dra. Diskouez a ra hepken e c'hell un den degas kemmoù hep ma vefe taolet evezh gant tud all, kement a bennadoù zo bremañ. Ar stumm ''Gwenrann'' a seblant din bezañ ledet-mat. Reizh eo ober anv eus ar stumm all ''Gwerrann'' er pennad, met direizh e vefe tevel war ''Gwenrann'', hag a gaver er pennadoù [[Kanton Gwenrann]], [[Feur-emglev Gwenrann]], [[brezhoneg Gwenrann]]... Reolenn Wikipedia eo ober diouzh ali an darn vrasañ eus an implijerien. Ma savont a-du gant ''Gwenrann'' e vo ret distreiñ d'ar stumm-se. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 16:16 (UTC)
::Ne ’m eus ket rebechet netra da zen, na klasket lakaat an dud da grediñ e vije bet lavaret tra pe dra gant hini pe hini. Mat eo d’an implijerien a fell dezhe lavaret o soñj hen ober. Ha sed aze ar pezh o deus dija graet lod hag a zo deuet a-benn da gavout ar bajenn-mañ e-touez ouzhpenn 60 000 pennad. Evit a sell ouzh ma soñj-me, ne vefe ket fall menegiñ an daou stumm e penn-kentañ ar pennad, ha cheñch an urzh war-lerc'h mar bez adanvet ar bajenn. Graet em eus diouzh an aesañ ha netra ken. Ne oan e soñj nag adskrivañ ar bajenn nag ober enklaskoù war an anv-lec'h-se, na tabutal. Ur c'hwitadenn eo, anat deoc'h. Ho tigarez a c'houlennan evit bezañ bet ken her. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 17:03 (UTC)
Implijer dizanv

Lañser merdeiñ