Lizheroù Paol : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[file:Paul de tarse rembrandt.jpg|thumb|right|240px| Rembrandt, ''Paol Tars'', 1635.]] |
[[file:Paul de tarse rembrandt.jpg|thumb|right|240px| Rembrandt, ''Paol Tars'', 1635.]] |
||
'''Lizheroù Paol''' zo un dastumad lizheroù skrivet gant [[Paol Tars]] da gristenien eus meur a gumuniezh er {{Iañ kantved}}. Kavet e vezont en [[Testamant Nevez]], er rann [[ |
'''Lizheroù Paol''' zo un dastumad lizheroù skrivet gant [[Paol Tars]] da gristenien eus meur a gumuniezh er {{Iañ kantved}}. Kavet e vezont en [[Testamant Nevez]], er rann [[Lizheroù an Ebestel]]. Re Paol avat eo ar re niverusañ eus ar rann-se. |
||
Embannet int bet e brezhoneg e troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]] e [[1897]] ha gant [[Al Liamm]] e [[1971]] peurgetket. Kavet e vezont en embannadur Al Liamm dindan an titl [[Lizheroù Sant Paol]].<ref> Ar Bibl Santel, An Testamant Nevez II, Oberoù an; pp ; Lizheroù Sant Paol pp346-528 Ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur, troidigezh dindan renerezh |
Embannet int bet e brezhoneg e troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]] e [[1897]] ha gant [[Al Liamm]] e [[1971]] peurgetket. Kavet e vezont en embannadur Al Liamm dindan an titl [[Lizheroù Sant Paol]].<ref> Ar Bibl Santel, An Testamant Nevez II, Oberoù an; pp ; Lizheroù Sant Paol pp346-528 Ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur, troidigezh dindan renerezh |
Stumm eus an 27 Ebr 2016 da 12:41
Lizheroù Paol zo un dastumad lizheroù skrivet gant Paol Tars da gristenien eus meur a gumuniezh er Iañ kantved. Kavet e vezont en Testamant Nevez, er rann Lizheroù an Ebestel. Re Paol avat eo ar re niverusañ eus ar rann-se.
Embannet int bet e brezhoneg e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad e 1897 ha gant Al Liamm e 1971 peurgetket. Kavet e vezont en embannadur Al Liamm dindan an titl Lizheroù Sant Paol.[1]
Daveoù
Al lizheroù
- Al lizher d'ar Romaned (Rom) [2]
- Al lizher kentañ d'ar Gorintidi (1 Kor) [3]
- An Eil lizher d'ar Gorintidi ( 2Kor) [4]
- Al lizher d'a Chalated (Gal)[5]
- Al lizher d'an Efezidi ((Ef) [6]
- Al lizher d'ar Filipidi (Fil)[7]
- Al Lizher d'ar Goloseidi (Kol)[8]
- Al lizher kentañ d'an Desalonikidi(1 Tes)[9]
- An eil lizher d'an Desalonikidi(2 Tes)[10]
- Al lizher kentañ da Dimoteoz (1 Tim)[11]
- An eil lizher da Dimoteoz (2 Tim)[12]
- Al lizher da Ditoz (Tit)[13]
- Al lizher da Filemon (File)[14]
- Al lizher d'an Hebreed (He)[15]
En e zigoradur skriv Maodez Glanndour : "Ur fazi e vefe lenn Lizheroù Sant Paol diouzh ar renk o devez en dornskridoù kozh ha diwar-se e mouladurioù an Testamant Nevez. Rak diouzh o hirder int bet steudet, hep derc'hel kont eus ar mare ma oant bet savet. Evel-se eo an hini ponnerañ-holl a gavomp da gentañ, al lizher d'ar Romaned, ha war e-lerc'h emañ al lizheroù d'ar Gorintidi ha n'int ket ken aes-se kennebeud-all. Setu perak eo hon dever en Digoradur-mañ kemer Lizheroù Sant Paol diouzh o urzh istorek. Ha m'hor befe un ali da reiñ evit o studi, e kemerfemp moarvat da gentañ ar re ziwezhañ, al lizheroù Pastorel da Dimozeoz ha da Ditos, evit addont tamm-ha-tamm war-zu ar re vras"
Setu an urzh kinniget gantañ : Al lizheroù d'an Desalonikidi ; Al lizheroù d'ar Gorintidi ; Al lizher d'ar Chalated ; Al lizher d'ar Romaned ; Lizheroù Paol prizoniet (al lizher d'ar Filipidi ; al lizher d'ar Golosidi ; al lizher d'an Efezidi ; Al lizher da Filemon) ; al lizheroù pastorel.
Sellout ar pennad a-zivout Al lizher d'an Hebreed evit kompren e blas e-touez lizheroù Sant Paol.
Setu urzh kronologek al lizheroù roet gant André Chouraki en e droidigezh eus ar Bibl[16]:
- Lizheroù d'an Desalonikidi : 50-51
- Lizher Filipidi : 55-57
- Lizher d'ar C'halated : 55-57
- Lizhiri d'ar Gorintidi : 55-57
- Lizher d'ar Romaned : 57-58
- Lizher d'ar Goloseidi : 61-63
- Lizher d'an Efezidi : 61-63
- Lizher da Filmon :61-63
- Kentañ lizher da Dimozeoz : 63-65
- Lizher da Ditoz :63-65
- Eil lizher da Dimozeoz :64-66
Daveoù
- ↑ Ar Bibl Santel, An Testamant Nevez II, Oberoù an; pp ; Lizheroù Sant Paol pp346-528 Ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur, troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour ; Al Liamm ; 1971 ; Lizheroù Sant Paol, pp 348-528
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 357-385
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 387-413
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 415-432
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 433-443
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971 pp. 445-454
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 455-462
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 463-469
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 471-477
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 479-482
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 483-490
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 491-496
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 497-500
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 501-502
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 503-528
- ↑ La Bible traduite et présentée par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, 2432 bajenn, ISBN 2-220-03083-0