Mont d’an endalc’had

Eil lizher d'an Desalonikidi

Eus Wikipedia

Hervez ar viblourien, a-douez al lizheroù bet skrivet gant Sant Paol ha deuet betek ennomp eo al lizheroù d'an Desalonikidi a vefe ar re goshañ[1]. Testennoù koshañ an Testamant Nevez int eta.

Skrivet e vefe bet an hini kentañ e Korinthos e dibenn 50 pe e penn kentañ 51 hag an eil un nebeud mizvezhioù goude, e Korinthos ivez[2],[3].

Kalz traoù heñvel ouzh Al lizher kentañ d'an Desalonikidi a gaver el lizher-mañ ken eo bet soñjet gant biblourien zo e c'hellje bezañ bet ur skrid faos aozet gant unan en dije trevezet stil Paol Tars. Ne weler ket mat perak e vije bet graet se. Eeunoc'h eo soñjal en doe Paol c'hoant da resisaat poentoù zo eus e lizher kentañ. N'eus dislavar ebet etre an div destenn, klokaat a reont an eil gant eben. Bepred eo bet soñjet gant an Iliz katolik roman e oa al lizher diwar dorn Paol[2].

Ar c'henarroud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Avielet oa bet tud Thessaloniki gant Paol e-kerzh e eil beaj (Oberoù 17, 1-10) en hañv 50. Rediet e voe Paol da guitaat ar gêr evit Berea, Aten ha Korinthos.

« Tesalonike, porzh-mor asur-meurbet, a oa d'ar c'houlz-se kêr-benn Makedonia,[...] a oa neuze poblet-stank gant tud deuet a bep tu, en o zouez un drevadenn niverus a-walc'h a Yuzevion. »[1]

Hervez Maodez Glanndour e klaskas Paol a meur a wech distreiñ da Desalonike, met hep gellout dont a-benn, ha setu perak en devoa kaset en-dro Timozeoz betek du-hont. Diwar ar c'heloù degaset dezhañ gant an diskibl e skriv neuze Paol e lizher kentañ d'ar gumuniezh yaouank, moarvat e-pad m'emañ e Korinthos. Al lizher-mañ a vefe bet skrivet un nebeud mizvezhioù war-lerc'h e 51 e Korinthos ivez[2][3].

Danvez al lizher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War a seblant ez eus un tamm dizurzh e diabarzh ar gumuniezh gant ar re ne fell ket dezho labourat abalamour da zistro ar C'hrist hag an heskinerezh o kregiñ. Fellout a ra da Baol resisaat e soñj a-zivout Parousiezh ar C'hrist eta.

Setu soñj Maodez Glanndour :

« Pegoulz e vo an deiz-se ? Sekred an Tad ez eo. A-raok fin ar bed e tle en em ziskouez an Enep-Krist, hag hemañ evit ar mare (evit ur mare diresis) e vez harzet outañ. Ne lavar ket dimp Paol, siwazh, petra eo an dra-se a vir outañ d'en em ziskouez.[...] Ne vern. Sellomp kentoc'h ouzh ar benngelennadurezh a welomp dija displeget amañ : ar C'hrist dasorc'het, Doue an Tad, gras ar Spered santel ; ar stourm er bed a-vremañ, trec'h Doue gant ar bed da zont ; galv ar re a gred d'un dasorc'h a beoc'h peurbadel. »[4]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (br) Maodez Glanndour, Digoradur da lizheroù Sant Paol, Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 351
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) La sainte Bible, Cerf, 1961, Introduction aux Epîtres de Saint Paul, p. 1483
  3. 3,0 ha3,1 (fr) La Bible traduite par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, p. 2296
  4. (br)Maodez Glanndour, Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 352