Al lizher da Ditoz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dornskrid gresianek eus an XIvet kantved.

Al lizher da Ditoz ('προς τιτον, "Da Ditos", hepmui, hervez an titl gregach), pe da Ditus hervez an anv latin, zo anezhañ unan eus skridoù an Testamant Nevez en embannadur brezhonek Maodez Glanndour e ti Al Liamm e 1971.

Embannadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp embannadur brezhonek zo bet a-raok hemañ, ha tri anv all dezhe :

C'hwec'h embannadur en holl eta, gant hini Al Liamm e 1971.

Lizher Paol Tars[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol Paol Tars hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », war-lerc'h an daou lizher da Dimoteoz.

Skrivet e vefe bet e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihanañ, Makedonia ha Gres war-dro ar bloavezh 65[3] goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e Roma (e 60-62 hervez Maodez Glanndour, e 61-63, hervez La Bible de Jérusalem).

An diskibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da Dituz hé vâb karet-mâd hervez ar gen-feiz ..., a skriv Paol diwar-benn Titus e skrid ar Gonideg. Va gwir vab hervez ar feiz commun, a lenner en Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ‎ [4], rak Titus, anezhañ ur Gresian, a oa unan eus diskibien fealañ an abostol. Pagan e oa a-raok treiñ da gristen.

Danvez al lizher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz zo eus kenurzh hag aozadur an iliz nevez el lizher.

  • Er pennad kentañ: perzhioù rekis d'an eskibien
  • En eil pennad :
  • En trede pennad :

Rakskrid Maodez Glanndour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha da genlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a zaspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù ar fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh… »[5]

Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel :

« El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Presbiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […]. E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet an Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion, da virout an urzh vat… »[5]

Cheñch a reas an traoù pa voe marvet an Ebestel hag o c'hannaded.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [[1]]
  2. Un siècle de journalisme breton, Lucien Raoul, Le Signor, 1981, p. 262
  3. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488.
  4. Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ‎, 1927, pajenn 411.
  5. 5,0 ha5,1 (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356. Fazi arroud : Balise <ref> non valide ; le nom « MG356 » est défini plusieurs fois avec des contenus différents