Testamant Nevez hon aotrou hag hor salver Jesus Christ

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ zo ul levr brezhonek embannet meur a wech, e Brest hag e Pariz. Gant ar pastor kembreat John Jenkins e oa bet troet an Testamant Nevez e brezhoneg, hag embannet e oa bet e 1847 evit ar wech kentañ, e Brest. Adembannet e voe e 1851, 1854, 1863 ha 1870. Adwelet e oa bet gant e vab, Alfred-Llenwelyn Jenkins, embannet e Pariz ha moullet e Bro-Saoz, gant ar memes titl bepred war-bouez ar c'hemm "salver/zalver", e 1885, hag adembannet e 1897, 1920, 1927 ha 1935.[1]. E talbenn al levr e lenner, dindan an titl, lakeat e brezonec ha reizet hervez ar vam-scrid gregach.

Kalz e tenn al levr-se da d-Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist, hag a oa troidigezh kentañ an Testamant Nevez e brezhoneg, gant Yann-Frañsez ar Gonideg, embannet en Angoulême e 1827.[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]