Kaozeal:Lizher da Ditoz
Titoz hervez Glanndour, Titus en alamaneg ha saozneg, un anv latin anavet mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Eos 2016 da 21:04 (UTC)
- Al lizher ... n'eus ger-mell ebet er yezhoù all, ha ne oa ket ivez en gregach na latin. Pa soñjan, e pe yezh e oa ar skrid orin? n'eo ket merket er pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Eos 2016 da 09:12 (UTC)
Aotrou (pe Itron) "Bianchi Bihan". Perak adskrivañ kement a sotonioù diwar benn un danvez na seblantit ket mestroniañ. An Testamant Nevez n'eo ket bet skrivet gant Maodez Glanndour !!! Ha perak kement a gasoni e-keñver ar skrivagneur meur-mañ ? Ha perak oc'h aet da zispenn ar c'hinnig sklaer am boa lakaet kalzig a amzer da ziskoachañ evit an arroudennoù ? Ha perak mont da lakaat en-dro fazioù bizskriverezh a oa bet reizhet ganin ? Ha doujit d'ar brezhoneg, mar plij, skrivañ a reer "diskibl" ha n'eo ket "diskib".
- N'eo ket diaes anavezout ar vrennigenn en taol-mañ adarre.
- P'emaoc'h gant ar c'henteliañ : doujit ouzh ar brezhoneg :
- lavaret e vez un danvez ha ne ...
- ne vez ket skrivet skrivagneur.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Eos 2016 da 14:57 (UTC)
Respont digomprenus. N'eo ket souezhus e skrivfe traoù diboell er pennadoù.
- Doujañ DA (hervez Geriadur AN HERE)
- "Un danvez ha ne" ??? ha petra weler amañ neuze https://books.google.fr/books?id=2lliAAAAcAAJ&pg=PA97&lpg=PA97&dq=%22un+den+na%22&source=bl&ots=ouLbnsthqq&sig=B3nwDNcbzTWiY7hnNnn-XnyA4S0&hl=fr&sa=X&ved=0ahUKEwjo48LYmrfOAhUJuBoKHbvjA5cQ6AEIIjAC#v=onepage&q=%22un%20den%20na%22&f=false,
- Bof! skouerioù all zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Eos 2016 da 09:03 (UTC)
— Nann, n'oc'h euz ket a c'hoant da vont e mesk tud hag a ra kement a draou fall; [...]. Lan Inisan, Emgann Kergidu (eil levrenn), 1878, pajenn 7,
Soudarded ar Republik o doa droug ouc'h kement tra a ziskoueze d'ezho ez euz eun Doue ha ne ankounac'haio nag al laeronsiou nag ar goall-oberou. pajenn 78. Da skouer. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 09:38 (UTC)
- Ya, hed-ha-hed Emgann Kergidu ... net ne gollfen ket amzer d'ober skol d'un den dizanv hag a oar pep tra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Eos 2016 da 09:43 (UTC)
- N'eo ket "ober skol", diskouel n'eo ket peurwir ar pezh a oa bet dibunet gant an implijer 2.12.98.191 ne lâran ket... Chom uvel a ranker e-keñver n'eus forzh peseurt yezh.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 09:50 (UTC)