Mont d’an endalc’had

Lizher kentañ da Dimoteoz

Eus Wikipedia

Al lizher kentañ da Dimozeoz zo anezhañ unan eus skridoù an Testamant Nevez[1]. Daou lizher a skrivas an abostol Paol Tars da Dimozeoz (Τιμόθεος/Timótheos, e gregach), a oa eskob Efesos, marvet er bloaz 97.

Al lizher kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo an daou lizher-se (1 Tim ha 2 Tim) gant Paol Tars e rummad al « lizheroù pastorel », war un dro gant al lizher da Ditoz.

Skrivet e vije bet al lizher kentañ e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihanañ, Makedonia ha Bro-C'hres war-dro ar bloavezh 65[2] goude bezañ bet tremenet daou vloaz en toull-bac'h e Roma (61-63 hervez « la Bible de Jérusalem » pe 60-62 hervez Maodez Glanndour).

Titoz ha Timozeoz a oa e-touez diskibled fealañ an abostol.

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha da genlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a zaspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù ar fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh… »[3]

Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel :

« El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Presbiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […]. E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet an Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion, da virout an urzh vat… »[3]

Cheñch a reas an traoù goude marv an Ebestel hag o c'hannaded.

Embannadurioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a embannadur all zo a-raok hini Glanndour e 1971:

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 483.
  2. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488
  3. 3,0 ha3,1 (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356.