Diforc'hioù etre adstummoù "Pêr Even"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
4 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
* ''En Donvor da Vreizh'' e [[1975]], adembannet e [[2004]] gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober displegadennoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul drouziwezh an [[Front de Libération de la Bretagne|FLB]] kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wezh kentañ en oberenn-mañ.
* ''Geriadur bihan ar sonerezh'' diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus ''Imbourc'h'' er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant [[Mouladurioù Hor Yezh]] diwezhatoc'h.
* ''[[Gourbannoù sant Eosten]]'', e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.
* A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a [[feizoniezh]] kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn ''[[Ar Feiz dre ar Meiz]]'' gant Imbourc'h.
* Daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al ''Lexique complémentaire français-breton'' hag al ''Lexique complémentaire breton-français'', tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h, er bloaz [[1996]] hag er bloaz [[2000]].
1 252

modifications

Lañser merdeiñ