Apelles Kos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: la:Apelles
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: zh:阿佩莱斯
Linenn 131: Linenn 131:
[[tr:Apelles]]
[[tr:Apelles]]
[[uk:Апеллес]]
[[uk:Апеллес]]
[[zh:阿佩莱斯]]

Stumm eus an 23 Gen 2013 da 14:15

Murlivadur eus Pompeii a vije bet savet diwar ul livadur gant Apelles, Venus Anadyomene, degaset eus Hellaz da Roma gant Augustus .
Marelladur adsavet eus emgann Issus diwar ul livadur a greder e oa diwar zorn Apelles pe Philoxenos of Eretria kavet e ti ar Faun e Pompeii.

Apelles, pe Apelles Kos, a oa brudetañ livour Hellaz en Henamzer er IVvet kantved kent JK.

Hervez skridoù Plinius an Henañ hag Ovidius e vije ganet e Kos e 352 kent JK. Koulskoude, hervez ar Souda, e vije e Kolofon. Ne chom oberenn ebet diwar e zorn, met anaout a reer deskrivadurioù darn anezho.

Mojennoù diwar e benn

Alesant Veur ha Kampaspe e stal-labour Apelles, livet gant Giovanni Battista Tiepolo

.

Gant Plinius an Henañ eo bet kontet gweladenn Alesant Veur e stal-labour Apelles. [1] Alesant, un deiz, a welas poltred e serc'h Kampaspe hag a gomprenas e oa orgedet an arzour outi. E-lec'h fuloriñ - troet e oa da gonnariñ buan -ez eas da welout an arzour hag e roas e serc'h da Apelles.

Alesant, a soñje gantañ e oa un doue, a gare Apelles hag e arz kement ken e c'houzañvas taolioù all digant al livour hep sevel e vouezh. Reiñ a rae an arzour da gompren da Alesant e komze ar soudard anezhañ a-hed hag a-dreuz eus liverezh, ma c'hoarzhe gantañ e eilerien a veze o prientiñ al livaj.


Hogozik kement tra a zo anavezet diwar-benn Apelles a zeu eus skrid meur Plinius an Henañ, e Naturalis Historia (35.36.79-97 ha passim): kanañ e veuleudi a reas ar Roman , ouzh e genveriañ gant livourien all en e raok ha re all deuet war e lerc'h. Hervezañ e oa kempred Apelles gant ar 112vet Olympiadeg (332-329 kent JK), abalamour moarvat m'en devoa graet poltred Alesant Veur .

E vuhez

Moarvat e oa ganet e Kolofon en Ionia. Da gentañ e studias gant he Ephorus of Ephesus, met pa voe deuet un tamm brud dezhañ ez eas da studiañ gant Pamphilos e Sicyon (N.H. 35.36.75). Evel-se eo, a lavarer, e rae war un dro gant an doare koant ioniat hag an hini pervezh doriat. Sachet e voe da lez Makedonia gant ar roue Fulup II, hag eno e livas ar roue hag e vab Alesant ha berzh a reas kement ken e voe anavezet evel livour lez Makedonia,


Ampart e oa da ober poltredoù, hag un istor zo bet kontet diwar e benn hag hini Ptolemaios I Soter. Hennezh a oa bet ur jeneral da Alesant Veur ha ne gare ket Apelles pa oant o-daou e servij Alesant. Meur a vloaz diwezhatoc'h, p'edo Apelles o veajiñ war vor, e savas ur barrad gwallamzer ken e rankas lestr an arzour aochañ e rouantelezh Egipt ma rene Ptolemaios eno.

Farouell Ptolemaios a voe lakaet gant enebourien Apelles da gas d'al livour ur falskouviadenn da goaniañ gant ar roue. Pa erruas Apelles da goaniañ e savas fulor er roue. Goulenn a reas Ptolemaios gant piv e oa bet lavaret dezhañ e oa kouviet, ha setu Apelles da gemer un tamm glaou-koad diwar an oaled ha da dresañ ur poltred ouzh ar voger, ma voe anavezet gant ar roue kerkent hag al linennoù kentañ e oa e farouell an hini e oa ar c'houvier.


Bevañ a rae Apelles en amzer Protogenes, ha kontañ a ra Plinius un tamm istor brudet en e amzer diwar-benn beaj Apelles da Rodos da welout Protogenes, al livour-se en doa klevet anv anezhañ. Pa erruas en e stal-labour ne gavas Apelles nemet ur wrac'h a lavaras dezhañ e oa aet Protogenes d'ober un dro hag a c'houlennas digantañ piv e oa evit gallout en lavarout da vestr an ti. Pa welas Apelles ur planken a oa bet prientet gant mestr an ti a-benn e livañ e kemeras ur broust hag e lavaras d'ar vatezh kontañ d'he mestr Protogenes " eo ganin eo bet graet kement-mañ", hag e reas ul linennad liv a-dreuz d'ar planken. Pa zistroas Protogenes ha pa voe kontet dezhañ petra a oa c'hoarvezet e sellas ouzhal linenn hag e lavaras: "N'eus nemet Apelles a vije gouest d'ober kemend-all".


War a veze lavaret edo Appelles o labourat war-dro ur poltred da Afrodite Kos pa varvas, ma vanas diechu an daolenn rak ne gaved den barrek a-walc'h da genderc'hel gant e labour.

Oberennoù

Kampaspe noazh dirak Apelles gant Auguste Ottin (1883). Delwenn ouzh tu hanternoz ar porzh anvet Cour Carrée e Mirdi al Louvre e Pariz.

E-touez oberennoù kollet Apelles (n'eus deuet hini betek ennomp) e oa:

Falstamallidigezh Apelles, gant Sandro Boticelli.
  • Ur pezh pikol taolenn diwar-benn ar Falstamall, a voe awenet gantañ

Sandro Botticelli pa livas Falstamallidigezh Apelles.

Un toullad eus e livadurioù a voe tapet da gas da Roma

Etre istor ha mojenn

Aner eo klask empentiñ doare-livañ un arzour ha ne chom oberenn ebet war e lerc'h. Ur bern istorioù zo bet kontet diwar-benn Apelles , pe gwir pe get, hag hendraourien zo bet o klask gouzout pegement a wirionez a oa enne.


Livioù

Niver al livioù implijet gant al livourien zo kemmet kalz aboae amzer Apelles. En e amzer n'anavezed nemet pevar liv: gwenn, melen, ruz, ha du. Diwezhatoc'h eo e voe kavet ar gwer, mouk, ha glas .

Notennoù

  1. Plinius an Henañ, Istor Naturel , Levrenn XXXV, 81-83
  2. Athenaeus. Deipnosophistae. Book XIII Diwar-benn ar Merc'hed.

Skridoù

Lennadurezh

Lennadurezh

  • Woltmann and Woermann, History of Painting, volume i (English translation, New York, 1886)
  • Houssaye, Histoire d'Apelles (Paris, 1867)
  • Wustmann, Apelles' Leben und Werke (Leipzig, 1870)
  • Ernst H. Gombrich, 'The Heritage of Apelles', The Heritage of Apelles: Studies in the Art of Renaissance, (Cornell University Press: Ithaca, New York, 1976), pp 3-18.