Mont d’an endalc’had

Burton (Sir Benfro)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Burton, Sir Benfro)
Burton

Burton zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Evel ma c'hoarvez aliezik er c'horn-se eus Kembre, ez eo "Burton" un anv-lec'h saoznek ha n'eus anv kembraek ebet gant ar gêriadenn.

Emañ Burton war ribl norzh aber ar stêr Daugleddau, nepell diouzh kêr Penfro. Emañ Doc Penfro en tu all d'ar stêr hag a-raok ma vefe bet savet ur pont, e 1975, e oa bigi-treizh etre an div gêr. Eus an XIIIvet kantved eo an iliz, a zo gouestlet d'an Itron Varia.

Ur c'hastell zo e Burton, savet da gentañ en XIIIvet kantved hag adsavet er bloavezhioù 1930.

E 2011 e oa 1 213 a dud o chom er gumuniezh ha 119 anezho a aoa kembraegerien (10%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru, Swyddfa Ystadegau Gwladol, 2012