Brezelioù Napoleon
Rann eus | Brezelioù ar C'henunaniezhioù |
---|---|
Anvet diwar | Napoleon Iañ |
Lec'h | Europa |
Raklec'hiet gant | Brezelioù an Dispac'h Gall |
Deiziad kregiñ | 18 Mae 1803 |
Deiziad echuiñ | 20 Du 1815 |
Brezelioù amzervezh Napoleon, pe Brezelioù Napoleon dre verrdro, zo un heuliad brezelioù a c'hoarvezas en Europa p'edo Napoleone Buonaparte e penn Bro-C'hall . Darn anezho ne oant nemet un astenn d'ar brezelioù deuet war-lerc'h Dispac'h gall 1789, ha padout a rejont a-hed an Impalaeriezh c'hall kentañ. Dizemglev zo diwar-benn an deroù anezho. Darn a lavar e voent krog pa voe kemeret ar galloud gant ar jeneral Buonaparte, en miz Du 1799. Darn all a gav dezhe e kendalc'has brezelioù an Dispac'h gall betek en 1802, hag a gav dezho e krogas Brezelioù Napoleon pa voe diskleriet ar brezel entre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet en 1803, goude ar peoc'h berr a voe war-lerc'h feur-emglev Amiens (1802).
En desped d'an trec'h en diwezh war Napoleon, e voe trec'het pemp gwech ar c'henunaniezhioù savet a-enep dezhañ. Trec'h e voe Bro-C'hall:
- war ar c'hentañ hag an eil kenunaniezh e-pad ar brezelioù deuet war-lerc'h Dispac'h gall ,
- war an trede kenunaniezh (en emgann Austerlitz, hag en emgann Ulm),
- war ar pevare (en emgannoù Jena, Eylau, Friedland),
- war ar pempvet (en emgannoù Wagram, Eckmühl ).
Gant an trec'hioù-se e oa deuet an armeoù gall da grediñ ne oa arme all ebet evite, ha dreist-holl pa dostaas da gêr Moskou. Goude an emdennadeg eus Rusia, hag en desped d'an trec'hioù bihan, e voe faezhet Bro-C'hall gant ar c'hwec'hvet kenunaniezh en emgann Leipzig e 1813, hag ar seizhvet en Waterloo e 1815.
En holl d'an holl e voe lazhet entre 3,5 ha 6.5 milion a dud.
Ar brezelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel ar C'hentañ Kenunaniezh, e 1809
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ Kenunaniezh a vez laret eus an unaniezh a voe savet, entre 1792 ha 1797, gant ar broioù europat a-enep Republik Bro-C'hall, nevez disroueet.
Savet e voe goude deroù ar brezel : diskleriadur brezel da Aostria d'an 20 a viz Ebrel 1792, aloubadeg ar Brusianed goude da-heul manifesto Braunschweig (25 a viz Gouhere 1792). Goude embannet gant ar Gonvansion he c'hoant da gas an Dispac'h d'ar broioù all, goude aloubet Belgia hag an Izelvroioù gant an armeoù gall, ha da -heul dibennidigezh ar roue gall Loeiz XVI en miz Genver 1793, ez eas war-raok soudarded an Dispac'h trema ar stêr Schelde, ken e voe savet an unaniezh a-enep da Vro-C'hall etre ar broioù-mañ :
- Rouantelezh Breizh-Veur
- Rouantelezh Sardigna (Piemonte)
- Rouantelezh Spagn
- Rouantelezh an Div Sikilia
- Rouantelezh Prusia (betek 1795)
- Arc'hdugelezh Aostria
- Ar Proviñsoù-Unanet
- Rouantelezh Portugal
Faezhet e voe ar Genunaniezh gant ar C'hallaoued en abeg d'an engalvadeg ha dre ma voe soudardet an holl geodedourien hag adaozet an arme evit ober ur benveg brezel efedus. En 1795 e voe staget an Izelvroioù aostrian (Belgia a vremañ) ouzh Bro-C'hall, ha Renania, ha krouet ar Republik Batav (19 a viz Genver 1795)
Brezel an Eil Kenunaniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel an Trede Kenunaniezh, e 1805
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel ar Pedervet Kenunaniezh, e 1806-1807
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel ar Pempet Kenunaniezh, e 1809
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Brezel Dizalc'hted Spagn.
D'an 2 a viz mae 1808 en em savas ar bobl e Spagn a-enep arme c'hall ar roue gall Joseph Bonaparte. Echuiñ a reas ar brezel en 1814 pa voe adlakaet en e lec'h ar roue spagnol Fernando VII, ha pa voe aloubet kreisteiz Bro-C'hall.
Trec'het e voe an arme c'hall en emgann Baylen. Neuze e teuas Napoleon da ren ar brezel. trec'h e voe war un arme saoz ha spagnol, ma rankas ar Saozon sachañ o skasoù eus ar vro.
Hogen neuze e krogas arme an Aostrianed da c'hoari er reter, ma rankas an impalaer gall kuitaat Spagn. Ne deuas ken en-dro. Siwazh dezhaén ne laoskas ket e wellañ ofisourien e Spagn, evel Davout e oant chomet e reter an impalaeriezh, ha da fall ez eas an traoù evit ar C'hallaoued pa voe anvet Arthur Wellesley, a vo dug Wellington, e penn an arme saoz e Spagn.
Ar Pempet Kenunaniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Ar Pempet Kenunaniezh .
.