Emgann Eylau

Eus Wikipedia
"Napoléon war dachenn Eylau" gant Antoine-Jean Gros

D'an 8 a viz C'hwevrer 1807 e oa bet emgann Eylau, etre arme an impalaer gall Napoleon diouzh un tu, hag armeoù Rusia ha Prusia en tu all, e-kichen al lec'h anvet gwechall Preußisch Eylau (bremañ: Bagrationovsk) e hanternoz Prusia ar Reter. Trec'h e voe lu Napoleon Bonaparte hogen bras e voe niver e soudarded lazhet ha gloazet.