Brezel Dizalc'hiezh Spagn

Brezel Dizalc'hted Spagn (1808-1814) (saozneg: Peninsular War; spagnoleg: Guerra de la Independencia Española) a c'hoarvezas e Spagn, etre Spagn ha Bro-C'hall, renet gant Napoleone Buonaparte, an impalaer gall a felle dezhañ lakaat e vreur Giuseppe Buonaparte, lesanvet Pepe Botella (Job e Voutailhad), da roue er vro-se, evel José Iañ. Gwelet eo ar brezel-se evel unan eus ar brezelioù c'hwezhet gant Napoleone Buonaparte en Europa abalamour d'e c'hoant da lakaat broioù Europa dindan e dreid. E saozneg e vez laret The Peninsular War peogwir e c'hoarvezas ivez e Portugal, hag e krogas da vat pan eas armeoù Bro-C'hall ha Spagn da aloubiñ Portugal e 1807. Gwashaat a reas an abadenn e 1808 avat pa savas bec'h etre Bro-C'hall ha Spagn. Kregiñ ervat a reas ar Brezel Dizalc'hted gant emsavadeg an Dos de Mayo e 1808.
Padout a reas ar brezel-se ken na voe trec'h ar C'hwec'hvet Kenunaniezh war Napoleon e 1814. Alies e lavarer eo ar c'hentañ brezel-dieubiñ dre grogadoù bihan, pe guerrilla.
Distujet e voe ar velestradurezh spagnol gant ar C'hallaoued, ha rannet etre juntas er proviñsoù. En 1810 e voe adsavet ur gouarnamant broadel, Cortes Cádiz, a oa emharluet e kreñvlec'h Cádiz, met n'halle ket sevel arme ebet peogwir e oa gronnet gant un armead 70,000 soudard gall. Daou vloaz e padas Seziz Cádiz, eus 1810 da 1812.
Skarzhet e oa bet ar C'hallaoued eus Portugal gant an armeoù saoz ha portugalat, ha skoazellañ a raent ar re a veze o vrezelekaat ouzh soudarded Bro-C'hall ha ne oant ket evit derc'hel ur vro ken bras .
Deroù ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoulmet e oa bet un emglev etre Spagn ha Bro-C'hall gant Feur-emglev San Ildefonso (1796), sinet gant ar priñs Manuel Godoy en 1796. E 1805 avat e c'hoarvezas faezhadenn Trafalgar. Kollet ganti pep liamm ha darempred gant he zrevadennoù en Amerika ha prest e oa da lammat war hec'h amezeg, Portugal, gant skoazell Napoleon. Rak mignonez d'ar rouantelezh saoz e oa rouantelezh Portugal, ha ne felle ket dezhi seriiñ he ferzhier ouzh al listri saoz. Brezel an Orañjez a voe graet eus an abadenn-se, a echuas e 1801 gant Feur-emglev Badajoz (1801).
En 1807 e nac'has Portugal seveniñ ar Blokus kevandirel, ma c'hoantaas Napoleon kas un arme da aloubiñ Portugal . Gant feur-emglev Fontainebleau (1807) sinet gant Carlos IV, e voe aotreet da gas un arme, renet gant ar jeneral gall Jean-Andoche Junot, da dreuziñ Spagn, da vont da gastizañ Portugaliz. E 1807 eta e krogas ar c'hentañ arnod gall da aloubiñ Portugal.
Ne voe ket pell Napoleon neuze o lakaat e fri en aferioù Spagn. War zigarez kas un arme da skoazellañ Junot, e kasas da Spagn un arme renet gant Murat, hervez ma oa aotreet gant feur-emglev Fontainebleau.

Un taol-stad a voe aozet gant an infant Fernando, a ziskaras e dad roue, Carlos IV. Hag ar roue kozh da c'hervel Napoleon d'e sikour. Hag an impalaer gall da gouviañ an tad hag ar mab da Vaiona (Ebrel-Mae 1808). Met pa welas pegen toc'hor e oa erru an tiegezh roueel spagnol e klaskas teurel e graban war Spagn.
Kregiñ a reas ar brezel e 1808 pa en em savas kêr Madrid a-enep an arme c'hall a oa erruet e kêr-benn Spagn. Da-heul e voe tro ar proviñsoù goude deuet Napoleon a-benn da lakaat ar roue kozh Carlos IV da reiñ e zilez ha da leuskel ar gurunenn gant e vreur Giuseppe Buonaparte.
Bec'h he doe an arme c'hall gant ar brezel bihan aozet a-enep dezhi, ha gant an arme saoz deuet da sikour Portugal. E 1813 e rankas an arme c'hall tremen en hanternoz d'ar Pireneoù. War-nes aloubiñ kreisteiz Bro-C'hall edo ar Spagnoled, Saozon, Portugaliz, dindan Wellington.
Roll an emgannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1808[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 6 – 14 Mezheven : emgann El Bruc
- 15 Mezheven – 13 Eost : Seziz Zaragoza (1808)
- 14 Gouhere : emgann Medina de Rioseco
- adal an 19 betek an 22 Gouhere : emgann Bailén, ma kodianas ar jeneral gall Dupont, prizoniet evel 20000 soudard, qui finissent sur les pontons de Cádiz)
- 17 Eostt : emgann Roliça
- 21 Eost : emgann Vimeiro
- 31 Here : emgann Durango, trec'h diechu
- 5 Du : emgann Balmaseda
- 7 Du : emgann Burgos
- 10 – 11 Du : emgann Espinosa
- 23 Du : emgann Tudela
- 30 Du : emgann Somosierra
- 20 Kerdu – 2 C'hwevrer 1809 : Seziz Zaragoza (1809)
- 21 Kerdu : krogad Sahagún
- 29 Kerdu : krogad Benavente
1809[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1er janvier : emgann Castelló d'Empúries
- 13 janvier : bataille d’Uclès
- 16 janvier : bataille de La Corogne
- 25 février : bataille de Valls
- 17 mars : bataille de Villafranca
- 20 mars : emgann Braga
- Patrom:Date-: emgann Ciudad Real
- 28 mars : emgann Medellín
- 29 mars : emgann Porto
- 6 mai – 12 décembre : siège de Gérone
- 27 juillet : emgann Talavera
- 11 août : emgann Almonacid
- 19 novembre : emgann Ocaña
- 28 novembre : emgann Alba de Tormes
1810[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 26 avril – 10 juillet : siège de Ciudad Rodrigo (1810)
- 25 juillet – 27 août : siège d'Almeida
- 27 septembre : emgann Buçaco
- Octobre : arrêt des Français devant Torres Vedras
1811[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 19 février : bataille de Gebora
- 5 mars : bataille de Barrosa
- 12 mars : bataille de Redinha
- 3 avril : bataille de Sabugal
- 10 avril – 19 août : Siège de Figuières
- 5 mai : bataille de Fuentes de Oñoro
- 16 mai : bataille d'Albuera
- 23 juin : bataille de Benavides
- 25 octobre : bataille de Sagonte
- Patrom:Date – Patrom:Date : siège de Tarifa
1812[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 8 – 19 janvier : siège de Ciudad Rodrigo (1812)
- 16 mars – 6 avril : siège de Badajoz
- 22 juillet : bataille des Arapiles (ou bataille de Salamanque)
- 18 septembre – 22 octobre : siège de Burgos
1813[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
170px|thumb|Le maréchal Jean-de-Dieu Soult.
- 6 avril : combat de Valencia (général Boyer) contre les Espagnols
- Patrom:1er juin : combat de Barnes (général Coureux) contre les Espagnols
- 21 juin : bataille de Vitoria (Joseph Ier et le maréchal Jourdan) contre les Hispano-Luso-Britanniques
- 28 juillet – 1er août : emgann Sorauren
- 31 août : emgann San Marcial
- 13 septembre : combat du col d'Ordal (maréchal Suchet) contre les Hispano-Britanniques
- 13 septembre : combat de Villefranca (maréchal Suchet) contre les Hispano-Britanniques
- 4 octobre : combat de Saint-Privé-d'Embas (général Petit) contre les Espagnols
- 10 novembre : bataille de la Nivelle
- 10 décembre : combat de Bassussarry (maréchal Jean-de-Dieu Soult) contre les Hispano-Britanniques
- 9 – 12 décembre : bataille de la Nive
1814[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1añ a viz Genver : emgann Molins de Rei
- 27 C'hwevrer : emgann Orthez (marichal Soult) contre les Luso-Britanniques
- Patrom:Date : emgann Aire-sur-l’Adour
- 12 mars : krogad Urella (marichal Soult) contre les Hispano-Britanniques
- Patrom:Date : emgann Vic-de-Bigorre
- Patrom:Date : emgann Tarbes
- 10 avril : emgann Toulouse (marichal Soult) contre les Hispano-Britanniques