Emgann Ocaña

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar marichal Soult

Emgann Ocaña, unan eus emgannoù Brezel dieubidigezh Spagn, a c'hoarvezas d'an 19 a viz Du 1809 war zouar kumun Ocaña, e proviñs Toledo, etre un arme c'hall a 40 000 soudard war-droad, 6 000 a gezeg, kalz a ganolioù, kaset gant ar marichal Soult, a-enep un arme spagnol a 51 869 soudard, ha 5766 den war varc'h, gant 55 pezh artilherezh, dindan ar jeneral Aréizaga.

Un trec'h a bouez bras e voe d'ar C'hallaoued, ha 19 000 Spagnol a voe lazhet pe gloazet pe prizoniet diwar 51 000 soudard. Dleet e oa an trec'h da rejimant ar varc'hegerien ha goaferien bolonat.

Neuze ne voe ket arme spagnol ebet ken da virout ouzh ar C'hallaoued da aloubiñ kreisteiz ar rouantelezh.