Mont d’an endalc’had

Emgann Medina de Rioseco

Eus Wikipedia
Emgann Medina de Rioseco
emgann
Rann eusBrezel Dizalc'hted Spagn Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Lec'hValladolid Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°53′39″N 4°59′37″W Kemmañ
Deiziad14 Gou 1808 Kemmañ
Map
Monumant d'an harozed spagnol a stourmas ouzh an alouber gall.
Un emgann e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn.
Joaquín Blake y Joyes, kabiten jeneral an arme spagnol. Livour dianav, XIXvet kantved.

Emgann Medina de Rioseco, pe emgann ar Moclín, eo an anv roet d'ur c'hrogad brezel hag a c'hoarvezas d'ar 14 a viz Gouhere 1808 nepell diouzh Medina de Rioseco, hiziv e proviñs Valladolid, e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn.

E penn an arme spagnol e oa daou jeneral : García de la Cuesta ha Joaquín Blake, dirak ar marichal gall Jean-Baptiste Bessières.

Trec'h e voe ar C'hallaoued, ha meneget eo an trec'h-se war bolz-enor Pariz, ma'z eo merket "M. del Rioseco".

Goude trec'h an arme c'hall d'an 12 a viz Mezheven en emgann Cabezón ez eas lod eus an arme da gêr Valladolid, dilezet ganti tri devezh war-lerc'h.