Bolz-enor Pariz

Bolz-enor Pariz (Arc de Triomphe de l’Étoile e galleg, pe Arc de Triomphe hepmui) zo ur monumant brudet e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall.
Arouez istor milourel Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar patrom zr bolzioù-enor savet gant ar Romaned ha kendalc'het gant gwaregoù bolzet a weler e Pariz (Dor Sant-Denez ha Dor Sant-Varzhin) eo bet raktreset gant Napoleon Iañ enoriñ ar jeneraled ha, diouzh-se, degas ul lufr bras d'an armeoù Bro-C'hall en ur sevel ur mell savadur e penn pellañ ar Champs-Élysées, ar vali cheurc'h meurbet a oa bet terket er XVIIIvet kantved diwar an ahel o doa palezioù al Louvre hag hini an Tuileries. Stanket e oa an diabellweled gant ur run anvet Run ar Roule diwar anv ur geriadenn. Razhet eo bet ar run-se evit krouiñ ur plaen bihan.
War mogerioù diabarzh ar volz e voe enskrivet anvioù ar varichaled hag ar jeneraled brudetañ Bro-C'hall. Ouzhpennet e voe anvioù Jean Victor Marie Moreau|Victor Moreau ha ha Jorj Kadoudal, lakaet da varichaled dalif, ha ne oa ket prest Napoleon d'obert seurt enor dezho.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krog e voed da sevel ar volz-enor-se dindan ren an impalaer Napoleon Iañ, e 1806, hag echuet e 1836 dindan ren ar roue Louis-Philippe Iañ.
Goude emgann Austerlitz (2 a viz Kerzu 1805) e lavaras an impalaer Napoleon d'ar soudarded c'hall :
« Vous ne rentrerez dans vos foyers que sous des arcs de triomphe. »
"Ne zistroot d'ar gêr nemet dre zindan bolzoù-enor."
Dre ar c'homzoù-se e rae dave da volzoù-enor ar Romaned a veze savet da c'hloar ar jeneraled a veze trec'h hag a zibune e penn o soudarded.
2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 1añ a viz Kerzu 2018 e voe gwastet darnoù eus ar monumant gant ar « jiletennoù melen »[1].