Seziz Cádiz
Neuz
Seziz Cádiz
| Rann eus | Brezel Dizalc'hted Spagn |
|---|---|
| Stad | Rouantelezh Spagn, Spagn |
| Lec'h | Cádiz |
| Daveennoù douaroniel | 36°31′54″N 6°18′7″W |
| Deiziad kregiñ | 5 C'hwevrer 1810 |
| Deiziad echuiñ | 24 Eost 1812 |
| Perzhiad | Rouantelezh Spagn, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh Portugal, Impalaeriezh C'hall Kentañ |


Seziz Cádiz a c'hoarvezas etre 1810 ha 1812, e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn. Gronnet e voe Cádiz gant armeoù gall e-pad ouzhpenn daou vloaz, adalek ar 5 a viz C'hwevrer 1810 betek ar 24 a viz Eost 1812.
Dre ma oa bet aloubet Madrid d'an 23 a viz Meurzh 1808 e oa repuet ar gouarnamant spagnol e San Fernando e-tal Cádiz, hag arsailhet e voe an div gêr gant 60 000 soudard gall dindan urzhioù ar marechal Claude Victor-Perrin, dug Bellune.
Difennet e oa kêr gant 2 000 soudard spagnol, hag a voe sikouret goude gant 10 000 all, ha gant soudarded saoz renet gant Thomas Graham, ha gant soudarded portugalat.
- Thomas Graham
- Monumant e Cádiz d'ar Breujoù bodet eno da goulz ar seziz
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) El asedio (2010, Alfaguara)[1]. Romant diwar-benn Seziz Cádiz gant Arturo Pérez-Reverte.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jacinto Antón. Un 'Asedio' de aventura, intriga y amor, El País, 12.11.2009; acceso 22.10.2011