Emgann Medellín
Neuz
Emgann Medellín a c'hoarvezas e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn d'an 8 a viz Meurzh 1809 entre soudarded spagnol ar jeneral Gregorio García de la Cuesta, hag armead c'hall ar marichal Claude-Victor Perrin, e-kichen kêr Medellín. Trec'h e voe ar C'hallaoued ha garv e voe faezhadenn Cuesta, a voe darbet dezhañ koll e vuhez, evel an 8000 Spagnol lazhet pe gloazet, hag an 2000 prizoniet, hep kontañ koll 200 eus o 30 pezh kanol.
En Histoire du Consulat et de l'Empire, er bajenn 51, e weler Adolphe Thiers o venegiñ 9 pe 10 000 den lazhet pe gloazet, 4 000 den prizoniet, ha 16 kanol. Ar C'hallaoued ne golljont nemet 1 000 soudard.
Eil faezhadenn vras Cuesta e voe, dirak an arme c'hall, war-lerc'h